An dañsoù céilí

 

Petra eo an dañsoù céilí?

 

 

      An dañsoù Céilí (céilí dancing e saozneg) zo unan eus an tri rummad dañsoù a vez danset en Iwerzhon.

           Dav eo lakaat kemm etre ar c'héilíoù hag an dañsoù céilí. Ar memes tra hag ar festoù-noz eo ar c'héilíoù en Iwerzhon hag ar memes istor o deus bet. Gwezhall e oa anezho bodadegoù amezeien ma c'halle pep hini dañsal korolloù disheñvel, kanañ, seniñ muzik, kontañ marvailhoù, ha kement zo .

Deuet int da vezañ nozvezhioù dañs ma vez sonerien ha kanerien gopret evit an degouezh war ul leurenn. Er c'héilíoù a vremañ e tañser « setoù », pevarigoù anezhe, hag a-wezhioù dañsoù all evel ar valsoù 'giz Iwerzhon hag an dañsoù céilí.

           Ar « c'héilí dancing » n'eo nemet anv ur rummad dañsoù eta, dezho stummoù disheñvel a-walc'h an eil diouzh ar re all. Kavout a reer enne ar memes elfennoù diazez hag er « set dancing » : sonerezh, fiñvoù, pazioù. Dañset e vezont a-goupladoù, a-linennoù pe e strolladoù. Dav eo lavaret memes tra ez eur sañset sevel kalz muioc'h an divhar hag an divrec'h evit ar « c'héilí dancing ». Gallout a reer menegiñ korolloù anavezet mat e-touez an dañsoù céilí evel : the Walls of Limerick, the Siege Of Ennis, The High Caul

Cap, Haymaker's Jig, ha kement zo ... Degaset e vije bet an dañsoù-tro gant an Normaned en XIIved kantved.

          Kalz eus an dañsoù céilí-se n'int ket dañsoù hengounel koulskoude. Savet int bet n'eus ket pell zo, gant ar youl fraezh alies da gemer lec'h ar pevarigoù dañset en Iwerzhon. Sellet e veze ouzh ar re-mañ diwezhañ evel dañsoù estren gant ul lodenn vras eus an emsav sevenadurel broadelour iwerzhonat, abalamour ma oant bet degaset eus an douar-bras e lec'h ma oant bet diouzh ar c'hiz e penn kentañ an XIXved kantved.

 

          Ar « Gaelic League », bet savet e deroù ar bloavezhioù 1890 a vode ar c'hevredigezhioù sevenadur iwerzhonat hag en o zouez ar c'hevredigezhioù koroll. Divizout a reas e vefe rediet hec'h izili da chom hep kemer perzh pe hep arvestiñ ouzh abadennoù sport a orin estren, da lâret eo a orin saoz. Ur stumm boycott e oa. Adalek neuze ne oa ket bet a bevarigoù ken er c'hélioù aozet gant ar c'hevredigezhioù a oa er « Celtic League », hag a vez anvet abaoe « fior céilíthe* » da lâret eo « céilíoù gwirion ».

          Un tamm chati a voe gant ar C'hevre Gouezelek evit kavout dañsoù a-walc'h evit lakaat tro e treid an dañserien e-lec'h ar pevarigoù. Pevarigoù ha valsoù hepken a yae d'ober roll dañsoù ar c'héilí kentañ aozet gant ur rann eus ar « Celtic League », e Londrez er Bloomsbury Hall e 1897, a raok an difenn. E seizh gwellañ a reas ar C'hevre evit kavout dañsoù a-walc'h hag a vefe iwerzhonat rik. Embannet e oa un dastumad, ennañ un tregont koroll bennak. Ar pezh e vezer o klask gouzout eo daoust ha roet ez eus bet ur vuhez nevez da zañsoù hengounel pe daoust ha krouet int bet penn-da-benn diwar netra.

          Hervez Joe O'Donovan, ur c'helenner eus an UCC (Coláiste na hOllscoile Corcaigh  pe University college Corck), diazezet e soñj gantañ war al levr savet gant Francis Roche e 1957,  Irish Dances, Marches and Airs, e oa bet savet korolloù evel The Walls of Limerick ha The Siege Of Ennis gant gwreg Seáin Ó Cuirrín, sekredour ar c'hevre gouezeleg e Limerick.

           Ne nac'h den ebet koulskoude e oa bet dastumet un nebeud dañsoù kozh eus Iwerzhon gant izili ar C'hevre Gouezelek. Joe O'Donovan a zisklêr e oa bet diskouezhet dezhe The Sweets of May gant Nan Quinn eus ar South Armagh, da skouer, hag an High Caul Cap, a vez sellet outañ evel un dañs hengounel gant Breandan Breathnach en e levr, Dancing In Ireland.

      Ar « c'h/céilí dancing » a oa bet e barr e vrud er bloavezhioù 30-40 a zo aet war zisteraat niver an dañserien anezhañ abaoe ar bloavezhioù1960 hag en em gav un tamm bevennet bremañ er metoù ar muiañ emsaver hag e Norzh Iwerzhon, ar pezh n'eo ket souezh pa soñjer en darvoudoù politikel. Un tamm

bec'h a veze c'hoazh un nebeud bloavezhioù zo etre an dañserien eus an daou seurt koroll-se. Er bloavezhioù 80, e oa bet miret ouzh Terry Moylan hag ouzh un nebeud mignoned dezhañ a zañsal ur pevarigoù en un emvod eus Comhaltas Ceoltóirí Éireann.

      Goulennet e oa bet gantañ ivez ur wezh all e Norzh Iwerzhon hag eñ e oa da vat eus rann ar sonerien a-du gant ar stourm broadel !!

      Forzh peseurt orin o dije bet ez eo deut an dañsoù-se da vezañ dañsoù iwerzhonat dre youl kalz Iwerzhoniz hag e tegasont dimp kalz plijadur e-pad hon nozvezhioù koroll. Ar pep pouezusañ eo.

 * ur « fior céilí » (ur c'héilí gwirion), « fior céilíthe » (céilíoù gwirion)