Levr-heñchañ an danser
Geriaoueg vihan dañsoù Iwerzhon
Céilí : anv ar festoù-noz en Iwerzhon. Distaget e vez ['kyèlyi]. Kemmet o deus ar c'héilíthe un tamm evel ar festoù-noz amañ. Gwezhall e oa ur fest ma kaned, ma soned, ma tañsed, ha ma veze kontet marvailhoù. An holl a c'halle kas an traoù en-dro. Hiziv ez int deut da vezañ abadennoù dañs gant sonerien war ul leurenn disparti diouzh an dañserien.
Set dancing : Anv ar pevarigoù eo. Ar c'horoll hengounel poblek eo en Iwerzhon. Gwelet an deskrivadenn amañ.
Céilí dancing : ar c'horolloù a-linennoù, a-goubladoù pe e kelc'hioù. Kavout a reer en o zouez dañsoù krouet e deroù ar c'hantved ha dañsoù hengounel. Levezonet-kenañ eo bet giz an dañs-se gant an dañs klasel. Gwelet amañ.
Step dancing, brudet-holl gant River dance pe Lord of the Dance. Gwelet amañ.
Sean nos : ar step "'giz kozh" an hini eo. Sean a dalvez hen e brezhoneg evel en Henbont, ha "nos", a glot marteze gant ar brezhoneg neuz, a dalvez ar c'hiz, an doare d'ober. Kalz frankiz o deus an dañserien evit ijinañ war ar prim ha lakaat o giz da zañsal war wel. Implijet e vez ivez an anv-se evit ur seurt kan hengounel. Gwelet ar pennad aman.
Setu amañ da heul an elfennoù pennañ a zeu en-dro e pevarigoù Iwerzhon :
Set : ur pevarig, en deroù emañ ar pevar c'houblad e kelc'h, unan e pep roud avel pennañ : ar First tops, pe top kentañ, troet o c'hein ouzh ar sonerien , ar second tops, a-dal d'ar first tops, ar first sides a-gleiz d'ar first top, peurliesañ, ar second sides a-dal d'ar c'hentañ side.
Avance and retire : a-dal da greiz ar set ez a ar c'houblad a zañs war-raok ha war-gil diouzh lusk ar sonerezh. Arabat meskañ ar fiñv-se gant ar « slide ».
Body, ur fiñv a zeu en-dro ingal etre fiñvoù all en un tamm set. Implijet e vez ar memes anv evit fiñvoù disheñvel. Hemañ eo an hini stankañ : mont a ra ar c'houbladoù war-raok ha war-gil e daou ventad ha goude e troont e daou ventad all da dizhout lec'h orin ar c'houplad a oa a-zehou dezhe. Dañsal a reont ar memes tra dre deir gwezh da zistreiñ d'o flas orin. Graet e vez ivez quarterhouse eus ar fiñv-se da lakaat kemm gant ar bodyoù all.
Christmas : swing gant meur a zañser hag a zañserezed (gant 2 pe 4 c'houblad peurliesañ). Dañsal a reer e kelc'h gant ar vrec'h kleiz o tremen dreist hini an dañser(ez) a-gleiz hag ar vrec'h dehou dindan hini an dañser(ez) a-zehou. Emañ an dornioù war dargreiz an dañserien all.
Circle : kelc'h, kemer a ra an holl dorn an eil egile ha mont a ra an dañserien war-raok ha war-gil div wezh.
Home : dañsal a ra ar c'houblad en e lec'h o treiñ evel bizied un orolaj diouzh lusk ar sonerezh.
House across : hanter house around a dalvez d'ur c'houblad da gemer lec'h ar c'houblad a oa a-dal dezhañ e deroù ar fiñv.
House around : Treiñ a ra ar c'houblad warnañ e-unan evel bizied un orolaj ha dilec'hiañ a ra o treiñ war an tu all en-dro d'ar set. Tremen a ra dre lec'h orin an hol goubladoù (pe dirak) ha dont en-dro d'e lec'h orin goude eizh mentad.
House at home : anv all an home.
House inside : House dañset gant ur c'houblad pe zaou e-kreiz ar set. Gallout a ra eta bezañ kevatal da « Show the lady ».
Ladies chain : chadenn ar merc'hed. Meur a zoare zo da zañsal ar fiñv-se. Peurliesañ, an div gavaliourez a-dal an eil d'eben a gemer dorn dehoù eben er c'hreiz en ur dreuziñ ar set evit mont da dreiñ en-dro d'an dañser zo en tu all ha goude e tistroont d'o flas.
Lead around : pourmenadenn daou-ha-daou en-dro d'ar pevarig ha distro d'al lec'h orin. Peurliesañ e vez kroaziet daouarn an dañserien ha re o dañserez.
Quarterhouse : un anv all eus ar body.
Show the lady : house around dañset gant ur choublad e-kreiz ar set, dirak an dañserien all.
Round the house : anv all an « house around ».
Sides gwelet ar pennad "set".
Slide : tal-ouzh-tal e rikl ar c'houblad daou gammed etrezek ar c'hreiz, eno e ra tri c'hammed er memes lec'h, distreiñ gant daou gammed ha dañsal en e lec'h tri c'hammed all. Kammedoù oueskoc'h a vez gant an treid, anat deoc'h. Arabad meskañ gant « avance and retire »
Swing : ar pezh a anver ur "pivot" e dañsoù Breizh, e galleg. Treiñ a reer evel ur gornigell, harp war an troad dehou. Kalz a zoareoù zo da zañsal an dra-se ivez. An doare da zerc'hel daouarn an eil egile an hini a cheñch dreist-holl.
Tops sellet ouzh ar pennad "set".
Turn the lady : "troit an dañserez", peurliesañ e vez implijet e diwezh al lead around kent ar fiñv a zeu da-heul. Sevel a reer an daouarn d'al laez hag e tro an dañserezh evel bizied un orolaj.
Wheel : milin gant an dorn kleiz pe an hini dehou.