Rekipe ar skonoù
Rekipe ar skonoù
Anvet e vezont bonnóga en iwerzhoneg.
Danvez
225 gr bleud
½ pakad goell
ur c’hriñsenn holen munut
30 gr sukr
40 gr amann blot
150 ml laezh + ur melen vi
melen vi evit induañ ar gwastilli
Tommañ ar forn war 6, war-dro 10 munut
Meskañ bleud, holen goell ha sukr (gallout a raer lakaat rezin ouzhpenn), lakaat an amann a dammoù bihan goude ha war-lerc’h an amann mesket gant ar melen vi. Mar bez ret, lakaat un tamm bleud ouzhpenn (mard eo re vlot an toaz) a-raok ledan an toaz kuit na bego.
Lakaat tammoù toaz ront, dezhe war-dro 6 cm, war ur blakenn amannennet, induiñ anezho gant melen vi, lakaat er forn e-pad 15 mn pe war-dro. Ret eo dezhe sevel ha bezañ skañv a-walc’h. Lipet e vezont tomm pe klouar, troc’het e daou gant ur glorenn amann pe kaotigell.