31B - Jezuz en Testamant Kozh

Nous sommes heureux de mettre à la disposition de nos amis bretons la traduction en langue bretonne de la méditation n°31.

-------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

...

« O vezañ en doare un Doue, n’en deus ket sellet evel ur preizh da dapout, bezañ par da Zoue; met en em ziwisket en deus e-unan, o kemer doare ur servijer, o tont da vezañ heñvel ouzh an dud, hag o kemer stumm un den, ... » (Filipiz 2:6-7)

« Rak ennañ eo bet krouet pep tra a zo en neñvoù ha war an douar, kement a weler ha kement na weler ket, an tronioù, ar renoù, ar priñselezhioù, ar galloudoù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ. Bez’ emañ a-raok pep tra, ha pep tra en em gendalc’h drezañ. » (Koloseiz 1:16-17)

An holl gristenien a gred ez eo bet ganet Jezuz-Krist gant ar Werc’hez Vari en doare dreistnatur. An holl a gred ouzhpenn ez eo marvet war ar groaz, hag eo dasorc'het a-douez ar re varv. Met, daoust hag an holl a oar, n’en deus mann da welout koñsevadur Jezuz e kof Mari gant hor c’hoñsevadur da bep hini ac’hanomp? Evit gwir, pep hini ac’hanomp a zo ur grouadenn, met Jezuz a zo ar C’hrouer. Jezuz n’eo ket bet krouet nav miz a-raok bezañ ganet, hogen edo a-holl-viskoazh, abaoe ar beurbadelezh. Jezuz a zo bet zoken en orin an holl draoù. Ar pezh a c’hoarvezas e kof Mari a oa enkorfadur Mab Doue, met ne oa ket krouidigezh un den nevez. Jezuz, o tont war an douar, a asantas heuliañ un hent heñvel ouzh hini un den ordinal, adal an c’hoñsevadur betek ar marv.

...

Evel ma oa dija Jezuz oc’h oberiañ e-barzh an hollved a-raok dont war an douar, bez’ e c’heller gortoz e vez komzet diwar e benn en Testamant Kozh. Hag evel-just, an Testamant Kozh a gomz dalc’hmat diwar-benn Jezuz, a oa oc’h en em zisklêriañ gant an Tad ha gant ar Spered-Santel. Gwir eo n’o doa ket tud an Testamant Kozh un diskuliadur sklaer eus Jezuz, met ni, tud an Emglev Nevez, a c’hell merzout e vez komzet diwar e benn e meur a arroud an Testamant Kozh. Sklerijennet omp gant an Testamant Nevez evit intent an traoù skrivet gant profeded an Testamant Kozh; awenet e oant gant ar Spered-Santel, ha sur-mat n’o deus ket atav komprenet ar c’homzoù burzhudus a dreuzkasent. An Testamant Nevez hag an Iliz o deus degaset deomp un anaoudegezh brasoc’h, ha gouest omp bremañ da gompren pegen kreñv eo bezañs Jezuz-Krist e-barzh levrioù an Testamant Kozh.

...

Emaomp o vont da studiañ tri arroud an Testamant Kozh, e-lec’h ma c’hellomp gwelout bezañs Jezuz en un doare burzhudus.

...

1 - Krouidigezh an hollved

« Er penn-kentañ e krouas Doue an neñv hag an douar. ... Hag e lavaras Doue: Ra vo goulou ... Hag e lavaras Doue: Ra vo ur gorre e-kreiz an doureier, ... Hag e lavaras Doue: Ra stanko an doureier a zo dindan an neñvoù e lec'hioù dezho o-unan, ha ma vo gwelet ar sec'h ... Hag e lavaras Doue: Ra vo gouleier e bolz an neñvoù, evit dispartiañ an deiz diouzh an noz, ... Hag e lavaras Doue: Ra broduo an doureier ur birvilh a loened bev ha ra nijo laboused a-us d'an douar ... Hag e lavaras Doue: Ra broduo an douar loened bev, hervez o rummad: chatal, stlejviled ha loened gouez, hervez o rummad ... Hag e lavaras Doue: Greomp un den diwar hor skeudenn, heñvel ouzhimp, ... » (Geneliezh 1:1+3+6+9+14+20+24+26)

Kavet eo ar gwerzadoù-mañ e pennad kentañ ar Geneliezh, ha sklerijennet int gant re a c’heller lenn e pennad kentañ Aviel Yann: « Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. Er penn-kentañ e oa gant Doue. An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet, n'eo bet graet heptañ. ... Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, hag hon eus gwelet e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad. » (Yann 1:1-3 + 14) Tu zo da gompren an Testamant Kozh (Geneliezh) gant sklerijenn an hini Nevez (Yann). Bep gwech ma komze Doue evit krouiñ (Hag e lavaras Doue ...), Jezuz eo an Hini a oa oc’h oberiañ, peogwir Jezuz a zo Ger Doue. Edo Jezuz-Krist « war al lec’h » e mare krouidigezh an hollved, hag Eñ eo an Hini a oa en orin ar grouidigezh-se. Ar grouidigezh, ouzhpenn, a zo evitañ. (Koloseiz 1:16)

...

2 - Ar Furnez

« [Me ar furnez] a-viskoazh on bet diazezet, abaoe ar penn-kentañ, a-raok orin an douar. ... Pa oa [an Aotrou] o tiazezañ an neñvoù, e oan eno, pa dresas ur c’helc’h war-c’horre an islonk, pa lakaas ar c’houmoul en nec’h, pa roas nerzh d’andonioù an islonk, pa roas ur vevenn d’ar mor, d’an dour harz da vont dreist dezhi, pa sikas diazezoù an douar, e oan oc’h oberiañ en e gichen, hag e raen bemdez e levenez, o c’hoari dalc’hmat dirazañ, o c’hoari war voulenn e zouar, hag oc’h en em laouenaat e-touez mibien an den. » (Krennlavarioù 8:23 + 27-31)

An gwerzadoù-mañ a zo bet skrivet gant ar roue Salomon. Emañ ar Furnez o komz evel un den, ar pezh a c’hell bezañ kavet iskis. Personelaet eo ar Furnez, ha ret eo eveshaat ouzh daou dra bouezus:

- ar Furnez a ra bemdez levenez Doue

- ar Furnez en em laouena e-kreiz an denelezh

Penaos ne c’hellfemp ket anavezout ez eo an Aotrou Jezuz an Hini a vez galvet « ar Furnez »? Ret eo lenn an holl lavarioù displeget gant ar Furnez (Krennlavarioù 8:1 da 9:12) da intent en he fezh an diskuliadenn veur roet da Salomon; anv zo memes eus ar bara hag ar gwin (9:5), da lavarout eo korf ha gwad Jezuz!

Kerkent goude ez eus un arroud berr (Krennlavarioù 9:13-18) e-lec’h ma komz ar sotoni, ar c’hontrol d’ar furnez. Aes eo anavezout mouezh an diaoul ar wech-mañ.

...

3 - Abraham

« Met huchal a reas warnañ ael an Aotrou eus an neñvoù, o lavarout: Abraham! Abraham! Hag eñ da lavarout: Setu me amañ! Hag e lavaras: Arabat kas da zorn war ar paotr, nag ober dezhañ netra! Rak bremañ ec’h ouzon e toujez Doue, pa ne’c’h eus ket dinac’het da vab nemetañ ouzhin. Hag e savas Abraham e zaoulagad, hag e welas e oa ur maout a-drek, sac’het en ur vodenn dre e gerniel. Hag ez eas Abraham da dapout ar maout-se, hag e reas gantañ al loskaberzh, e-lec’h gant e vab. » (Geneliezh 22:11-13)

Anavezout a rit mat an istor. Amañ, feiz Abraham a zo bet amprouet, hag Abraham en deus trec’het war an amprouenn. E feiz a oa ken bras ma soñje ennañ e-unan e vefe Izaak dasorc'het gant Doue (lennit Hebreed 11:17-19). Komzet eo diwar Jezuz evel-just a-hed ar gwerzadoù-mañ. Edo Abraham o vont d’aberzhiñ e mab nemetañ, ar pezh a oa un diougan o profediñ aberzh Mab nemetañ Doue, a zlee c’hoarvezout meur a c’hantved goude. Moarvat n’en deus ket bet Abraham un anaoudegezh eus Jezuz heñvel ouzh hini hon eus hiziv, koulskoude e c’heller soñjal en deus bet, adal neuze, un diskuliadenn ispisial diwar an darvoudoù profedel c’hoarvezet gantañ, ha dre-se un diskuliadenn ispisial diwar-benn Mab Doue. Ha n’en deus ket Jezuz e-unan lavaret diwar Abraham traoù burzhudus? « Abraham ho tad en deus tridet gant al levenez, o soñjal e tlee gwelout va deiz; hag en deus e welet, hag eo en em laouenaet. » (Yann 8:56)

...

Studiet hon eus tri arroud eus an Testamant Kozh ma vez komzet diwar Jezuz enno, hogen e c'heller kavout un niver bras a destennoù all o komz diwar-benn Hor Salver a-hed an Testamant Kozh. Fellout a rafe deomp broudañ ac’hanoc’h da lenn anezhañ, da furchal ennañ, evit kavout an teñzorioù kuzhet, ar gwerzadoù o komz diwar Jezuz, skrivet en un amzer ma n’en deus ket c’hoazh Hemañ en em ziskouezet er bed.