Brezhoneg hag Iwerzhoneg

 

 

 

Ur yezh keltiek eo an iwerzhoneg, evel ar brezhoneg. Emañ an iwerzhoneg e skourr gouezelek ar yezhoù keltiek. Tost-kenañ ez eo da yezhoù all ar skourr-se : gouezeleg Bro-Skos ha manaveg.

   Emañ ar brezhoneg e skourr predenek ar yezhoù keltiek, gant ar c'hembraeg hag ar c'herneveureg, a vez komzet e Kernev-veur. Heñvel eo oute evit a sell meur a dra.

 

Ar broioù gant yezhoù keltiek

 

 

   Ne hall ket un iwerzhoneger pe ur brezhoneger kompren an eil yezh war-eeun peurliesañ war-bouez un nebeud gerioù. Koulskoude ez eus ur bern gerioù boutin d'an div yezh ha tost a-walc'h eo o stummoù alies. Traoù heñvel a gaver e yezhadur an div yezh ivez hag abalamour d'an dra-se e vo kalz aesoc'h d'ur brezhoneger deskiñ iwerzhoneg evit d'ur galleger. Da skouer e kaver ar memes reizhad kemmadurioù er c'hensonennoù, e deroù ar gerioù, en div yezh war-bouez nebeut.

   Setu amañ un nebeud skouerioù eus gerioù damheñvel pe dost. E brezhoneg e vo ar ger kentañ hag an eil a vo meneget a vo ur ger iwerzhoneg. Kavout a reer :

 

gerioù keltiek : 

- blaz/ blas (goust)

- lavaret/ labhairt. Ar ger brezhonek en deus talvezet kement ha « kaozeal » ivez betek an XVIIed kantved evel ar ger iwerzhonek.

- marv/marú. Talvezout a ra ar ger iwerhonek kement ha « lazhañ ».

Gerioù a orin latin :

- koumoul/ scamal

- manac'h/manach

 

gerioù a orin romanek :

- dañs/damhsa

Kuzhet e vez kerentiezh ar gerioù brezhonek hag iwerzhoneg gant kemmoù reoliek a zo degouezhet e soniadoù zo :

- Ar « P » brezhonek a zo deuet da vezañ « C » (prononcé "k") evel e « penaos/conais » ha « penn/ceann » a dalvez ar memes tra.

- Ar Gw e brezhoneg a glot alies gant an  F en iwerzhonek e deroù ar gerioù, evel er gerioù gwirionez/Firinne abalamour ma teuont o-daou eus un « u » kozh e deroù ar ger. Lakaet ez eus bet ur g dirak e brezhoneg hag aet eo da « f » en iwerzhoneg. Gallout a reer menegiñ ivez foghlaim (deskiñ) hag ar brezhoneg "goulenn".

   Evit gouzout hiroc'h, kit da welet levrioù diazez evel al Lexique étimologique de l'irlandais ancien, an Dictionnaires des gloses du vieux breton gant ar c'helenner Fleuriot pe ar Glossaire moyen-breton gant Emile Ernault.