Timmy McCarthy

 

Goude bezañ aet da vevañ da Vro-Saoz e-pad ur pennad, alese e lesanv "Timmy the Brit", Timmy McCarthy a oa distroet en Iwerzhon, er bloavezhioù tri-ugent.  E Ballyvourney e annezas, e-kichen bevenn Bro Sliabh Luachra. Timmy McCarthy a zaremprede gant aket ur c'hlub folk renet gant Jimmy Crowley. Pa baouezas hemañ e lezas un toull en e vuhez hag e tivizas sevel e glub folk dezhañ e-unan e Cork. Mont a reas en-dro e-doug 15 vloaz. Krouet e voe ur rouedad kluboù da reiñ o zu d'ar sonerien da veajiñ hag en em gavout an eil re gant ar re all, ha goude-se ur festival a-benn lakaat Cork hag e sonerien hengounel da vezañ anavezet gwelloc'h. Degas a rae sonerien ha dañserien ar Sliabh Luachra er festival, er c'héilithe : "Degas a raemp holl ar gêriadenn da ziskouez o dañsoù er c'héilí hag e tañsent ar Sliabh Luachra set. (...) Hañval e oa ouzh ur bagad marc'hegerien o redek d'an argad"(1). Kustum e oa Timmy da vont da nozvezhiadoù e ti vMolly Darcy, e Killarney. Danevell a ra : "Dont a rae Skarted (2) eno. Dont a raent gant o bragoù met peseurt mod e raent da vont kuit gante war o giz, an dra-se zo ur gevrin, rak diouzh ar c'hiz ma luske o divesker e oa dleet d'ar gwriziadennoù bezañ torret. Kreñvaet e tleent bezañ bet gant o mamm." (1). 

Divizout a reas buan kelenn ar pevarigoù en doa desket o taremprediñ tud Bro Sliabh Luachra, Dan Connel eus Knocknagree ha Paddie Nelligan eus Knocknagoshel peurgetket. Hemañ ziwezhañ, dezhañ 80 vloaz, a roas dezhañ Hurry the jug, un dañs en doa gwelet e dad o tañsal pa oa bugel ha na oa ket bet dañset abaoe ar bloavezhioù 1920. 17 vloaz a lakas o klask deskiñ anezhañ rak Paddie Nelligan a zeue a-benn da dresañ ar fiñvoù met pas da zisplegañ anezhe. Evit diskouez anezhe dezhañ e tañse war ar wenojenn gant e ziv vazh.

 

Evel ma ne felle ket da dTimmy McCarthy implijout kasedigoù evit e gentelioù dañs e krogas da c'houlenn sikour digant sonerien ar c'hornad da seniñ en e gentelioù met dismantret e veze o spered gant an ehanoù a oa ret da gelenn. Stagañ a reas neuze da seniñ an akordeoñs evit kas e gentelioù en-dro (1).

 

(1) Paris set, décembre 2003

(2) Annezidi eus Scartaglen, ur gêriadenn eus ar Sliabh luachra.

 

 

 

 

 

 

 

Après avoir émigré en Angleterre pendant une période, d'où son surnom de "Timmy the Brit", Timmy McCarthy revint en Irlande, dans les années soixantes.  Il s'installa à Ballyvourney, au bord de la région de Sliabh Luachra. Timmy McCarthy fréquentait avec assiduité un club folk tenu par Jimmy Crowley. Lorsque celui-ci arrêta, cela créa un vide dans sa vie et il décida de monter son propre club folk à Cork. Cela fonctionna pendant 15 ans. Il créèrent un réseau de clubs pour que leurs musiciens puissent voyager et se rencontrer puis un festival pour que Cork et ses musiciens traditionnels aient une vitrine pour l'extérieur. Il amenait les musiciens et les danseurs de Sliabh Luachra au festival, dans les céilithe : "On  amenait tout le village pour faire des démonstrations au céilí et ils dansaient le Sliabh Luachra. (...) on aurait dit une charge de cavalerie"(1). Timmy a l'habitude d'aller à des soirées chez Molly Darcy, à Killarney. Il raconte : "Des scarts (2) y venaient.  Ils venaient en pantalon mais comment ils faisaient pour repartir avec, cela reste un mystère, car à la façon dont leurs jambes bougeaient, les coutures auraient dû céder. Leurs mères avaient du les renforcer." (1). 

Il décide bientôt d'enseigner les sets qu'il a appris au contact des gens de la région de Sliabh Luachra, en particulier de Dan Connel's de Knocknagree et de Paddie Nelligan de Knocknagoshel. Ce dernier, agé de 80 ans, lui transmet Hurry the jug, une danse qu'il a vu son père danser lorsqu'il était enfant et qui n'avait pas été pratiquée depuis les années 1920. Il met 17 ans à l'apprendre car Paddie Nelligan arrive à dessiner les mouvement mais pas à les expliquer. Pour lui montrer, il dansait sur le chemin avec ses deux cannes.

 

Comme Timmy McCarthy ne voulait pas utiliser de cassettes pour ses cours de danse, il commença par faire appel aux musiciens du coin pour accompagner ses leçons mais les interruptions nécessaires à l'enseignement les agaçaient. Il se met alors à l'accordéon pour les animer lui-même (1).

 

(1) Paris set, décembre 2003

(2) Des habitants de Scartaglen, un village du Sliabh luachra.