THE MULTIPLE VERSIONS PROJECT

MULTIPLE VERSIONS, LIES TROIDIGEZH

Penaos eo kroget pep tra...


VM, troidigezhioù diouzh ar galon


Al load Lies Troidigezh, oc'h amsaviñ ar blog kozh krouet e du 2012, a zigor ur prenestr war frouezh dic'hortoz an eskemmoù : troidigezhioù keflinenn en 23 yezh gant urstrollkrouerion etrevroadel lusket gant talmoù an organ kigennel-se a vent gant ur meilh-dorn a zlefemp – an imbouc'herion zo mui-ouzh-mui ali war gement-se – fiziout ennañ divizoù pouezusañ hon buhezioù.

Ent-diac'hinek, da gompren ar skridoù kent bezañ gouest d' o zreiñ e yezhoù all, omp bet a-wechoù rediet d' ober gant «yezhoù ar re n' hon c'hompren ket», evel ma klemme Telesforo Monzon e Barcelona ouzh an arlevier katalan Lluis Companys. (Un digarez din da lavarout ar bri a zougan d' ar barzh hag istorour katalan Fèlix Cucurull a zanevellas an hanezenn). Padal ez echu an traoù eus ar gwellañ, gant ur barnerezh eus ar barzhoniusañ…

Kregiñ a reomp an dro gant troidigezhioù ur barzhoneg digant ar skrivagnerez kembreat Menna Elfyn tennet eus he zeskad c'hwek, divyezhek kembraeg-saozneg, Perffaith Nam/Perfect Blemish (2007). Anv a zo ennañ eus «Kelenn ar c'hembraeg da vuzenn Dylan Thomas». Ne c'hellfe an titl bezañ helavaroc'h : ur gentel a-zibab evit ar muzezed diegusañ.

Kemerit ho plijadur dre lenn e meur a yezhoù !

Kenurzherion : The MV Project Coordination Team

* Aragonese, Basque, Breton, Catalan, Corsican, Croatian, Czech, English, French, Galician, German, Greek, Hungarian, Irish, Italian, Japanese, Luxembourgish, Occitan, Polish, Romanian, Romansh, Scottish Gaelic, Swedish, Sorbian, Spanish, Russian, Turkish, Ukrainian, Yiddish and Welsh.