Petra eo ar set dancing?

 

 

 

Ar pezh a anver « set dancing » en Iwerzhon a vod dañsoù anvet quadrilles e galleg ha pevarigoù e brezhoneg.  Hemañ zo unan eus an tri seurt dañs poblek eus Iwerzhon. En hor c'hevredigezh eus Brest e tañsomp pevarigoù dreist-holl hag un nebeud dañsoù céilí. Kavout a reot amañ da-heul un deskrivadenn brim eus an dañs-se hag elfennoù diwar-benn istor ar set dancing.

 

Petra eo ?

 

 

Dañset e vez ar pevarigoù gant strolladoù pevar c'houplad renket e stumm ur c'helc'h pa vezont el lec'h ma loc'hont dioutañ. A-wezhioù e tañser gant daou gouplad hepken ar pezh a anver « half set » pe hanter fevarigoù. Rannet eo pep dañs e meur a lodenn, etre 3 ha seizh hervez an dañs, anvet tammoù pe lunioù, hag a vez dañset war tonioù reel, jig, polka, hornpipe pe fling. Kement lodenn a ya d'he ober un heuliad fiñvoù disheñvel ha divizet en a-raok (milin, chadenn, bale, swing, ha kement zo...) a vez dañset gant an holl pe ur chouplad pe gant meur a unan war un dro. Lod anezhe a zeu en-dro meur a wezh, un tamm evel un diskan en ur ganaouenn. Ur « C'haller » (saozneg caller) a vez a-wezhioù da lavaret d'an dañserien ar fiñvoù a zo d'ober just en o raok. Er c'hanada hiziv en anver  "aboyeur" hag er Guadeloupe ar « c'homander » (commandeur). Gwechall e galleg e lared "rigaudonnier". Un nebeud skeudennoù dañs a vo splannoc'h : 

Kentañ tamm ar C'honnemara Reel set, a orin eus ar vro a zoug ar memes anv

 

 

Tamm kentañ ar West Kerry set, a orin eus Dingle, dañset e Casteltown, en ur c'héili eus kontelezeh Laois

 

 

Ar re a zañs dañsoù eus Breizh a c'hall keñveriañ ar pevarigoù ouzh ar bale koublet (deuet evit lod eus eil tamm ar c'hquadrille) pe ouzh pevarigoù Breizh a-bevar (kevatal int d'un half set pe hanter-set), pe da gavotenn an Aven, da skouer, rannet e teir lodenn (lod anezhe o tont eus ar c'hoñtredañsoù). An dañserien salsa kuban a c'hallo keñveriañ ar pevarigoù gant ar « Rueda de casino ». Kemm zo e niver an dañserien (eizh atav en Iwerzhon), en heuliad ar fiñvoù  (divizet en a-raok er set dancing) hag evel just en doare da zañsal hag er sonerezh. Da dra, diskenn a ra ar rueda de Casino, evit darn, eus ar c'hoñtredañsoù diouzh ar c'hiz en Europa au XVIIIed kantved evel pevarigoù Iwerzhon.  

Dañset e vez ar pevarigoù dindan stummoù un tamm disheñvel e kalz broioù all evel ar C'hanada, inizi an Antilhez (er Gwadeloupe da skouer), ar Stadoù-Unanet. Heulhit al liamm-mañ da welet videoioù eus an dañsoù-se 

 

Un tamm istor

 

 

Gwrizioù ar "set dancing" a c'haller heuliañ betek ijinadenn ar c'hoñtredañsoù e Breizh-Veur kerkent ha diwezh ar XVIvet kantved. Lod eus an dañsoù-se a oa degaset da Vro-C'hall. Bez e oa anezhe peurliesañ korolloù ma veze dañset un heuliad lunioù gant koubladoù renket e linennoù (longways). Dindan ar stumm-se e oant bet degaset da Vro-C'hall d'an nebeutañ. Meneget int evit ar wezh kentañ e 1684 en ur bal eus al lez e Fontainebleau. Dont a reas ar c'hoñtredañsoù saoz-se (les "anglaises") da vezañ diouzh ar c'hiz e noblañs Bro-C'hall adalek deroù an XVIIIvet kantved. Koulskoude e oa degaset kemmoù er pazioù hag en doare da zañsal gant ar C'hallaoued, d'an dañsoù-se da glotañ gwelloc'h gant o gizioù hag o spered. Ijinet e oa memes koñtredañsoù forzh pegement a veze dañset gant pevar pe eizh dañser renket e stumm ur c'harrez. Dont a reas da vezañ stumm ar c'hoñtredañsoù gall. 

 

 

Ur bern koñtredañsoù a oa krouet en XVIIIvet kantved er rouantelezh gall. Gwerzhet e vezent moullet war follennoù distag, evel ar c'hanaouennoù gwezhall, hag e levrioù. Setu amañ da-heul an notennoù da zañsal unan anezhe.

La mienne, koñtredañs eus Le répertoire des bals gant La Cuisse, 1762

E diwezh an XVIIIvet kantved e veze dañset heuliadoù nav koñtredañs anvet "pot-pourri" e renkadoù uhellañ Bro-C'hall.

 

Ar ger quadrille a veze implijet da gentañ evit komz eus strolladoù marc'hegerien a rae fiñvoù koregrafiet e-pad an arvestoù. Implijet e oa adalek an XVIIIe kantved da envel ur strollad dañserien gourdonet a-ratozh da zañsal un heuliad korolloù e doare un arvest e-doug un nozvezhiad pe ur bal. Gallout a rae bezañ tarentelloù, boleroioù, kammedoù eus Sina, ha kement zo... Pa oa ar c'hoñtredañsoù ar seurt dañs a veze implijet ar muiañ  en arvestoù-se, ar ger quadrille a yeas da envel un heuliad koñtredañsoù gant pevar c'houblad e-tro mare an Dispac'h.

 

Tamm-ha-tamm e tigreskas niver ar c'hontredañsoù a veze dañset an eil war-lerc'h egile betek pemp. Nebeut-ha-nebeut ivez e teuas urzh ar c'hontredañsoù-se da vezañ digemm. Da gentañ e teue "le Pantalon", "l'été" ha "la poule" ha goude se "la pastourelle" pe "la Trenitz", diouzh tro, ha "la finale" goude. Ganet e oa bet "Le quadrille". Dañset e veze ar c'horoll-se er baloù e diwezh an Dispac'h hag e koulz an impalaeriezh kentañ.Dont a reas buan da vezañ an dañs deus ar c'hiz en holl Europa hag e oa ijinet korolloù all war ar memes patrom.

 

                            "La poule"  

 

E kreiz an XIXvet kantved e oa un dousennad heuliadoù pevarigoù. Unan eus al levrioù brudetañ eus ar mare a oa Six set of quadrilles, embannet e 1820. Lavaret e vez ivez e oa embannet 16 anezhe e Londrez war kartennoù a c'halled derc'hel en e zorn en ur zañsal. Kozh eo ar finesa-se eta ! Koulskoude kalz pevarigeier a yeas da get gant red an amzer. En eil hanterenn ar c'hantved ne vezont ket dañset ken stank abalamour da giz an dañsoù daou-ha-daou (vals, polka, ...) hag hini ar c'hotilhon. E diwezh an XIXvet er Frañs, ne chome nemet ar c'hquadrille pe quadrille français, pevarigoù ar c'hoaferien hag ar pevarigoù amerikan (nevez ijinet e Bro-C'hall). Pevarigoù ar c'hoaferien, a oa diouzh ar c'hiz e Bro-C'hall abaoe ar bloavezhioù 1850, ma oa degaset eus Breizh-Veur, ne'z eas er-maez a c'hiz da vat nemet da vare an Eil Brezel-Bed. Kent ar brezel-se e veze dañset el Lutetia e Pariz, nozvezhioù zo, da skouer.

 

 

Ar pevarigoù en Iwerzhon

 

 

En Iwerzhon avat e oa bet dañset ar pevarigoù muioc'h-mui abaoe ma oant bet degaset er vro, kement ha ken bihan ma teujont da vezañ unan eus an dañsoù a vez korollet ar stankañ e fin an XIXvet kantved. Kavout a reer setoù disheñvel e pep kontelezh eus ar vro ha dañset e vezont gant holl renkadoù ar gevredigezh. 

 

Degouezhout a reas ar pevarigoù en Iwerzhon, e Bro-Skos hag e Bro-Saoz e deroù an XIXvet kantved. Degaset e voent moarvat gant soudarded, kannaded ha beajourien eus ar grez-se. Arabat ankounac'haat e oa diwezh brezelioù Napoleon hag e oa bet kaset soudarded a-leizh war an douar-bras d'ar mare-se. Hervez ar c'habiten Gronow ez eo e 1815 e vije bet dañset ar pevarigeier e Breizh-Veur evit ar wezh kentañ, degaset gant Lady Jersey. Dont a rejont da vezañ an dañsoù a blije ar muiañ d'ar c'houlz-se, evel e lec'h all, abalamour da liesseurted ar fiñvoù hag ar pazioù moarvat. Savet e oa zoken ur pevarigoù tonket da vezañ brudet-kenañ gant Duval, ur mestr-dañs gall o chom e Dulenn, hag anvet "The lancers quadrille". Kavout a reer bruderezh evitañ en Dublin Evening Post, kerkent ha miz Mae 1817. Dañset da gentañ gant ar sklisennoù uhelañ e teuas ar pevarigeier da vezañ diouzh ar c'hiz en holl renkadoù. 

 

 

 

 

O vezañ ma talc'hed da heuliadoù fiñvoù pe lunioù zo e veze komzet e saozneg eus "set of quadrilles", da lâret eo eus heuliad pevarigoù, ha goude se eus "set dancing". Adkavout a reer ar ger « set » implijet gant ar sonerien da gomz eus un heuliad tonioù, pe gant an dañserien step dancing, da envel un heuliad pazioù (set dance), divizet en a-raok ha digemm. Bremañ e lavarer alies set tra ken, da envel an dañsoù-se.

Dañset e veze ar pevarigoù kentañ eus deroù an XIXvet gant pazioù diaes savet gant ar vistri-dañs gall. Kerkent hag ar bloavezhioù 1830 avat e tremenas ar C'hallaoued d'ar paz baleet hag e voe dilezet ar re a veze implijet a-raok. Ar pazioù dañs kemplezh, a oa o mestroni dreist barregezh kalz dañserien, a oa dianav ouzhpenn d'an darn vrasañ eus mistri-dañs Iwerzhon pa oa degouezhet ar pevarigoù er vro. Abalamour da se, daoust ma oa dalc'het d'ar fiñvoù, ez eas ar c'hammedoù orin da goll war-bouez ar paz eeun anvet « paz baleet ». En Iwerzhon, ar vistri-dañs a gelennas ar pevarigoù war tonioù eus ar vro (reels, jigs, polkas, etc..) gant ar pazioù a glote gant ar sonerezh.

  

Hiziv an deiz, ar setoù nemeto en Iwerzhon a vez dañset gant ar paz baleet (walking step en anglais) eo pevarigoù Contae an Dúin en iwerzhoneg (County Down). Hogos ar memes fiñvoù hag memes stumm da zañsal o deus hag ar pezh zo deskrivet e kalz dornlevrioù dañs kozh eus an XIXvet kantved. Eno e vez atav graet ur stouadenn gant an dañserezed hag ur salud gant an dañserien, anezhe un heklev eus ar c'hod sevended kozh. Hogos holl ar setoù a zañser en Iwerzhon hiziv an deiz a ziskennfe eus tri heuliad pevarigoù zo chomet bev a-drugarez d'o brud :

a) Ar c'hentañ heuliad pevarigoù pe "le Quadrille (français)", a zeuas da vezañ an dañs a blije ar muiañ d'an dañserien e Pariz e deroù an XIXvet kantved.

b) Pevarigoù ar c'hoaferien pe "Lancer set"

c) Ar pevarigoù kaledonian

 

Ar setoù da-heul da skouer zo holl diskennidi eus ar c'hentañ heuliad pevarigoù : ar Plain Polka Set, ar Plain Reel Set, ar C'horofin Plain Set hag ar C'hilfenora plain set (dañset an holl anezhe e kontelezh an Clar), an Newmarket Plain Set (Kontelezh Cork), ar Valentinia Right and Left (Kontelezh Ciarrí), al Leitrim Set, an Donegal Set, hag ar Fermanagh Quadrille.

 

Kalz setoù all zo ma kaver lunioù deuet eus ar c'hentañ heuliad pevarigoù. Ar c'hentañ lun a anved ar "pantalon" dreist-holl (Pass through ha Ladies' Chain), an eil tamm, anvet "l'été" (Avance, retire and cross over), hag ar pevare, "la pastourelle" (tri dañser dirak unan all ha circle pe christmas). Gallout a reer menegiñ ar setoù da-heul : ar C'honnemara set (kontelezh Galway), an Aran set (kontelezh Galway), an Newport set hag an Derrada set (kontelezh Maigh Eo), an Dunmanway set hag ar Skibbereen set (kontelezh Cork), ar C'hashel set (kontelezh Tipperary) hag an Durrow Treshing Set (kontelezh Laois). Setu amañ daou video da geñveriañ ar pevarigoù gall evel ma veze dañset e fin an XIXvet kantved er Frañs hag ar C'hlare Plain reel set dañset en Iwerzhon hiziv an deiz. En tu all d'ar c'hiz da zañsal ha d'ar sonerezh, n'eo ket bras ar c'hemmoù etre an daou.

 

 

 

Ar pevarigoù gall, tamm kentañ : le pantalon

 

 

Kentañ tamm ar C'hlare Plain set evel ma vez dañset hiziv an deiz

 

An eil heuliad pevarigoù, anvet «  ar C'hoaferien » zo chomet bev e-barzh ur bern setoù, dreist-holl  : ar  C'hlare Lancers Set (kontelezh an Clar), ar Melleray Lancers set (kontelezh Waterford), ar Slate Quarry Lancers set (kontelezh Kilkenny), an Tipperary Lancers set (kontelezh Tipperary), hag ar Roscommon Lancers set (kontelezh Roscommon). Setu amañ daou video da geñveriañ ar pezh a veze dañset gwezhall hag ar set dañset hiziv en Iwerzhon.

 

 

 

Kentañ tamm pevarigoù ar c'hoaferien, e-giz ma veze dañset e Bro-C'hall e fin an XIXet kantvet

 

 

 

 

Tamm kentañ ar C'hlare lancers set

 

Adkavout a reer ar fiñvoù-se hogos en holl setoù goaferien en Iwerzhon  :

a. Al linennoù, pa ya war-raok ha war-gil div linenn pevar dañser

b. « Dance in the corner »

c. Ar chadenn vras

Lod all a vez kavet en darn vrasañ  : 

a. Al lead around (baleadenn) gant pevar dañser, ma tañs an daou gouplad tal-ouzh-tal ul lead around a-gevred a-raok mont da zañsal gant o amezeien e strolladoù pevar.

b. Lead around ar gavailhourien a ro an dorn an eil d'egile er c'hreiz ha christmas gant an eizh dañser goude se.

 

Er Roscommon Lancers set ez eus nav zamm ma adkaver an darn vrasañ eus ar fiñvoù-se. Marteze e oa savet o kemmeskañ an daou set zo bet anv anezho a-raok.

 

Bevañ a ra c'hoazh an trede set e kontelezh an Dúin  hag e hini an Clar. Ne dennont ket kalz an eil d'egile da welet koulskoude. Lavaret e vez e oa degaset ar C'hlare Caledonian set gant labourerien eus Bro-Skos e diwezh an XIXvet kantved e bro Miltown Malbay. Testoù eus kontelezh an Clar meneget gant Larry Lynch a zanevell e tegouezhas en o farrez er bloavezhioù 20, degaset gant tud o doa desket anezhañ en Ennis.  

 

E fin an XIXvet kanted, ar set dancing zo un dañs anavezet gant an holl. Pep bro en deus e set  hag a wezhioù ne anavezer nemet hemañ, dañsoù daoù-ha-daou evel ar valsenn, step dancing ha dansoù céilí. Un test a zanevell bezañ dañset 13 gwezh ar memes set en un nozvezhiad ! Dañset e veze ar setoù er c'hroazhentoù alies hag en tier, d'ar sul hag a-wezhioù ur wezh pe ziv e-pad ar sizhun. A-wezhioù e veze distaliet dorojoù ar c'hreier da zañsal warne. Lod eus an tier, tud atapiet gant an dañs o chom enne moarvat, a veze brudet evel lec'hioù ma c'halled dañsal ingal. Kalz anvioù tonioù da zañsal (evel Mind the dresser, "Diwall d'ar ganastell") pe fiñvoù eus an dañs (evel Face the hobb, "A-dal da gael ar siminal") a zalc'h soñj eus ar mare-se.

 

Evel e Breizh e tañsed ivez er c'hroashentoù, war an hent.

 

Dansoù en ur C'hroashent war-dro 1891  e kontelezh Galway

 

 

 

Berzh ha diverzh ar set dancing

 

 

Evel e lec'h all, ar seurt diduamant, ma en em gave ar re yaouank hep den d'o eveshaat, a veze gwelet fall gant ar veleien.

Conradh na gaeilge, "the Gaelic League", savet e deroù ar bloavezhioù 1890, a vode ar c'hevredigezhioù sevenadurel broadelour eus Iwerzhon hag en o zouez ar c'hevredigezhioù dañs. Divizout a reas difenn ouzh hec'h izili da gemer perzh e sportoù a orin eus an estrenvro pe da arvestiñ oute, da lâret eo, en gwirionez, da boikotiñ ar re a oa a orin eus Breizh-Veur. Dañsal ar pevarigeier, a veze sellet oute evel dañsoù estren deuet eus an diavaez, a oa difennet eta er c'héilíthe aozet gant ar c'hevredigezhioù ezel eus an emsav sevenadurel, anvet « fíor céilíthe » (da lavaret eo « gwir géilíoù »). Koulskoude pa sellet ouzh roll an dañsoù a oa er c'hentañ céilí, aozet e Londrez gant ur skourr eus ar Celtic League er Bloomsbury Hall e 1897 a-raok ar berzh, ne gaver hogos 'met pevarigeier ha valsennoù ! E-lec'h ar pevarigeier e oa erbedet dañsoù céilí a vije bet dañsoù iwerzhonat "glan".

Faktorioù disheñvel a laka ar set dancing da zigreskiñ adalek deroù an XXvet kantved. Ar brezel sivil hag an emrenerezh ne reont met kreñvaat dilez ar set dancing ha berzh nevez an dañsoù céilí. Er bloavezhioù tregont e oa roet yalc'hadoù da nevesaat an tier. Adalek neuze e tañser nebeutoc'h c'hoazh enne gant aon rak labezañ al leur. D'ar memes koulz e tigoras ar c'humunioù salioù kumun (ar "city halls") a laka ar gumun pe ar barrez da c'hounit arc'hant.

Dañsal a reer ar setoù pa vez gouelioù hepken. Pa zistro un divroad d'ar gêr, pa vez un eured pe pa'z a unan bennak en harlu da gavout labour. 

  

Nevezadur ar set dancing

 

Bet zo bet un nevezadur eus ar set dancing abaoe diwezh ar bloavezhioù 70. Connie Ryan a grogas da reiñ kentelioù set dancing e Churchtown e 1978, evel ma skriv Michael Tubridy e c'hwec'hvet rannbennad ar vuhezkrid en deus skrivet : Connie Ryan, The Mighty Set Dancing Master. Connie Ryan zo anavezet gant an holl evel unan eus an dud pennañ e nevezadur ar set dancing en Iwerzhon hag en diavaez bro.

 

Kenstrivadegoù skourr ar Gaelic Athletic Association (G.A.A.) anvet Scór, e 1971, ha kenstrivadegoù Comhaltas Ceoltoiri Eireann e 1978 (L. Lynch 1989, p 3) a zegasas un interest nevez evit ar set dancing. Diskouezet e oa set dancing er skinwel. Degas a reas ar c'henstrivadegoù ur c'hemm en dañs-se ivez. Evit gallout gounit ar c'henstrivadegoù, an dañserien a cheñchas alies o doare da zañsal hag alies ivez e oa cheñchet ar fiñvoù pe sonerezh o set. Lod eus an dañserien avat a nac'has kemer perzh er c'henstrivadegoù kentoc'h evit rankout cheñch o doare da zañsal (Lynch 1989, p 127).

 

Ar C'hlare Plain set da skouer a veze dañset war tonioù polka dreist-holl (gant un tamm fling hag hornpipe er fin), evel ar setoù kevatal er c'hontelezhioù all ha neket war tonioù reel evel bremañ. Kemmet eo bet ivez an tammoù pe ar fiñvoù e-barzh hag e gwirionez ne dennont ket kalz d'ar pezh a vez dañset bremañ, war-bouez an daou damm kentañ hag ar pevare. Ar pempvet tamm, ar galoup, a oa gwezhall ul lun dañset war donioù flings heñvel ouzh 5vet tamm diret al Labasheeda reel set. An tamm diwezhañ a oa un hornpipe heñvel ouzh tamm diwezhañ al Labasheeda reel set. Er bloavezhioù 70 e oa lakaet home ha house around ouzhpenn e fin an holl dammoù, evel m'hen lavaras Dan Furey da Larry Lynch, da reiñ dezhe muioc'h a stumm. Ar Ballyvourney reel set, diouzh e du, a oa dañset war tonioù single reels betek ar bloavezhioù 70 e-lec'h polkaioù evel bremañ.

Ar c'hemmoù-se a lakae ar setoù da vezañ estlammusoc'h da welet pe da gaout muioc'h a virvilh e-pad ar c'henstrivadegoù hag ar stummoù nevez-se eus ar setoù kentstrivadegoù an hini eo a vez dañset bremañ er c'héilithe alies. Stabiloc'h eo chomet ar re all.

 

An elfennoù kemeret e kont evit barn an abadennoù er c'henstrivadegoù set dancing, levezonet moarvat gant re ar c'héili dancing, o deus lakaet ur stumm dibar da c'henel, resis ha estlammus da welet marteze, met gwall bell diouzh ar stumm distenn hag aes a vez gant an dañserien bal. 

 

E 1982, Joe O'Donovan  a gasas en-dro stalioù set dancing evit ar wezh kentañ er Willie Clancy Summer School, e Milltown-Mallbay, e kontelezh an Clar (Hammond 1990, p 9). An distegner pennañ e voe. Kelenn a reas e zeskarded ar setoù o doa desket pep hini en e vro. Savet e oa kentelioù set dancing e Dulenn er Brooks Academy. Kelennerien a grogas da reiñ kentelioù e Cork, Galway hag e kerioù all. Pa lavarer e oa bet un nevezadur eus ar set dancing, ne dalvez ket ne veze ket dañset ar setoù en un doare hengounel ken. C'hoarvezout a reas an "nevezadur-se" er c'hêrioù. Un nebeud dastumerien a gemeras neuze penn an hent da welet lec'hioù ma oa bet pe ma veze c'hoazh dañset setoù ha lakaat a rejont ar pezh o doa kavet da vezañ anavet gant an holl. Dañsoù a vez dastumet c'hoazh a-hend-all ha dizoloet en-dro hiziv an deiz. Abaoe un nebeut bloavezhioù zoken e kroger da zañsal re nevez stank a-walc'h evel an Antrim set, krouet en Aostralia nevez zo pe ar Merchant set savet e Dulenn, hag a ra berzh o-daou.

 

 

Skipailh ar Brooks Academy. Eus an tu kleiz d'an tu dehou : Terry Cullen, Irene Martin, Eileen O'Doherty, Jerry O'Reilly,Mary Friel, ha Terry Moylan

 

Alies e veze badezet ar setoù diwar anv an tonioù a veze sonet ar muiañ da zañsal anezhe. Kavout a raed eta e kornadoù zo ur reel set hag ur polka set pe un jig set na oant ket heñvel ouzh ar reel sets pe ar polka sets dañset en ur gontelezh all. Kalz setoù a oa advadezet d'ar mare ma oant dastumet gant anv o lec'h orin kuit da veskañ an eil re gant ar re all.

 

Penaos displegañ ne brofitas ket an dañsoù céilí eus an nevezadur-se? Hervez Joe O'Donovan ez eo abalamour ma oa "douget an dañsoù céilí da vezañ re sioul. Dañset e vezent war donioù goustadikoc'h hag ar baotred ne dremenet ket o divrec'h en-dro da zargreiz an dañserezed. Degas a ra da soñj eus ar fíor céilíthe er bloavezhioù 1930 pe 1940, ma veze atav tud a dremene da wiriañ ma tañsec'h evel ma teree ha m'en em zalc'hec'h evel ma oa dleet. Lod all a zispleg e oa dilezet tamm-ha-tamm leurenn ar c'héilí dancing gant Conradh na Gaeilge, e tigreskas niver ar c'héilithe abalamour da se hag e tigreskas neuze niver ar c'hentelioù ma veze desket an dañsoù céilí. Ul lec'h a vije bet dilezet e Dulenn, ha kemeret e vije bet gant ar set dancing.

Da-heul an interest nevez-se e oa embannet levrioù a zeskrive ar setoù hag an doare d'o dañsal. Na Piobairi Uilleann (The Uilleann Pipers Club), dindan levezon B. Breathnach, a embannas ar c'hentañ levr set dancing anvet The Piper's Set and Other Dance ha skrivet gant  Terry Moylan. Levrioù all a oa moulet diwezhatoc'h, skrivet gant  T. Moylan, W. Hammond,  Larry Lynch, Pat Murphy, hag Eilenn O'Doherty.

An nevezadur en deus lakaet da c'henel mistri dañs baleerien nevez ; menegomp da skouer Connie Ryan, Terry Moylan, Joe O'Donovan, Timmy McCarthy, Pat Murphy, Larry Lynch, Patrick O'Dea , Mick Mulkerrin, ha kement zo... En Iwerzon hag e diavaez bro, stajoù, festivalioù ha kentelioù a vez dalc'het ingal. Lod eus an dañserien a ya da gemer perzh e stajoù e pep lec'h er bed. Kavout a reer dañserien en ur bern broioù bremañ : ar Stadoù-Unanet, ar C'hanada, Aostralia ha memes e broioù hep kumuniezh vras genidik eus Iwerzhon evel Bro-Alamagn, Bro-Japan,  ha kement zo ...

 

 

Levrlennadur

 

 

 

 

Captain Gronow, The Reminiscences and Recollections of Captain Gronow - Being Anecdotes of Camp, Court, Clubs and Society - 1810-1860,READ BOOKS, 2006 

 

bevar, a veze dañset e Bro-C'hall adalek 1706,  n'en deus mann da welet gant ar c'hotillon a oa meneget evit ar wezh kentañ en Iwerzhon gant  Arthur Young a veajas eno etre 1776 ha 1779. 

Ar c'hottillon a-bevar a oa un doare brall

An eil Cotillon a oa ur c'hoñtredañs gall diouzh ar c'hiz war-dro 1723 hag a oa kar d'ar "c'hountry dances" saoz. Ar c'hottillon a oa diaraoger ar pevarigoù a oa diorroet diwar e skouer ha diskenn a ra set dancing Iwerzhon eus ar pevarigeier. Deskrivet e oa an dañs-se e 1775 gant ur mestr-dañs anvet Hänsel evel ur « menuet en quatre » pe ur « menuet en huit » a glot gant ur set pe un hanter-set.