Chenchamant an hin, neubetoc’h a lieseurted en natur, enkadenn a bep seurt : war an endro, ar yec’hed, an ekonomiezh, ar sevenadur hag an demokratelezh. Ne c’heller ket kenderc’hel evel gwechall.
N’hon eus ket fichañs ken e-barzh an dilennidi a lak an dud maez an tabutoù ha maez an divizoù. Poent ’vije chom a-sav gant seurt doareoù d’ober gant dilennidi « a oar tout » ha ne selaouont den.
Echu gant an dilennidi a-vicher,
Ar strolladoù politikel oc’h en em renkañ etrezo
Kasomp an war-raok traoù
Ijinomp respontoù disheñvel
Tud war ar renk e-maez eus ar strolladoù,
Labourat a rimp evit :
Lakaat da greskiñ an niver a henchoù etre ar gumunioù
Diwall evit ar re a ’z a war marc’h-houarn
Gwelaat digemer hag ar mod d’ober war-dro ar re gozh
Kempenn tiez an departamant evit ma vije saotret neubetoc’h an aer
Labourat gant ar skolajidi, o zud hag ar re a labour er skolajoù evit bevañ gwelloc’h en o skol
Sevel ur strategiezh evit gwareziñ bord an aod
Lakaat douar da vezañ labouret gant ul labour-douar a zouj eus an natur
Paouez sevel tiez
Kreñvaat ar politikerezh sokial ha kengredus an departamant evit ar re yaouank hag ar familhoù, ar re empechet, ar re baour.
Souten ar brezhoneg
Setu pezh vo graet ganeomp :
Ur mod da soñjal :
Un doare da vezañ : chom simpl, prest da selaou, prest da dabutal, evit mat an holl
Ur mod d’ober : kas ar raktresoù betek penn, emvodoù digor, displegañ
Setu ar pezh hon eus c’hoant tizhout :
Lakaat an dud e-kreiz an tabutoù hag an divizoù
Nevesaat ar politikerezh demokratel gant sitioned e-maez ar strolladoù