An Antrim square Set
Savet eo bet an Antrim set e 2003 gant un iwerzhonad genidik eus kontelezh Antrim hag a oa o chom en Aostralia, Des Jackson, evit ar Sydney Irish Céilí Dancers. Fellout a rae dezhañ reiñ ton d'e gontelezh c'henidik. Ar set-se en deus graet berzh dibaoe en Iwerzhon hag e lec'h all.
Ar c'hentañ tamm kelennet gant Padraig & Roisin McEneany e Cape May e-pad dibenn-sizhun Rehoboth Beach, e 2008
Kentañ tamm
Reeloù, 144 mentad
1) Lead around/lead back gant dorn dehou ar c'havailher dreist skoaz dehou ar gavailhourez hag o terc'hel dorn dehou homañ e-doug al lead around. Treiñ a ra an dañserien hag an dañserezed etrezek o hini evit cheñch tu. Bremañ ez eo dorn kleiz ar c'havailher en em gav dreist skoaz ar gavailhourez. 16 b
2) Swing. 8 b
3) Milin ar c'havailhourezed, mont ha dont. 8 b
4) Milin ar baotred 8 b
5) House inside an topoù 8 b
6) Topoù, square bihan en position ouverte (gant paz an diamant war an hanter, mes en tu kontrol, ha house across goude) 8 b
7) Big square 16 b
a) Mont a ra an topoù etrezek ar c'hreiz, ar sides a grog tal-ouzh-tal hag a gil, Treiñ a ra an holl e-pad an eil mentad da vont etrezek o flas da-heul (2b).
b) Kilañ a ra an topoù etrezel plas o c'horner side hag ar sides a zeu war-raok etrezek plas o c'horner top (2 b). Treiñ a ra an holl e-pad an eil mentad da vont etrezek o flas da-heul (2b)
c) Mont a ra ar sides war-raok etrezek a c'hreiz, an topoù, tal-ouzh-tal e plas o c'horner side, a gil. Treiñ a ra an holl e-pad an eil mentad da vont etrezek o flas da-heul (2b)
d) Mont a ra an tops trema o flas hag ar sides, tal-ouzh-tal, a gil etrezek o hini.
e) An holl zañserien a ya en tu kontrol d'an hini o emaint o paouez mont, gant ar memes pazioù. Dañsal a ra eta ar sides evel ma rae an topoù eus a betek d, hag an topoù evel ar sides e-pad ar memes prantad
Setu amañ da-heul un dresadenn vihan hag a ziskouez fiñvoù an dañserien hag an dañserezed (Trugarez d'an Newcastle Irish dancers)
8) Swing. 8 b
9) An holl, house around 8 b
10) Ar sides a zañs ar memes tra adalek 5 betek 8
11) An holl, house around 8 b
Eil tamm
Jigoù, 136 mentad
Dañset e vez pazioù Hop jig
1) Lead around/lead back gant dorn dehou ar c'havailher dreist skoaz dehou ar gavailhourez hag o terc'hel dorn dehou homañ e-doug al lead around. Treiñ a ra an dañserien hag an dañserezed etrezek o hini evit cheñch tu. Bremañ ez eo dorn kleiz ar c'havailher en em gav dreist skoaz ar gavailhourez. 16 b
2) Swing. 8 b
3) Crossovers. Ar c'havailhourezed a dreuz ar set, skoaz dehou-skoaz dehou, hag o doude ar baotred skoaz kleiz-skoaz kleiz (4 b), treuziñ a ra ar c'havailhourezed adarre heuliet gant ar baotred met chom a reont tost da greiz ar set. 8 b
4) Tops Christmas. 8 b
5) Tops, swing en o flas 8 b
6) Big square 16 b
7) Swing. 8 b
8) Ar sides a zañs ar memes tra eus 3 da 7
9) An holl, house around 8 b
Trede tamm
Slides, 152 mentad
1) Lead around/lead back gant dorn dehou ar c'havailher dreist skoaz dehou ar gavailhourez hag o terc'hel dorn dehou homañ e-doug al lead around. Treiñ a ra an dañserien hag an dañserezed etrezek o hini evit cheñch tu. Bremañ ez eo dorn kleiz ar c'havailher en em gav dreist skoaz ar gavailhourez. 16 b
2) Swing. 8 b
3) An topoù, slide hag house across da vont d'ar plas en tu all d'ar set, hag a zañs ar memes tra da zistreiñ d'o flas 16 b
4) An holl, swing the corner. Koroll a ra ar baotred hag a r merc'hed gant ar c'havalour pe ar gavailhourez tostañ 8 b
5) An holl, swing at home. An holl a swing gant o dañser(ez) 8 b
6) Big square 16 b
7) Swing. 8 b
8) Dañsal a ra ar sides o ren ar memes pazioù eus 3 da 7
9) An holl, house around 8 b