ar step dancing

 

 

 

An dañs eus Iwerzhon zo anavet ar gwellañ eo ar step dancing moarvat. Brudet eo bet gant an arvestoù dañs iwerhonat ha re strolladoù Lord of the dance ha River dance, renet gant Mickael Flatley, peurgetket. Step dance zo ur ger a dalvez dre vras evit komz eus an dañs arvest a ya d'e ober, en Iwerzhon, doareoù da zañsal disheñvel a-walc'h an eil re diouzh ar re all. Emañ an "old style", an new style, hag e-barzh hemañ e lakaer kemm etre al "light shoes" hag an "heavy shoes". Arabat e vefe ankouaat ar sean nos dancing, tostoc'h eus an "old style".

an anv "step dance", implijet evit seurtoù dañs all ivez a dalvez dre vras evit dañsoù ma ya fiñvoù an treid d'ober lodenn bouezusañ an dañs. Fiñvoù ar c'horf ha re an divrec'h zo dister peotramant e vez sellet outo evel diazas.

 

Ar Sean-nós Dancing

Kavout a reer orin hengoun ar step dancing en Iwerzhon en ur stumm dañs eus ar vro zo en em ziorroet war un dro gant sonerezh hengounel Bro-Iwerzhon. Anavezet eo stumm a vremañ an hengoun-se evel ar "sean-nós dancing" ("damhsa ar an sean-nós" pe "rince sa sean-nós", dañsal 'giz kozh, e gouezeleg Iwerzhon). E-barzh gaeltacht ar C'honemara e kornôg Iwerzhon an hini eo emañ hengoun ar sean-nós dancing en e greñvañ, daoust ma kaver korollerien sean-nós e pep lec'h en Iwerzhon hag e meur a vro e lec'h ma'z eus ur gumuniezh Iwerzhoniz.

Ar Sean-nós, a dalvez ger-ha-ger 'Giz kozh' pe 'doare kozh' en iwerzhoneg, zo ur seurt step dancing 'giz kozh (old-style) dañset e solo. Perzhioù ar sean-nós dancing zo : taolioù a strak graet gant an treid, an divrec'h frank hag ar bruched distegn, pazioù dañset tost d'al leur, an doare hiniennel da zañsal, ar primaozañ er pazioù, hag ar pouez lakaet war ar c'heñver etre ar pazioù (steps) hag ar sonerezh. Ar pep brasañ eus an dañserien sean-nós a gav gwelloc'h dañsal war sonerezh graet gant ur soner hepken. Ar melodeoñs pe an akordeoñs eo ar binviji  a blij ar muiañ d'an dañserien.

Peurliesañ ne vez ket dañset sean-nós dancing evit ar c'henstrivadegoù, hag e c'haller kentoc'h en em gavout gant korollerien sean-nós er gêr, en tavarnioù, hag e-doug ar c'héilithe. Emañ ar vodadeg vrasañ a zañserien sean-nós da vare "An Oireachtas na Gaeilge", ur festival bloaziek en enor d'an iwerzhoneg (Gaeilge) zo ennañ ar c'henstrivadegoù sean-nós dancing ha sean-nós singing (kan hengounel) brudetañ.

Ar Sean-nós en deus gounezet kalz nerzh en-dro e-doug an dek vloaz tremen a-drugarez d'an dudi o deus tud a bep seurt oad a zeu da zeskiñ ar c'hammedoù er c'hentelioù hag er stajoù.

Setu amañ ul liamm etrezek ur filmig ma weler Mick Mulkerrin, dañser sean nos e giz ar C'honemara ha Patrick O'Dea, dañser step e giz Munster, o tañsal a-heligentañ.

 

Ar step dancing old-style

Ar step dancing old-style zo anvet ivez "Stumm sean-nós dancing ar Munster". Un hengoun kar d'ar sean-nós dancing eo met disheñvel dioutañ. Diwanet eo e lodenn ziwezhañ an XVIIIvet kantved hag e deroù an XIXvet kantved dindan levezon ar vistri baleerien eus ar c'hornad-se eus ar vro. Ar vistri-dañs-se o deus furmekaet ha treuzfurmet tamm-ha-tamm an dañsoù solo hag an dañsoù a-stroll war un dro . Ar vistri-dañs a-vremañ eus ar step dancing old-style zo gouest c'hoazh da lavaret penaos ez eo emdroet o fazioù dañs, war-eeun abaoe dañserien an XVIIIvet kantved.

Mistri-dañs Iwerzhon o deus kempennet et reolennet hengoun koroll Iwerzhon. Diwanet ez eus bet reolennoù diwar-benn dalc'h laez ar c'horf, an doare da zerc'hel an divrec'h ha da lakaat an treid. Kemeret e oa ar boaz adalek neuze da zañsal div wezh an hevelep paz, ur wezh o loc'hañ gant an troad kleiz hag unan all o loc'hañ gant an hini dehou. Korolliñ a ra an dañserien step old-style gant an divrec'h laosk a-hed ar c'horf (met pas en un doare reut). Dañsal a reont en un dachenn bihan a-walc'h. Lakaet e vez ar pouez war ar an trouzioù strakadennoù graet gant beg an troad.

Mistri-dañs ar c'houlz-se o deus koregrafiet ivez heuliadoù zo war tonioù resis, ar pezh en deus roet dañsoù solo anvet "set dances" e-giz ar "Blackbird", "St. Patrick's Day", ha "Job of Journey Work", a vez dañset ivez er step dancing a-vremañ. Arabat eo kemmeskañ ar "set dances"-se, evel just, gant ar "set dancing" a ra dave da heuliadoù lunioù en dañsoù a-stroll.

Da laras an dud, ar Gatoliked a enebe ouzh politikerezh ar gouarnamant saoz a leze ur bugel er-maez da c'hedal e-pad an emvodoù peotramant e-doug an oferennoù kuzh a veze dalc'het er c'hevioù-gwin hag en tavarnioù. Hemañ a zañse diouzh ul lusk ispisial, divizet en a-raok, evit reiñ da c'hoût d'ar berzhidi pa veze soudarded o tostaat.

 

Ar step dancing iwerzhonat a vremañ

Diskenn a ra ar Step dancing a vremañ eus ar step dancing old-style war-eeun. Meur a seurt step dancing disheñvel zo en Iwerzhon (o lakaat en o zouez ar sean-nos hag ar step dancing old style ), met an hini anavet ar gwellañ gant an dud eo giz ar Munster, pe ar su mar kavit gwell, a oa furmekaet gant ur bodad anvet An Coimisiún le Rincí Gaelacha, Bodad an dañs iwerzhonat, da reiñ ar pezh zo anvet ar step dancing a vremañ. Hemañ a vez gwelet alies er c'henstrivadegoù hag en arvestoù ...

Gallout a reer rannañ ar step dance solo e daou rummad diouzh ar seurt botoù a vez implijet : hard shoes pe  soft shoes.

Gant ar soft shoes e tañser war tonioù reel, slip jig, light jig pe single jig. Ar reeloù o deus bep a sinadur lusk e 4/4 (pe a-wezhioù e 2/4 pe e 2/2). Ar slip jigoù zo e 9/8. Al light jigoù hag ar single jigoù zo e 6/8, gant ur pouez disheñvel e diabarzh ar mentadoù a laka kemm etre an eil ha egile. Dañsal a reer gant an  hard shoe war tonioù hornpipe, e 2/4, treble jig, e 6/8, pe treble reel, hag ar "set dances" hengounel, a ya d'ober ur strollad 36 dañs gant pep a stepoù hag a sonerezh disheñvel. Kalz eus an heuliadoù pazioù hengounel-se o deus frazennoù sonerezh dizingal. Bout a ra ivez setoù, heuliadoù pazioù, n'int ket hengounel hag a vez dañset gant dañserien step a live uhel a-vremañ.

An dañsoù céilí implijet e-doug ar c'henstrivadegoù zo kalz muioc'h furmekaet hag a c'houlenn kalz muioc'h a strivoù hag a aked evit pezh a sell ar c'hiz da zañsal evit ar memes re a vez dañset e-doug ar c'héilíthe. Bout a ra ur roll eus 30 dañs céilí zo bet skoueriekaet hag embannet gant An Coimisiún dans Ar Rinncidhe Foirne da dalvezout da skouer eus an dañsoù iwerzhonat hengounel skoueriek ; graet e vez alies "the book", al levr, anezhañ gant an dañserien kenstrivadegoù. Er pep brasañ eus ar c'henstrivadegoù step dance ez eo ret dañsal ul lodenn vihan hepken eus unan eus an dañsoù-se, abalamour da c'hounit amzer.

Botoù ha dilhad

Ar c'hentañ menegoù eus an dañserien step a zeskriv anezhe o tañsal diarc'hen. Hiziv an deiz e vez implijet daou sort boteier e step dancing : hard shoes (boteier kalet) ha soft shoes (boteier dous). Heñvel eo an hard shoes ouzh an tap shoes, met neudenn gwer a ya d'ober beg ar votez hag he seul, e lec'h metal, ha tevoc'h int. Beg ar c'hentañ hard shoes a oa koad ha ler gant tachoù metal. Diwezhatoc'h e oa impliet rousin pe neudenn gwer da zigreskiñ pouez ar botoù ha da greñvaat an trouz a vez graet. Ar soft shoes, anvet "ghillies" ivez, a oa implijet gant an dañserien step adalek 1924. Tennañ a reont d'ar botoù barrez met hep ar beg kalet hag ar seizennoù a dalvez d'o lasañ. Hiziv an deiz e vez gwisket ghillies gant an dañserezed hepken.  E-pad ur prantad e oa bet gwisket soft shoes gant an dañserien ivez kent dilezel anezhe er bloavezhioù 1970. Bremañ e wiskont botoù lêr du anvet "reel shoes" (botoù reel), a denn da votoù jazz du gant ur seul kalet. A-drugarez d'ar soft-shoes e c'hall ar baotred lakaat o seulioù da strakal.

Un nebeud rummadoù zo, an dilhad sul e oa an dilhad a zeree er c'henstrivadegoù. Er bloavezhioù 1980 avat, an dilhad bravaet gant broderezh zo deuet da vezañ muioc'h-mui diouzh ar c'hiz. Hiziv e implijer muioc'h a dtrouigoù c'hoazh da vravaat dilhad an dañserezed, evel lasoù, skantennoù, seiz, broderies, pluñv, ha razh ... An dañserezed a vez alies gante war o skoaz ur c'hrogig zo un eilenn eus Krogig Tara, ur bravig kavet e-doug ar furchadegoù e kêrbenn gozh rouanez uhel Iwerzhon. Homañ a zalc'h ar c'habell a gouezh war o c'hein.

Pep a lifre o deus ar skolioù dañs Iwerzhon, met an dañserien hag an dañserezed, ur wezh tizhet ul live divizet gant o skol, a c'hall gwiskañ an dilhad a fell dezho pa zañsont en o-unan. Hiziv an deiz, ar pep brasañ eus ar merc'hed zo rodellet o blev pe a zoug ur berukenn er c'henstrivadegoù pe er feiseanna (feiseanna a vez distaget fèchanë). Er c'henstrivadegoù e vez gwisket al lodenn vrasañ eus ar baotred gant ur roched, ur chupenn, hag ur gravatenn gant livioù o skol, ha brageier du. Pa dizhont al liveoù uhelañ e c'hallont gwiskañ o forpantoù, o rochedoù hag o c'hravatennoù, evel ar merc'hed.

 

Framm ar c'henstrivadegoù

Ur genstrivadeg step dance aozet en un doare ofisiel zo anvet ur feis (distagañ /ˈfɛʃ/, liester feiseanna). Ar ger feis a dalvez "festival" en iwerzhoneg, hag, abalamour da ster ar ger, e tlefe bodañ ivez kenstrivadegoù musik hag artisanerezh. Féile (/ˈfeɪlə/) a vefe ur ger azasoc'h evit ur genstrivadeg dañs, mes implijet e vez an daou c'her er memes doare. Rannet eo ar c'henstrivadegoù dre oad ha dre live. Gallout a ra anv ar rummadoù cheñch hervez ar vro pe eus ur c'hornad d'egile. En Iwerzhon, ar juniored a vez renket dre rummadoù oad, eus 6 da 17 vloaz, goude o 17 vloaz e tremenont er rummad senior.

Graet e vez un oireachtas (/oʊˈrɒktəs/) eus ur c'hampionad rannvro bloaziek. Dañserien pep rummad oad a c'hall gounit ar gwir da gemer perzh e kampionad ar bed. Ar reolennoù da gaout ar gwir da vont da gampionad ar bed, anvet Oireachtas Rince na Cruinne, (ar pezh a dalvez kampionad dañs iwerzhonat ar bed) a cheñch un disterañ diouzh ar genstrivadeg pe ar vro. En Iwerzhon ez eus ur c'hampionad e pep hini eus ar pevar froviñs a gement a ro ar gwir d'al loreidi da gemer perzh e kampionad Iwerzhon. Er Stadoù-Unanet e c'hall an dañserien gounit ar gwir-se ken en un Oireachtas rannvroel ken e Kampionad Norzhamerika, a vod dañserien eus an USA, ar C'hanada ha Mec'hiko. Kampionadoù ar bed a vez dalc'het en Iwerzhon hepken, e Dulenn, er bloavezhioù paset, peotramant a-wechouigoù e Norzhiwerzhon, pe e Bro-Skos. E 2009 avat e vint dalc'het evit ar wezh kentañ en USA, e Philadelphia.