Enez Patmos: ur vag Sant Yann an Doueoniour* (pe an Teologiour) hec'h añv

- * a vez graet anezhañ Saint Jean le Théologien, e galleg -

 

An aviel hervez Sant Yann

A BELEH E TEU

An Aviel hervez Sant Yann eo ar pevare hag an diweza euz ar pevar Aviel, bet skrivet moarvad diwezad a-walh, war-dro fin ar hantved kenta.

Eul lodenn anezañ a-vad a hellfe beza bet skrivet abretoh, rag, war a zeblant, eo bet savet e meur a wech.

Ar pez a zo gwir eo ez eus bet kavet e Bro-Ejipt eun tammig «papiruz» euz ar bloavez 120 pe war-dro, warnañ eur frazenn bennag euz Aviel Sant Yann.

N'eo ket mammenn an Aviel-mañ, war a greder, ar memez hini gand mammenn an tri Aviel all. An eñvoriou a gaver amañ euz Jezuz a zeu, a-dra-zur, digand Sant Yann e-unan: « An hini a oa karet gand Jezuz». Santoud a reer e-neus bet Yann hag e ziskibien prederiet hir-amzer, war gomzou ha war vurzudou Jezuz. Med, moarvad, ar pevare Aviel, evel m'eo bet deuet beteg ennom, n'eo ket bet skrivet war-eun gand Sant Yann, med gand e ziskibien.

PENAOZ EO BET SAVET

Bez' ez eus, er pevare A viel, meur a bennad hag a gaver en tri Aviel all; evel Badeziant Jezuz, ar varhadourien kaset er-mêz euz an Templ, burzud ar bara kresket, ar Gambr-lid, ha dreist-oll Pasion ha Rezureksion Jezuz.

Ha ma n'e-neus danevell e-béd war vugaleach Jezuz, evel Sant Vaze ha Sant Lukaz, e-neus, evelato, eur «rag-lavar», el leh ma tisplég deom sklêr e teu Jezuz euz Doue.

Med ar framm euz e Aviel a zo disheñvel mad gand Yann. Gwelloh e-neus kavet ober eun dibab e-touez an darvoudou a gaver e buez Jezuz: Kana, Nikodem, ar Zamaritanez, an dén seizet, ar bara kresket, gouel an Teltennou, an dén ganet dall, Lazar, ar Goan-ziweza, ha lakaad da heul an darvoudou-mañ eur gelennadurez hir o tond anezo.

Tad ar pevare Aviel a implij nebeud a heriou. Aliez e vezont ar memez re. Med gand an niver bihan a heriou-ze, e tigor deom dremweliou dreist-ordinal, beteg mond zokén e diabarz Mister Jezuz gwir Doue.

KEMENNADUREZ

Kelou Mad ar Pevare Aviel a zo en e-béz er « rag-lavar»:

Jezuz eo gwir Vab Doue, krouer ar béd. Bez' ez eo ar Vuez evid kement hini a gréd ennañ. Dén eo en em hreet, ha roet e-neus deom da anaoud Mister Doue eDad, ha digantañ on-eus bet pep tra...

A-dreuz eun nebeud burzudou dibabet gantañ, adreuz eur gelennadurez don, Jezuz, e gwirionez, en em ziskouez evel Sklêrijenn ar béd, evel an hini a zo deuet da rei ar Spered-Santel, an hini en em hra, dre e varo hag e Rezureksion, buez ar béd; ar Bara diskennet euz an Nenv hag a vag evid eur Vuez peurbaduz...

Morse ne heller lavared beza peurlennet an Aviel-ze. Kaer e vez e lenn, e kaver ennañ atao traou nevez, donderiou kuzet.

Peseurt respont a houlenn diganeom? Ar Feiz. Hag an dra-ze eo ar pez a lavar deom al lizer kenta bet skrivet gand ar memez Yann:

«An neb a gréd e Mab Doue, e-neus ennañ testeni Doue. Ha setu amañ pehini eo an testeni-ze: E-neus Doue roet deom ar Vuez peurbaduz, hag ema ar Vuez-se en e Vab. An hini e-neus ar, Mab, e-neus ar Vuez. An hini n'e-neus ket Mab Doue n'e-neus ket ar Vuez. Skrivet am-eus deoh an traou-mañ, deoh-c'hwi hag a gréd en ano Mab Doue, evid ma ouezoh mad ho-peus ar Vuez peurbaduz» (1 Yann, 5, 10-13).
 

 <<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<< << < > >> >>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>

 

Pennad I

RAKLAVAR

1 Er penn kenta edo ar Gomz (1),
hag ar Gomz a oa gand Doue,
hag ar Gomz a oa Doue.

2 Er penn kenta edo gand Doue.

3 Drezañ eo bet greet pep tra,
hag heptañ n'eus bet greet netra.

4 Kement a zo bet greet ennañ  a oa buez,
hag ar vuez a oa sklerijenn an dud.

5 Ar sklerijenn a lugern e-kreiz an deñvalijenn,
hag an deñvalijenn n'he-deus ket dalhet anezi.

6 Bez' e oe eun dén, kaset gand Doue,
Yann 'oa e ano.

7 Deuet e oa evid beza test,
Med testeni e-noa da rei d'ar sklerijenn,
evid dougenn an oll da gredi drezañ.

8 Ne oa ket hennez ar sklerijenn,
med evid rei testeni d'ar sklerijenn e teue.

9Ar Gomz a oa ar sklerijenn wirion
a bar war bep dén en eur zond er béd.

10 Er béd edo hag ar béd a zo bet greet gantañ.
Ha n'eo ket bet anavezet gand ar béd.

11 Deuet eo en e vro
hag e dud n'o-deus ket greet digemer dezañ.

12 Med, d'ar re o-deus e zigemeret,
d'ar re a gréd en e ano,
e-neus roet galloud da zond da veza bugale da Zoue.

13 Ar re-ze n'int ket ganet euz ar gwad, (2)
na diwar youl ar horv,
na diwar bolontez mab-dén,
med euz Doue eo ez int ganet.

14 Hag ar Gomz a zo en em hreet dén,
ha deuet eo da jom en on-touez,
ha ni on-eus gwelet e hloar,
an hini a zo dezañ a-berz an Tad, evel Mab unganet
 leun a hras hag a wirionez.

15 Yann a zoug testeni diwar e benn hag a lavar a vouez kreñv:

«Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn:
«An hini a zo o tond war va ler h
« a zo bremañ em-raog,
«rag em-raog e oa anezañ».

16 Ni on-eus bet oll euz e leunder,
ha gras goude gras.

17 Al Lezenn a zo bet roet dre Voizez, med ar hras hagar wirionez
a zo deuet dre Jezuz-krist.

18 Dén é-béd n'e-neus gwelet Doue biskoaz.
Ar Mab unganet, hag a zo e kalon an Tad,
Eñ, e-neus diskouezet anezañ.

AN TESTENI ROET GAND YANN

19 Setu amañ an testeni a roas Yann pa oe kaset davetañ, gand Juzevien Jeruzalem, beleien ha levited, da ober outañ ar goulenn-mañ :

— «Piou out-te?»

20 Hag e lavaras ar wirionez, n'he nahas ket hag e tisklerias :

— «N'eo ket me eo ar Hrist».

21 Neuze e houlennjont outañ:

— «Piou out? Ha bez' ez out Elias?»...

— «N'on ket», emezañ (3)

— «Ha bez' ez out neuze ar Profet?»

— «N'on ket» emezañ.

22 Neuze e lavarjont dezañ:

— «Piou out? ma kasim respont d'ar re o-deus on digaset. Petra 'lavarez ahanout da unan?»

23 — «Me, emezañ, eo ar vouez o krial en dezert: Kempennit an hent d'an Aotrou, evel ma lavaras ar profet Izaias».

24 Lod euz ar re a oa bet digaset a oa Farizianed, 25 hag a reas c'hoaz outañ ar goulenn-mañ :

— « Perag neuze e vadezez ma n'out nag ar Hrist nag Eliaz nag ar Profet?»

26 Yann a respontas dezo:

— « Me a vadez en dour, med en ho-touez ez eus unan ha n'anavezit ket, 27 an hini a zeu war va lerh ha n'on ket din da ziskoulma dezañ lasou e zandalennou ».

28 Kement-se a hoarvezas e Betania, en tu all d'ar ster Jordan, el leh m'edo Yann o vadezi.

OAN DOUE

29 En deiz warlerh Yann a welas Jezuz o tond davetañ, hag e lavaras:

— « Setu Oan Doue, an hini a zilam pehed ar béd ! (4)

30
Hemañ eo an hini am-eus lavaret diwar e benn:

« Eun dén a zeu war va lerh
« hag a dremen em-raog,
«rag em-raog e oa anezañ»,

31 ha me ne anavezen ket anezañ, med'evid ma vefe roet da Israel e anaoud eo ez on deuet da vadezi en dour».

32 Yann a zisklerias:

— « Gwelet am-eus ar Spered, evel eur goulm, o tiskenn euz an Neñv hag o chom warnañ. 33 Ha ne anavezen ket anezañ, med an hini e-noa kaset ahanon da vadezi en dour e-noa lavaret din:

— «An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ. 33 hennez eo a vadez er Spered Santel.
34 « Ya, gwelet am-eus ha testeni am-eus roet eo Eñ Mab Doue».

AN DISKIBIEN GEÑTA

35 Antronoz edo Yann adarre er memez leh gand daou euz e ziskibien. 36 O veza gwelet Jezuz o vond e-biou e lavaras :

— «Setu Oan Doue».

37 An daou ziskibl a glevas kement-se, hag a yeas da heul Jezuz. 38 Jezuz a zistroas outo hag ouz o gweled o tond d'e heul e lavaras:

— «Petra' glaskit?»

Respont a rejont dezañ:

— « Rabbi ! — da lavared eo : mestr — e peleh emaout o chom?»

39 Lavared a reas dezo:

— «Deuit ha gwelit».

Mond a rejont gantañ hag e weljont e peleh edo o chom, hag e chomjont gantañ en deiz-se. War-dro an degvéd eur e oa(5).

40 Andre, breur Simon-Pèr, a oa unan euz an daou o-doa klevet Yann-Vadezour hag a oa eet da heul Jezuz.

41 Mond a reas da genta da weled Simon e vreur hag e lavaras dezañ:

— «Kavet on-eus ar Mesiaz, da lavared eo ar Hrist. 42 Hag e kasas anezañ da gavoud Jezuz. O veza sellet outañ e lavaras Jezuz:

— «Te a zo Simon, mab da Yann, te a vo «Kefa» da ano, da lavared eo «roh».

43 Antronoz e lakeas Jezuz en e zoñj mond da Vro-Halilea. En em gavoud a ra gand Filip hag e lavar dezañ:

— «Deus d'am heul».

44 Hogen, Filip a oa euz Betsaida, kêr Andre ha Pèr. 45 Mond a ra da gavoud Natanael hag e lavar dezañ:

— « An hini a zo bet skrivet diwar e benn gand Moizez el Lezenn, ha gand ar Brofeted, e gavet on-eus: Jezuz eo, mab Jozef euz Nazared ».

— 46 Daoust hag euz Nazared e hell dond eun dra bennag a vad?» eme dezañ Natanael.

— «Deus da weled», a lavaras Filip.

47 Jezuz a zell ouz Natanael a oa o tond beteg ennañ, hag e lavaras diwar e benn:

— « Setu amañ eur gwir Israelad ha n'eus ket a widre ennañ».

— 48 « Penaoz eh anavezez-te ahanon? » a lavaras Natanael dezañ.

Jezuz a respontas:

— « A-raog, zokén, ma oes bet galvet gand Filip, p'edos dindan ar wezenn fiez, am-eus da welet».

49 Ha Natanael dezañ:

— « Rabbi, Mab Doue out, Roue Israël out ! »

50 Jezuz a lavaras dezañ « Ablamour m'am-eus lavaret dit: «da weled am-eus dindan ar wezenn fiez e kredez, kalz brasoh traou a weli. »

51 Hag e lavaras c'hoaz:

— « E gwirionez, e gwirionez, m'hel lavar deoh, gweled a reoh an Neñv digor hag an Elez o sevel hag o tiskenn a-uz da Vab Doue».

 

Pennad II

 

EURED KANA

1 D'an trede deiz e oe eun eured e Kana Bro-Halilea, ha mamm Jezuz a oa eno.

2 Pedet'oa bet Jezuz ive d'an eured hag e ziskibien gantañ.

3 War-nes mankoud edo ar gwin; mamm Jezuz a lavaras dezañ:

— «N'o-deus mui a win».

4 Jezuz a respontas dezi:

— «Petra vije etrezom maouez? N'eo ket deuet c'hoaz va eur» (6).

5 E vamm a lavaras neuze d'ar zervicherien :

— «Grit kement tra a lavaro deoh».

6 Laouerou mên a oa eno, c'hweh anezo, a zerviche d'ar Juzevien d'en em walhi hervez al lezenn, hag e pep hini ez ee daou pe dri vuzuliad. (7)

7 Jezuz a lavaras dezo:

— «Kargit al laouerou-ze a zour». Hag int-i d'o leunia rez ar bord.

8 Lavared a reas goudeze:

— «Kemerit bremañ ha kasit d'an ostiz». Kas a rejont dezañ.

9 An ostiz, p'e-noe tañvet an dour troet e gwin, hep gouzoud a beleh e teue — ar zervicherien o-doa tennet an dour a ouie mad — a halvas ar gwaz-nevez hag a lavaras dezañ:

10 — «An dud, emezañ, a lak war an daol ar gwin mad da genta, ha pa vez tommet d'ar pennou, an hini falloh. Te, er hontrol, az-peus miret ar gwin mad beteg bremañ».

11 Setu burzud kenta Jezuz, greet gantañ e Kana Bro-Halilea. Diskouez a reas e hloar hag e ziskibien a gredas ennañ.

12 Goudeze e tiskennas Jezuz da gêr Kafarnaom, gand e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, hag e chomjont eno eun nebeud deveziou.

JEZUZ HAG AN TEMPL

13 Tost edod da houel Pask ar Juzevien; Jezuz a bignas da gêr Jeruzalem.

14 E diabarz an templ e kavas ar varhadourien o werza ejenned, deñved ha koulmed, hag ive an drokerien arhant.

15 Neuze, o veza greet eur skourjez gand kerdin, e taolas anezo oll er-mêz euz an templ, deñved hag ejenned hag all; strewi 'reas moneiz an drokerien ha taoler o zaoliou d'an traoñ.

16D'ar re a oa o werza koulmed e lavaras:

— « Kasit an traou-ze kuit a-hann ; na rit ket euz ti va Zad eur stal-genwerz».

17 Soñj a zeuas d'e ziskibien euz komzou ar Skritur-Zakr:

« Tan ar gréd evid da di a zèv ahanon ».

18 Med ar Juzevien a lavaras dezañ:

— «Peseurt sin a ziskouezez deom evid ober kemend-all?»

19 Jezuz a respontas dezo:

— «Diskarit an templ-mañ, hag e tri devez e lakin anezañ en e-zav».

20 Ar Juzevien a lavaras dezañ : (8)

— « C'hweh bloaz ha daou-ugent a zo eet da zevel an templ-mañ, ha te henn adsavo e tri devez?»

21 Med Jezuz e-noa komzet euz an templ ma oa e gorv.22 Setu pa oe savet a-douez ar re varo, e ziskibien a deuas da zoñj dezo e-noa lavaret kement-se ; hag e krédjont er Skritur-Zakr hag e komzou Jezuz.

23 E-pad ma chomas e Jeruzalem evid gouel ar Pask, kalz tud a gredas ennañ, o veza gwelet ar burzudou a ree.

24 Jezuz, evelato, ne lakee ket e fiziañs enno rag anaoud a ree anezo oll.25 Ha n'e-noa ezomm euz testeni e-béd diwar-benn doareou an dén, rag gouzoud a ree e-unan petra 'zo en dén.

 

Pennad III

 

JEZUZ HA NIKODEM

1 E-touez ar Farizianed e oa eun dén anvet Nikodem, unan euz Pennou-Braz ar Juzevien.

2 Dond a reas da gavoud Jezuz, en noz, hag e lavaras dezañ:

— « Mestr, gouzoud a reom eo a-ber'z Doue ez out deuet da gelenn an dud, rag dén e-béd ne hell ober ar burzudou a rez, ma n'ema ket Doue gantañ».

3 Jezuz a lavaras dezañ :

— «E gwirionez m'hel lavar dit,
dén e-béd, ma ne vez ket ganet euz an Neh
ne hell gweled Rouantèlèz Doue ».

4 Ha Nikodem a lavaras dezañ :

— « Med penaoz e hell eun dén beza ganet pa 'z eo deuet koz?

Daoust ha mond a hell adarre e kov e vamm ha beza ganet a-nevez?

5 Jezuz a respontas :

— «E gwirionez, e gwirionez, m'hel lavar dit,
dén e-béd, ma ne vez ganet a-nevez
euz an dour hag euz ar Spered-Santel
ne hell antreal e Rouantèlèz Doue.

«6 Kement a zo bet ganet diwar an natur-dén
n'eo nemed natur-dén,
ha kement a zo bet ganet euz ar Spered
a zo spered.

7 Ne d-a ket da veza souezet m'am-eus lavaret dit :

« Red eo beza ganet euz an Neh ».

8 «An avel (9) a c'hwéz en tu ma kar,
 ha kleved a rez he mouez.
N'ouzout ket a-vad
nag euz peleh e teu
na da beleh ez a.
Evel-se ema kont
gand kement dén a zo ganet euz ar Spered».

9 Nikodem a lavaras :

— «Penaoz e hell an traou-ze c'hoarvezoud?

10 Jezuz a respontas dezañ:

— «Te 'zo mestr-kelenner en Israël ha n'ouzout ket an traou-ze?

11 «E gwirionez, e gwirionez, m'hel lavar dit:
Ni a gomz euz ar pez a ouzom;
Ni a ro testeni euz ar pez on-eus gwelet ;
med ne resevit ket on testeni.

12 « Ma ne gredit ket
pa gomzan euz traou an douar,
Penaoz e kredfeh
ma komzfen deoh euz traou an Neñv?

13 Ha koulskoude, dén n'eo savet d'an Neñv
nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv,
Mab an Dén (10).

14 « Evel m'e-noa Moizez, gwechall,
savet er vann an naer arem, en dezert (11),
evel-se ive
e ranko Mab an Dén beza savet en uhel,
15 evid m'e-no drezañ ar vuez peurbaduz
kement hini a gréd ennañ.

16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd
m'e-neus roet e Vab unganet
evid n'ez aio ket da goll
kement hini a gred ennañ,
hogen, m'e-no ar vuez peurbaduz.

17 «Rag Doue e-neus digaset e Vab er béd,
n'eo ket evid barn ar béd,
med evid ma vo salvet ar béd drezañ.

18 «An neb a gréd ennañ
n'eo ket barnet;
an neb ne gréd ket ennañ
a zo dija barnet (12)
pegwir n'e-neus ket kredet
e Mab unganet Doue.

19 «Evel-henn ema ar varnedigez:
Ar sklêrijenn a zo deuet er béd,
hag an dud o-deus kavet gwelloh
an deñvalijenn eged ar sklêrijenn,
ablamour ma oa fall o oberou.

20 Rag kement dén a ra an droug
e-neus kas ouz ar sklêrijenn:
ne 'fell ket dezañ mond er sklêrijenn
gand aon na vefe diskuliet e oberou.

21 Med an neb a vév hervez ar wirionez
a ya daved ar sklêrijenn,
evid ma vo anavezet
ez eo greet e oberou hervez Doue».

JEZUZ E BRO-JUDEA

22 Goude ez eas Jezuz gand e ziskibien da Vro-Judea. Chom a reas eno ganto hag e vadeze.

23 Yann, diouz e du, a vadeze e Ainon, nepell diouz Salim, el leh ma 'z eus kalz a zour; an dud a zeue da veza badezet. 24 Rag Yann n'oa ket bet c'hoaz taolet er prizon.

25 Hogen, tabut a zavas etre diskibien Yann hag eur Juzeo diwar-benn glanidigez. 26 Dond a rejont da gavoud Yann, ha lavared dezañ:

— «Rabbi, an hini a oa ganit en tu all d'ar Jourdan, an hini az-peus roet testeni dezañ, setu en ive o vadezi, hag ez a an oll davetañ».

27 Yann a respontas dezo :

— « Ne hell eun dén reseo netra
ma n'eo ket bet roet dezañ euz an Neñv.

28 «C'hwi hoh-unan a zo test em-eus lavaret:
 «Me n'on ket ar Hrist,
med bez' ez on an hini
a zo bet kaset en e raog».

29 « An hini e-neus ar wrég eo ar pried
ha mignon ar pried a jom aze,
a zelaou anezañ,
ha mouez ar pried a ro dezañ levenez leun-barr!
Setu aze va levenez,
ha leun-barr eo.

30 « Red eo dezañ kreski
ha din-me disterraad.

3l «An hini a zeu euz an Neh
 a zo a-uz d'an oll;
an hini a zeu euz an douar
a zo douarel
hag a gomz en eun doare douarel.

32 An hini a zo euz an Neñv
 a ro testeni euz ar pez e-neus gwelet
 hag ar pez e-neus klevet,
ha ne ro dén digemer d'e desteni.

33 «An hini a zigemer e desteni
a warant eo Doue gwirion.

34 Evid gwir
an hini a zo bel kaset gand Doue
a lavar komzou Doue;
ha Doue a ro dezañ ar Spered hep konta.

35 An Tad a gar ar Mab,
ha lakeet e-neus pep tra etre e zaouarn.

36 An hini a gréd er Mab
e-neus ar vuez peurbaduz;
med an hini ne gréd ket er Mab
ne welo ket ar vuez;
med kounnar Doue a jom warnañ».

 

Pennad IV

 

AR ZAMARITANEZ

1 Pa ouezas Jezuz o-doa ar Farizianed klevet e houneze hag e vadeze muioh a ziskibien eged Yann, — 2 e gwirionez, Jezuz ne vadeze ket, med e ziskibien —, 3 e kuiteas Bro-Judea, hag e tistroas da Vro-Halilea. 4 Hag e ranke treuzi Bro-Zamaria.

5 Digouezoud a reas en eur gêr euz Bro-Zamaria, anvet Sikar, damdost d'an douarou bet roet gand Jakob da Jozef e vab. Puñs Jakob a oa eno.

6 Eet skuiz gand an hent, ez eas Jezuz da azeza war bord ar puñs. War-dro ar c'hwehved eur e oa.

7 Dond a reas eur vaouez euz tud Bro-Zamaria da gerhad dour.

Jezuz a lavaras dezi:

— « Ro din da eva ! »

8 Rag e ziskibien a oa eet e kêr da brena peadra da zebri.

9 Ar Zamaritanez a lavaras dezañ :

— « Petra ! Te, eur Juzeo, a houlenn da eva diganin-me, eur Zamaritanez?» (13).

N'eus ket a zarempred etre ar Juzevien ha tud Bro-Zamaria.

10 Jezuz a respontas dezi :

— « Ma 'h anavezfes donezon Doue,
ha ma ouezfes piou a zo o lavared dit:
« Ro din da eva »,
Te eo a houlennfe digantañ,
hag eñ a rofe dit dour beo » (14).

11 Ar vaouez a lavaras dezañ:

— «Aotrou, n'az-peus netra evid tenna dour hag eo don ar puñs. Euz peleh eta az-pevez an dour beo-ze?

12 « Ha brasoh e vefes eged on Tad Jakob e-neus roet deom ar puñs-mañ, hag e-neus bet evet dour anezañ, eñ, e vugale hag e loened? »

13 Jezuz ar respontas dezi:

— « An neb a év euz an dour a zo amañ e-no sehed c'hoaz;

14 An neb, a-vad, a evo
euz an dour a roin dezañ
n'e-no ket sehed biken mui
hag an dour a roin dezañ
a zeuio da veza ennañ
eur stivell hag a darzo
e buez peurbaduz».

15 Ar vaouez a lavaras dezañ:

— « Aotrou, ro din euz an dour-ze da eva, ma n'am-bo mui sehed, ha ma n'am-bo ket ezomm da zond amañ da gerhad dour».

16 Jezuz a lavaras dezi:

— « Kerz da helver da bried, ha deus en-dro ».

17 Ar vaouez a respontas:

— «N'am-eus pried e-béd».

18 — « Gwir a lavarez, eme Jezuz, n'az-peus pried e-béd, rag pemp gwaz az-peus bet, hag an hini a zo ganit bremañ, n'eo ket da bried. Aze az-peus lavaret ar wirionez».

19 Ar vaouez a lavaras dezañ:

— « Aotrou, gweled a ran ez out eur profet. On Tadou o-deus adoret Doue war ar menez-mañ, 20 Ha c'hwi a lavar eo da Jeruzalem eo mond da adori».

21 Jezuz a lavaras dezi:
— «Dond a ra an eur
ha ma ne vo na war ar menez-mañ,
nag e Jeruzalem
ho-po da adori an Tad.

22 « C'hwi a ador ar pez n'anavezit ket,
ha ni ar pez a anavezom ;
rag euz ar Juzevien eo e teu ar zilvidigez.

23 « Med dond a ra an eur
— ha bremañ eo —
ma vo an dud a wir relijion
oh adori an Tad a spered hag e gwirionez.
Ar seurt tud-se eo a glask an Tad d'e adori.

24 «Spered eo Doue,
hag an dud a 'fell dezo e adori
a dle henn ober e spered hag e gwirionez».

25 Ar vaouez a lavaras dezañ :

— «Gouzoud a ran ez eus eur Mesiaz o tond, da lavared eo ar Hrist; hennez pa vo deuet a zesko deom pep tra».

26 — «Me eo, eme Jezuz, me hag a gomz ganit ».

27 Ha d'an ampoent e tigouezas e ziskibien. Souezet e oent o veza ma komze gand eur vaouez. Koulskoude, hini e-béd ne lavaras dezañ: « Petra emaout o klask? », pe: « Perag emaout o komz ganti?»

28 Ar vaouez, neuze, a lezas aze he fod dour, hag a yeas e kêr da lavared d'an dud:

29 — « Deuit da weled eun dén, hag e-neus lavaret din kement am-eus greet. Ha ne vefe ket eñ ar Hrist?»

30 Hag an dud dond er-mêz euz kêr da gavoud Jezuz.

31 E-keid-se, an diskibien a bede Jezuz:

— «Mestr, emezo, deus da zebri».

32 Med eñ a respontas:

— « Me am-eus da zebri eur bevañs ha ne anavezit ket

33 An diskibien neuze a lavaras kenetrezo:

— « Ha bet e vije unan bennag o tigas dezañ da zebri?

34 Jezuz a lavaras dezo :

— «Setu amañ va bevañs:
Ober bolontez an hini
e-neus va digaset er béd,
ha kas da benn e labour.

35« Ha ne lavarit-hu ket :
«Pevar miz c'hoaz hag e vo an eost?»
Setu e lavaran deoh:
«Savit ho taoulagad ha gwelit ar mêziou
penaoz int gwenn dija evid an eost ».

36 « An eoster a reseo e hopr
hag a zastum frouez
evid ar vuez peurbaduz,
e seurt ma 'z eo laouen
koulz an hader hag an eoster.

37 «Amañ a teu da wir ar pez a vez lavaret:
Unan a had, unan all a ra an eost.

38 «Me am-eus ho kaset, c'hwi, da eosti
ar pez n'ho-peus ket bet a labour gantañ.
Re all o-deus labouret
ha c'hwi a zeu da zastum frouez o labour».

39 Kalz a Zamaritaned euz ar gêr-se o-doa kredet ennañ, ablamour da gomzou ar vaouez a roe an testeni-mañ : diskleriet e-neus din kement am-eus greet. 40 Rag-se, eur wech erruet beteg ennañ, ar Zamaritaned-se a bedas anezañ da jom ganto. Ha chom a reas eno daou zevez. 41 Kalz stankoh e teujont neuze da gredi ennañ ablamour d'e gomzou e-unan.

42 Hag e lavarent d'ar vaouez:

— « N'eo ket mui diwar da lavarou-te e kredom, rag ni on-unan on-eus e glevet, ha gouzoud a reom eo eñ, e gwirionez, Salver ar béd».

PAREAÑS MAB AN OFISER

43 Daou zevez goude ez eas kuit Jezuz ahano evid distrei da Vro-Halilea. 44 Evid gwir, diskouezet e-noa Jezuz ne vez ket enoret eur profet en e vro e-unan.

45 Koulskoude, p'en em gavas e Bro-Halilea, e oe digemeret mad gand Galileiz eet int-i o-unan da Jeruzalem evid ar gouel, hag o-doa gwelet kement e-noa greet.

46 Jezuz a zistro eta da Gana a Vro-Halilea, el leh m'e-noa troet an dour e gwin. Eno e oa eun ofiser d'ar roue, klañv e oa e vab e Kafarnaom.47 O veza klevet e oa deuet Jezuz euz Bro-Judea da Vro-Halilea, e teuas d'e weled ha d'e bedi da ziskenn, ha da barea e vab dare da vervel.

48 Jezuz a lavaras dezañ :

— «Nemed ha gweled a rafeh sinou ha burzudou ne gredoh morse».

49 An ofiser  a lavaras dezañ :

— «Diskenn a-raog na varvo va mab».

50 Jezuz dezañ:

— « Kerz, beo eo da vab ».

Kredi a reas an dén-se er gomz e-noa lavaret Jezuz dezañ, hag ez eas en hent.

51 P'edo o tiskenn, e teuas e zervicherien en arbenn dezañ hag e lavarjont : « Beo eo da vab ». 52 Goulenn a reas outo da bed eur e oa en em gavet gwelloh. « Deh eo, emezo dezañ, d'ar zeizved eur (15), ez eo eet an derzienn dioutañ ».

53 Gweled a reas an tad eo d'an eur-ze end-eün e-noa lavaret Jezuz dezañ: « Beo eo da vab ». Kredi a reas neuze, eñ hag oll e dud.

54 Setu an eil sin a reas Jezuz goude beza distroet eu2 Bro-Judea da Vro-Halilea.


Pennad V

 

EUN DEN SEIZET PAREET E JERUZALEM (16)

1 Goudeze e oe eur gouel braz evid ar Juzevien, hag e pignas Jezuz da Jeruzalem.

2 E Jeruzalem, e-tal dor an deñved, ez eus eul lenn anvet Bedzata en hebreeg, hag he-deus pemp porched.

3 Dindanno e veze war o gourvez eun niver braz a dud klañv, tud dall, kamm, seizet [o hortoz e teufe an dour da vourbouilla, 4 rag beb an amzer e tiskenne êl an Aotrou el lenn hag a lakee an dour da vourbouilla. An hini a ziskenne da genta e-barz goude bourbouill an dour a veze pareet euz e gleñved, n'eus forz peseurt e vefe.]

5 Bez e oa eno eun dén, klañv abaoe eiz vloaz ha tregont.6 Jezuz a welas anezañ war e hourvez, hag o kleved edo er stad-se abaoe hir amzer dija, e lavaras dezañ :

— «Ha c'hoant ez-peus da barea?»

7 — «Aotrou, eme dezañ ar hlañvour, n'em-eus dén d'am zaoler el lenn kerkent ha ma vez bourbouill gand an dour; hag amzer din da vond, unan all a ziskenn en dour em-raog».

8 Jezuz a lavaras dezañ :

— «Sav, kemer da hravaz ha kerz».

9 Kerkent e oe pareet an dén. Kemer a reas e hravaz hag e kerze.

Hogen eun deiz sabat oa an deiz-se.10 Setu ma lavaras ar Juzevien d'an hini a oa bel pareet:

— « Ar zabat a zo ; n'az-peus ket droad da gas da wele ganit».

11 Med respont a reas dezo:

— « An hini e-neus va fareet eo e-neus lavaret din : «Kemer da hravaz ha kerz».

12 Goulenn a rejont outañ:

— «Piou eo an dén e-neus lavaret dit: «Kemer da hravaz ha kerz?»

13 Med an hini a oa bet pareet ne ouie ket piou e oa, rag Jezuz a oa en em dennet kuit a-douez an dud a oa war al leh.14 Diwezatoh e kavas Jezuz anezañ en Templ, hag e lavaras dezañ :

— «Setu te pareet; na beh ket mui gand aon na zigouezfe gwasoh ganit».

15 An dén a yeas da gonta d'ar Juzevien e oa Jezuz an hini e-noa e bareet. 16 Setu perag e klaske ar Juzevien heskina Jezuz en abeg m'e-noa greet an dra-ze eun devez sabat.

17 Ha Jezuz a respontas dezo:

— « Va Zad beteg bremañ a labour, ha me ive a labour ».

GALLOUD AR MAB

18 Setu perag ne glaske ar Juzevien nemed muioh c'hoaz e lakaad d'ar maro, rag n'oa ket a-walh dezañ terri lezenn ar zabat, lavared a ree ouspenn e oa Doue tad dezañ e-unan, oh en em lakaad evel-se par da Zoue.

19 Neuze e komzas Jezuz hag e lavaras dezo:

— E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh :

Ne hell ar Mab ober netra anezañ e-unan,
 med hepkén ar pez a wél an Tad oh ober.
Rag ar pez a ra an Tad,
 ar Mab her gra er memez doare.

20 Rag an Tad a gar ar Mab,
hag a ziskouez dezañ kement a ra.
Diskouez a raio dezañ oberou brasoh c'hoaz,
ma vezoh estlammet ganto.

21 «Evel ma ra an Tad d'ar re varo
sevel ha beva,
ar Mab ive a ro buez
d'ar re a 'fell dezañ.

22 «Ne varn an Tad dén e-béd;
roet e-neus d'ar Mab pep barnedigez,

23 « evid ma 'h enoro an oll ar Mab
evel ma 'h enoront an Tad.
An neb ne enor ket ar Mab
ne enor ket kennebeud an Tad
e-neus kaset anezañ.

24 «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh,
an hini a zelaou va homzou,
hag a gréd en hini e-neus kaset ahanon,
hennez e-neus ar vuez peurbaduz,
ha ne gouez ket dindan ar varnedigez,
rag tremenet eo dija
euz ar maro d'ar vuez.

25 «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh:
Dond a ra an eur, ha bremañ eo dija (17),
ma klevo ar re varo mouez Mab Doue,
hag ar re o-do klevet anezi a vevo.

26 «Evel m'e-neus an Tad
ar vuez ennañ e-unan,
evel-se e-neus greet d'ar Mab
kaoud ar vuez ennañ e-unan,
27 hag e-neus roet dezañ ar halloud da varn,
rag ma 'z eo Mab an Dén.

28 «Na vezit ket souezet:
Dond a ra an eur ma teuio da gleved e vouez,
ar re oll a zo er beziou,
ha ma teuio er-mêz,
29 ar re o-do greet ar mad
oh adsevel evid ar vuez
ar re o-do greet an droug
oh adsevel evid beza barnet.

30 «Me ne hellan ober netra ahanon va-unan;
hervez ar pez a glevan eo e varnan ;
ha just eo va barnedigez,
rag ne glaskan ket va bolontez va-unan,
med bolontez an hini e-neus kaset ahanon.

31 Ma rofen testeni d'in va-unan,
 ne vefe ket va zesteni da veza kredet.
32 « Med unan all a zo
hag a zoug testeni diwar va 'fenn,
ha gouzoud a ran
eo gwirion an testeni-ze (18).

33 « Kaset ho-peus kannaded da gavoud Yann,
ha roet e-neus testeni d'ar wirionez.
34 « Evidon-me, n'eo ket am-befe
da reseo testeni eun dén,
med evel-se eo e komzan
evid ma vefeh salvet.

35 «Yann a oa ar houlaouenn
a vez alumet,
hag a skéd,
ha plijet eo bet ganeoh kemer joa
eur pennadig
ouz e sklêrijenn.

36 « Hogen, brasoh testeni am-eus
eged hini Yann.
Hag an oberou e-neus va Zad
roet din da gas da benn,
an oberou-ze end-eün a ran
a ro testeni din,
ez eo an Tad e-neus kaset ahanon.

37 «Va Zad e-unan,
Eñ hag e-neus kaset ahanon,
e-neus roet testeni diwar va 'fenn.
Biskoaz n'ho-peus klevet e vouez
na gwelet e zremm,

38    «ha n'ema ket e Gomz o chom ennoh,
rag ma ne gredit ket
en hini a zo bet kaset gantañ.

39 « Furchal a rit ar Skrituriou,
ablamour ma soñj deoh
kavoud enno ar vuez peurbaduz,
hag int-i eo
a ro testeni diwar va 'fenn,

40 « ha ne 'fell ket deoh dond davedon
evid kaoud ar vuez peurbaduz.

41 « Ar hloar a zeu a-berz an dud
 ne resévan ket anezi.

42 «Ha neuze, hoh anaoud a ran:
N'ho-peus ket ennoh karantez Doue.

43 « Me 'zo deuet en ano va Zad,
ha ne 'fell ket deoh ober digemer din;
Ma teufe unan bennag all en e ano e-unan,
e tigemerfen anezañ.

44 «Penaoz e hellfeh kredi,
c'hwi hag a denn ho kloar an eil euz egile,
ha ne glaskit ket ar hloar
a zeu euz Doue hepkén?

45 « N'it ket da zoñjal
e tamallin me ahanoh dirag an Tad.
Ho tamaller a vo Moizez
ho-peus laket ennañ hoh esperañs.

46 « E gwirionez, m'ho-pije kredet e Moizez
e kredfeh ennon ive,
rag diwar va 'fenn e-neus skrivet.

47 « Ma ne gredit ket er pez e-neus skrivet,
penaoz e kredfeh er pez a lavaran?»


Pennad VI

 

AR BARA KRESKET

1 Neuze e treizas Jezuz evid mond en tu all da vor Galilea, pe vor Tiberiad.

2 War e lerh e teue eur bobl vraz a dud, ablamour ma welent ar burzudou a ree war ar re glañv.

3 Setu perag e pignas Jezuz war ar menez hag eh azezas eno gand e ziskibien. 4 Tost e oa ar Pask, gouel ar Juzevien (19).

5 Jezuz o veza savet e zaoulagad ha gwelet eur bobl vraz a dud o tond etrezeg ennañ, a lavaras da Filip:

— «E peleh e prenim bara evid rei dezo da zebri?»

6 Komz a ree evel-se evid e amproui, rag eñ a ouie mad petra edo o vond da ober.

7 Respont a reas Filip:

— « Daou hant dinerad bara a vefe re nebeud evid rei eun draig bennag da beb hini ».

8 Unan euz an diskibien, Andre, breur da Zimon-Pèr a lavaras da Jezuz:

9 — « Bez' ez eus amañ eur paotr hag a zo gantañ pemp baraenn heiz ha daou besk. Med petra eo an dra-ze evid kemend-all a dud? »

10 Neuze e lavaras Jezuz:

— «Grit d'an dud azeza».

Kalz a yeot a oa el leh-se. Azeza a rejont eta. War-dro pemp mil gwaz a oa anezo.

11 Jezuz a gemeras ar baraennou, a reas eur bedenn a drugarez, hag a ingalas anezo etre an dud a oa eno; gand ar pesked e reas kemend all. Rei a reas dezo kement ha m'o-doa c'hoant da gaoud.

12 P'o-doa debret an dud hervez o c'hoant, e lavaras Jezuz d'e ziskibien:

— « Dastumit an tammou a jom, ma ne 'z ay netra da goll ».
13 O dastum a rejont, ha diwar ar pemp baraenn heiz e kargjont daouzeg panerad euz an tammou chomet a zilerh a re o-doa debret.

14 Hag an dud-se, o weled ar burzud greet gantañ, a lavare :

— « Hemañ eo e gwirionez ar profet braz, an hini a dle dond er béd».

15 Hag o houzoud edond o tond d'e gemer dre nerz evid e lakaad da roue, en em dennas Jezuz e-unan-penn, war ar menez.

JEZUZ O VALE WAR AR MOR

16 Deuet an abardaez, e tiskennas e ziskibien beteg ar mor.

17 Hag int-i pignad en eur vag evid mond da Gafarnaom, en tu all d'ar mor.

Dija e oa kouezet an deñvalijenn, ha ne oa ket deuet Jezuz beteg enno. 18 An avel a c'hweze kreñv hag ar mor a oa rust (20).

19 Roeñvet o-doa war hed pemp stad (2l) war 'n ugent pe dregont, pa weljont Jezuz o kerzed war ar mor hag o tostaad ouz ar vag. Neuze 'krogas aon enno.

20 Jezuz a lavaras dezo :

— « Me eo, n'ho pet ket aon ! »

21 Felloud a reas dezo e gemer er vag, med kerkent e touaras ar vag el leh m'edont o vond.

AR BARA A VUEZ

22 Antronoz, an dud a oa chomet en tu all a welas n'oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien: ar re-mañ a oa eet kuit o-unan.

23 A-hend-all, bagou all o tond euz Tiberiad a oa digouezet e-kichenn al leh m'o-doa debret ar bara goude m'e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.

24 P'o-doa gwelet an dud n'edo mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont int-i ive er bagou evid mond da Gafarnaom, war glask euz Jezuz.

25 Hag o veza e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezañ:

— «Mestr, pe da vare out deuet amañ?»

26 Jezuz a respontas dezo :

— «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh: War glask ahanon emaoh, n'eo ket ablamour m'ho-peus gwelet sinou burzuduz, med ablamour m'ho-peus debret hervez ho c'hoant.

27 « Grit eta oberou,
n'eo ket evid ar vagadurez a ya da 'fall
med evid ar vagadurez a jom e buez peurbaduz;
an hini a ro deoh Mab an Dén,
rag Eñ e-neus an Tad hag a zo Doue
merket gand e ziell».

28 An dud a lavaras dezañ :

— «Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue?»

29 Respont a reas Jezuz dezo:

— «Setu amañ an oberenn a houlenn Doue diganeoh: Kredi en hini e-neus va kaset er béd».

30 Hag e larvarjont dezañ :

— « Med peseurt sin a rez-te deom evid ma welim ha ma kredim ennout? Peseurt oberenn a rez?

31 «On Tadou gwechall o-deus debret ar mann er goueleh, hervez ma lavar ar Skritur:

«Eur bara euz an Neñv e-neus roet dezo».

32 Med Jezuz a lavaras dezo:

— « E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh: Neo ket Moizez eo e-neus roet deoh ar bara euz an Neñv, med va Zad eo a ro deoh ar bara gwirion deuet euz an Neñv.

33 « Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an Neñv hag a ro buez d'ar béd».

34 Neuze e lavarjont dezañ:

— «Aotrou, roit deom bepréd euz ar bara-ze».

35 Ha Jezuz a lavaras dezo :

— « Me eo bara ar vuez (22) ;
An neb a zeu davedon n'e-no ket naon kén,
hag an neb a gred ennon sur,
n'e-no mui biken sehed».

36 « Med lavaret am-eus deoh:
Va gwelet ho-peus
ha koulskoude ne gredit ket.

37 « Ar re oll a ro din va Zad
a zeuio davedon, 
hag an hini a zeu davedon,
nann, ne daolin ket anezañ er-mêz.

38 «Râg diskennet on euz an Neñv,
evid ober, n'eo ket va bolontez,
med bolontez an hini e-neus kaset ahanon.

39 « Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo
ne gollfen nikun
euz ar re e-neus roet din,
med ma savfen anezo a varo da veo,
d'an deiz diweza.

40 Rag bolontez va Zad eo
m'e-nefe ar vuez peurbaduz
kement hini a wél ar Mab
hag a gréd ennañ ;
ha me a adsavo anezañ a varo da veo
d'an deiz diweza ».

41 Ar Juzevien a hrosmole diwar e benn, ablamour
m'e-noa lavaret: «me eo ar bara diskennet euz
an Neñv». Hag e lavarent:

42 « Ha n'eo ket eñ Jezuz, mab Jozef, a anavezom e dad hag e vamm? Penaoz e hell lavared: «Euz an Neñv on diskennet»?

43 Jezuz a respontas dezo:
— «Na hrosmolit ket kenetrezoh.  

44 « Dén ne hell dond davedon
nemed ha sachet e ve
gand an Tad e-neus va haset,
ha me a zavo anezañ da veo
d'an deiz diweza.

45 «Skrivet eo er brofeted:
« Oll e vezint kelennet gand Doue».
Kement hini e-neus selaouet an Tad
ha resevet e gelennadurez
a zeu davedon.

46 «N'eo ket e-nije nikun gwelet an Tad,
nemed an hini a zeu a Zoue ;
Hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.

47 « E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh :
 an hini a gred ennon
e-neus ar vuez peurbaduz.

48 «Me eo bara ar vuez».

49 « Ho Tadou o-deus bet ar mann
da zebri er goueleh
hag ez int marvet.

50«Evel-hen eo ar bara a ziskenn euz an Neñv:
an neb a zebro anezañ
 ne varvo ket.

51 «Me eo ar bara beo buezeg
diskennet euz an Neñv:
An neb a zebro euz ar bara-mañ
a vevo da viken.
Hag ar bara a roin eo
va horv roet evid buez ar béd » (23).

52 Neuze e savas tabut gand ar Juzevien etrezo hag e lavarjont :

— «Penaoz e hell hemañ rei deom e gorv da zebri?»

53 Ha Jezuz a lavaras dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh : Ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n'ho-pezo ket ar vuez ennoh.

54 « An neb a zèbr va horv hag a év va gwad e-neus ar vuez peurbaduz ha me a zavo anezañ da veo d'an deiz diweza.

55 « Rag gwir vagadur eo va horv
ha gwir evaj eo va gwad.
56 « An neb a zèbr va horv
hag a év va gwad
a jom ennon
ha me ennañ.

57 « Hag evel m'eo beo buezeg va Zad
e-neus kaset ahanon,
ha m'am-eus buez dre va Zad,
evel-se ive, an neb a zèbr ahanon,
hennez ive e-no buez drezon.

58 « Setu aze
ar bara diskennet euz an Neñv;
disheñvel diouz an hini a zébras ho Tadou ;
int-i a varvas,
med an hini a zebro euz ar bara-mañ
a vevo da viken ».

59 Setu aze ar gelennadurez roet gand Jezuz er zinagog e Kafarnaom.

60 Goude beza e glevet kalz euz e ziskibien a lavare:

— «Kaled eo ar gomz-ze da gleved, ha piou.a hell he zelaou?»

61 Jezuz, o houzoud ennañ e-unan edo e ziskibien o hrosmolad kenetrezo, a lavaras dezo:

— «Skoillet oh gand an dra-ze?

62 « Ha ma welfeh Mab an Dén o pignad
d'al leh m'edo diagent?

63 « Ar spered eo a ro buez,
ar horv ne dalv da netra.
Spered ha buez (24) eo ar homzou am-eus lavaret deoh.

64 « Bez' ez eus a-vad, en ho-touez, ha ne gredont ket ».

Rag goud a ouie Jezuz abaoe ar penn kenta
pere e oa ar re diskredig, ha piou a dlee e werza.

65 Hag e lavaras dezo c'hoaz:

— « Setu perag em-eus lavaret deoh ne hell nikun dond davedon nemed ha gand va Zad e vefe bet roet dezañ dond».

66 Diwar neuze, kalz euz e ziskibien a yeas war o hiz hag a baouezas da vond d'e heul.

67 Jezuz neuze a lavaras d'an Daouzeg:

— «Daoust ha c'hwi ive ho-peus c'hoant da vond kuit? ».

68 Simon-Pèr a respontas dezañ:

— « Aotrou, da gavoud piou ez afem? Ganit ema komzou ar vuez peurbaduz. 69 Evidom-ni a gréd, ha ni a oar ez out-te Sant Doue».

70 Jezuz a respontas dezo :

— « Daoust ha n'eo ket me am-eus ho tibabet, c'hwi, ho taouzeg? Ha koulskoude, unan ahanoh a zo eun diaoul».

71 Komz a ree euz Judaz, mab Simon Iskariot, hennez, an hini a oa o vond d'e werza, eñ, unan euz an Daouzeg!

 

Pennad VII

 

BREUDEUR JEZUZ, TUD DISTER O FEIZ

1 Goudeze e kerze Jezuz dre Vro-Halilea, c'hoant e-béd dezañ da vond da Vro-Judea, el leh e klaske ar Juzevien e lakaad d'ar maro. 2 Hogen, tostaad a ree gouel ar Juzevien, gouel an Teltennou (25).

3 E vreudeur (26) a lavaras dezañ :

— « Kerz kuit a-hann. Kee da Vro-Judea evid ma hello da ziskibien ive gweled an oberou a rez.

4 Rag ne reer ket an traou e kuz pa glasker beza anavezet ; peogwir e rez oberou ar seurt-se, en em ziskouez d'ar béd».

5 E gwirionez e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ.

6 Neuze e lavaras Jezuz dezo:

— « N'eo ket deuet va amzer c'hoaz ; evidoh-c'hwi a-vad e vez bepréd an amzer. 7 Ne hell ket ar béd ho kasaad; evidon-me a-vad kasoni e-neus ouzin, ablamour ma roan testeni ez eo fall e oberou. 8 Pignit eta d'ar gouel-se ; evidon-me, ne bignin ket, rag va amzer n'eo ket deuet c'hoaz».

9 Goude beza komzet evel-se e chomas e Bro-Halilea. 10 Med pa oa aet e vreudeur d'ar gouel en em lakeas en hent eñ ive, heb en em ziskouez ha dam dre guz.

JEZUZ E GOUEL AN DELTENNOU

11 E-pad ar gouel e klaske ar Juzevien anezañ hag e lavarent :

— «E peleh ema eta?»

12 E-touez an dud e oa kalz a dabut diwar e benn:

— «Eun dén mad eo, a lavare lod; ar hontrol eo, a lavare darn all, touella a ra an dud».

13 Koulskoude ne grede dén komz gand asurañs diwar e benn gand aon rag ar Juzevien.

14 Pa oe dija hanteret ar gouel, e pignas Jezuz d'an Templ hag eh en em lakeas da gelenn. 15 Souezet braz e oa ar Juzevien, hag e lavarent : — « Penaoz eo eñ kén desket, eñ ha n'eo ket bet war ar studi?».

16 Jezuz a respontas dezo :

«N'eo ket ahanon e teu va helennadurez,
med euz an hini e-neus kaset ahanon.

17 «Ma fell da unan bennag ober bolontez Doue
 e ouezo ma teu ar gelennadurez
euz a Zoue
pe ma komzan ahanon va unan.

18 «An hini a gomz euz e berz e-unan
a glask e hloar dezañ e-unan;
an neb a glask 
gloar an hini e-neus kaset anezañ,
hennez kepkén a zo gwirion,
ha n'eus ket a haou ennañ.

19 « Ha n'eo ket Moizez an hini
e-neus roet deoh al Lezenn?
— Ha padal, nikun ahanoh ne wir al Lezenn —
Perag e klaskit va laza? »

20 An dud a respontas :

— « E dalh eun droug-spered emaout.
Piou a glask da laza?»

21 Jezuz a gomzas adarre hag e lavaras:

— «N'am-eus greet nemed eun oberenn,
ha setu c'hwi oll souezet.

22 « Moizez e-neus roet deoh an « amdroh »,
ha c'hoaz e teu euz ar Batriarked
ha n'eo ket a-berz Moizez,
hag eh « amdrohit » da zeiz ar zabat.

23 «Neuze eta, ma hell eun dén
beza «amdrohet» eun deiz sabat
hep na ve torret Lezenn Voizez,
perag e kemerit droug ouzin
ablamour m'am-eus roet ar pare, d'eun deiz sabat,
da gorv eun dén en e-béz?

24 « Na varnit ket hervez an doareou,
barnit hervez ar justis. »

25 Tud euz Jeruzalem a lavare:
— «Daoust ha n'eo ket hemañ an hini a glaskont lakaad d'ar maro?
Setu eñ o prezeg a-wél d'an oll ha ne vez lavaret netra e-béd dezañ.

26 «Daoust hag e vije deuet ar Pennou-Braz da anaoud eo eñ ar Hrist? 27 Hemañ, koulskoude, e ouezom euz a beleh ez eo. Ha pa zeuio ar Hrist ne ouezo dén euz a beleh ez eo (27) ».

28 Neuze Jezuz hag a oa o kelenn en templ a zisklerias a vouez uhel :

— «Va anaoud a rit!

Ha gouzoud a rit euz a beleh ez on!
Ha koulskoude n'on ket deuet euz va ferz va-unan.
An hini e-neus kaset ahanon a zo gwirion,
Eñ ha na anavezit ket.

29 « Me a-vad a anavez anezañ,
rag ma teuan dioutañ,
ha m'e-neus kaset ahanon ».

30 Klask a rejont neuze kregi ennañ, med ne zeuas nikun a-benn d'henn ober, rag ma n'oa ket deuet c'hoaz e eur.

31 E-touez an dud a-vad, kalz a gredas ennañ, hag e lavarent :

— «Ar Hrist pa zeuio, hag ober a raio muioh a zinou eged m'e-neus greet hemañ?»

32 Ar Farizianed a zeuas da gleved ar pez a veze kontet a vouez izel diwar e benn gand an dud, ha neuze e kasas Priñsed ar Veleien hag ar Farizianed gwarded da gregi ennañ.

33 Jezuz a lavaras :

— « Ganeoh emaon c'hoaz evid eun nebeud amzer, hag ez an daved an hini e-neus kaset ahanon.

34 «Va hlask a reoh
ha ne gavoh ket ahanon;
rag el leh emaon-me,
c'hwi ne hellit ket dond».

35 Neuze e lavaras ar Juzevien an eil d'egile:

— «Da beleh eta ema o vond e doare ne hellfem ket e gavoud? Daoust ha mond a raio daved ar re a zo strewet e-touez ar Hresianed ha mond da gelenn ar Hresianed?

36 « Petra 'dalv ar gomz e-neus lavaret :
«Va hlask a reoh, med va havoud ne reoh ket,
hag el leh m'emaon-me,
c'hwi ne hellit ket dond?»

PROMESA AN DOUR BEO

37 D'an deiz diweza euz ar gouel — a oa ive an hini brasa—edo Jezuz en templ, hag e lavaras a vouez uhel:

«An neb e-neus sehed,
d'ezañ da zond d'am havoud,
Hag an neb a gréd ennon,
d'ezañ dond da eva.

38 «Evel ma lavar ar Skritur-Zakr:
«Euz e greiz e tarzo steriadou dour buezeg».

39 Kement-se a lavare euz ar Spered e-noa da reseo ar re a zeufe da gredi ennañ — rag n'oa ket bet roet c'hoaz ar Spered, o veza n'oa ket aet c'hoaz Jezuz en e hloar —» (28).

TABUT DIWAR-BENN AR HRIST

40 E-touez an dud o-doa selaouet e gomzou, lod a lavare :

— «E gwirionez, hemañ eo ar profet».

41 Lod all a lavare:

— «Ar Hrist eo hennez».

Re all c'hoaz a lavare:

— « Daoust hag euz Bro-Halilea e hellfe ar Hrist dond?

42 Ha hen ne lavar ket ar Skritur e vo euz lignez David hag euz Betleem, ar gêriadenn-se e oa deuet David anezi?»

43 Dizunaniez a zavas eta e-touez an dud diwar e benn.

44 Unanou c'hoaz o-doa c'hoant kregi ennañ med ne lakeas dén e zorn warnañ.45 Ar warded a zeuas eta en-dro da gavoud Priñsed ar veleien hag ar Farizianed, hag e lavaras ar re-mañ dezo:

— «Perag n'ho-peus ket e zigaset deom?»

46 Respont a reas ar warded:

— «Biskoaz dén n'e-neus komzet evel ma komz an dén-se».

47 Ar Farizianed a lavaras dezo : « Daoust hag e vefeh bet desevet c'hwi ive? 48 Daoust hag eun unan euz ar Pennou-Braz pe euz ar Farizianed e-nefe kredet ennañ? 49 N'eus netra nemed an dud-se ha ne anavezont ket al Lezenri, tud villiget anezo!»

50 Med unan euz ar Farizianed, an Nikodem-se hag a oa bet diagent o weled Jezuz, a lavaras :

51 — « Daoust hag e teufe hol Lezenn da gondaoni eun dén heb beza e glevet hag heb gouzoud petra e-neus greet? »
52 — « Petra, emezo, daoust hag eus Bro-Halilea e vefes-te ive? Klask mad hag e weli ne zav profet e-béd euz Bro-Halilea». 53 Hag ez eas peb hini d'ar gêr.

 

Pennad VIII

 

AR VAOUEZ AVOULTRÉRÉZ

1 Jezuz a oa eet d'ar Menez Olivez. 2 Kerkent ha goulou-deiz e tistroas d'an Templ. Hag o veza ma tirede an oll d'e gavoud, eh azezas evid rei e gelennadurez.

3 Ha setu ar Skribed hag ar Farizianed o tigas dirazañ eur vaouez bet tapet oh ober avoultriez ; lakaad a rejont anezi e kreiz, dirag an oll. 4 Hag e lavarjont da Jezuz:

— « Mestr, setu amañ eur vaouez bet gwelet oh ober avoultriez. 5 El Lezenn, Moizez e-neus gourhemennet deom labeza ar seurt merhed-se. Ha te, petra 'lavarez?»

6 Evel-se e komzent evid e baka, dezo da gaoud tro d'e damall goudeze. Med Jezuz, daoubleget, gand e viz a skrive war an douar. 7 O veza ma kendalhent da ober goulennou outañ e savas e gein, hag e lavaras dezo:

— «An hini ahanoh a zo dibeh, dezañ da daoler outi ar mên kenta».

8 Hag eet adarre en e zaoubleg, en em lakeas da skriva war an douar.9 Ar re all, goude beza e glevet, a denne kuit an eil goude egile, ar re gosa da genta, kén na jomas mui nemed Jezuz hag ar vaouez en he zav dirazañ.

10 O veza savet e gein, e lavaras Jezuz dezi:

— «Maouez.e peleh emaint eta? 11 Dén e-béd n'e-neus da gondaonet?»

— « Dén e-béd, Aotrou, emezi ».

— «Me kennebeud, eme Jezuz, ne gondaonin ket ahanout. Kee eta, ha diwar vremañ, na beh mui ».

JEZUZ SKLERIJENN AR BED

12 Jezuz a lavaras dezo eur wech c'hoaz:

— «Me eo sklerijenn ar béd: An hini a zeuio d'am heul ne gerzo ket en deñvalijenn, med bez' e-no sklerijenn ar Vuez».

13 War-ze e lavaras dezañ ar Farizianed:

— « Te a ro testeni dit da unan ; n'eo ket gwirion da desteni».

14 Jezuz a respontas dezo :

— «Evid din rei testeni din va-unan, 
gwirion eo va zesteni,
rag gouzoud a ran euz a beleh on deuet
ha da beleh ez an;
e-leh c'hwi, n'ouzoh ket a beleh e teuan
na da beleh ez an.

15 «C'hwi a varn hervez ar horv;
Me ne varnan dén.

16 « Pe ma teu din barn,
gwirion eo va barnedigez,
rag n'emaon ket va-unan:
ganin ema an hini e-neus kaset ahanon.

17 « Skrivet eo en ho Lezenn
eo gwirion testeni daou zen.

18 «Hogen, da rei testeni din emaon
me hag an Tad e-neus kaset ahanon».

19 Lavared a reent dezañ:

— «E peleh ema da Dad?»

Jezuz a respontas:

— «Ne anavezit na me na va Zad; Ma 'h anavezfeh ahanon
eh anavezfeh ive va Zad».

20 Ar homzou-ze a lavaras Jezuz p'edo o kelenn e porz an templ, ha ne grogas dén ennañ, rag n'oa ket digouezet c'hoaz e eur.

JEZUZ O REI DA ANAOUD E OA TOST AR HIMIAD

21 Jezuz a lavaras c'hoaz dezo:

— « O vond kuit emaon :
Va hlask a reoh,
hag e varvoh koulskoude en ho pehed;
D'al leh ez an-me,
c'hwi ne hellit ket mond».

22 Neuze e lavaras ar Juzevien:

— « Daoust hag eñ e zoñj e vefe en em laza? pegwir e lavar: «D'al leh ma 'z an, c'hwi ne hellit ket mond?»

23 Jezuz a respontas dezo :

— « C'hwi a zo euz an traoñ,
me a zo euz an neh;
c'hwi a zo euz ar béd-mañ,
ha me n'on ket euz ar béd-mañ».

24 « Setu perag am-eus lavaret deoh
e varvoh en ho pehejou ;
rag ma ne gredit ket «Ez On»
e varvoh en ho pehejou ».

25 Int-i neuze :

— «Piou out-te?»

Jezuz a respontas:

— « Ar pez ne baouezan ket
da lavared deoh abaoe ar penn kenta.

26 « Evid ar pez a zell ouzoh
em-eus kalz da lavared
ha da gondaoni.
Med gwirion eo an hini e-neus kaset ahanon;
hag ar pez am-eus klevet gantañ,
an dra-ze eo a lavaran d'ar béd».

27 Ne gomprenjont ket e-noa komzet euz e Dad.

28 Neuze e lavaras Jezuz dezo:
— «P'ho-pezo savet Mab an Dén,
Neuze e ouezoh «Ez On» (29)
ha ne ran netra ahanon va-unan;
Lavared a ran
ar pez a zo bet desket din gand va Zad.

29 « Ganin ema an hini e-neus kaset ahanon ;
N'e-neus ket va lezet va-unan,
 rag ma ran bepréd ar pez a blij dezañ».

30 E-pad ma komze evel-se e kredas kalz tud ennañ.

31 Jezuz eta a lavaras d'ar Juzevien o-doa kredet ennañ :

— «Ma talhit d'am Homz,
ez oh, e gwirionez, va diskibien,
32 « hag eh anavezoh ar wirionez.
Hag ar wirionez a roio deoh ar 'frankiz».

33 Respont a rejont dezañ:

— «Ni a zo lignez Abraham, ha n'om bet biskoaz sklavour da zen; penaoz eta e héllez lavared e teuim da veza tud libr?»

34 Jezuz a respontas dezo :

— «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh:
 an neb en em ro d'ar pehed
a zo sklavour d'ar pehed.

35 « Ar sklavour ne vez ket dalhmad o chom en ti.
Ar mab, eñ, a zo o chom eno atao.

36 «Neuze m' e-neus ar Mab ho frankizet
e vezoh e gwirionez tud libr.

37 « Gouzoud a ran ez oh lignez Abraham,
med c'hwi a glask va lakaad d'ar maro,
rag ma ne antre ket va Homz ennoh.

38 « Me a lavar ar pez am-eus gwelet gand va Zad,
ha c'hwi a ra ar pez ho-peus klevet a-berz ho tad».

39 Respont a rejont dezañ:

— «Abraham eo on tad».

Ha Jezuz dezo:

— «Ma 'z oh bugale da Abraham,
grit oberou Abraham.

40 « Ha bremañ e klaskit va lakaad d'ar maro,
me hag am-eus lavaret deoh ar wirionez
am-eus klevet a-berz Doue.
An dra-ze Abraham n'e-neus ket greet.

41 «Med c'hwi a ra oberou ho tad».
Respont a rejont dezañ:
— «N'om ket ganet diwar ganedigez vil; n'on-eus nemed eun tad: Doue! »

42 Jezuz a respontas dezo :

— «Ma vije bet Doue ho tad,
ho-pije karet ahanon,
rag euz Doue on tarzet hag e teuan.
N'on ket deuet ahanon va-unan;
Eñ eo e-neus kaset ahanon.

43 «Perag ne intentit ket ar pez a lavaran?
Ablamour n'oh ket gouest da zelaou va Homz.

44 « An diaoul eo ho tad.
Hag e fell deoh ober ar pez a blij d'ho tad.
Muntrer eo bet azaleg ar penn kenta,
ha n'e-neus ket gellet chom er wirionez,
rag n'eus ket a wirionez ennañ.
Pa zeu gevier gantañ
e komz hervez ar pez ma 'z eo,
rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.

45 « Evidon-me, ma n'am hredit ket,
eo ablamour ma lavaran ar wirionez.

46 « Piou ahanoh a hell tamall, e gwir,
eur pehed bennag din?
Ma lavaran ar wirionez,
perag n'am hredit ket?

47 « An hini a zeu euz a Zoue
a zelaou komzou Doue.
En abeg ma n'oh ket euz a Zoue eo
n'am zelaouit ket».

48 Ar Juzevien a respontas dezañ :

— «Ha n'ema ket ar wirionez ganeom pa lavarom ez out eur Zamaritan hag eun dén dalhet gand an droug-spered? » (30).

49 — «N'eo ket gwir, eme Jezuz,
n'on ket eun dén dalhet gand an droug-spered,
med enori a ran va Zad
ha c'hwi am dizenor.

50 «Evidon-me ne glaskan ket va gloar:
Unan a zo hag a ra an dra-ze hag a varn.

51 «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh:
An hini a vir va Homz ne welo biken ar maro».

52 Neuze e lavaras dezañ ar Juzevien:

— «Bremañ a welom out dalhet gand an droug-spered!
Abraham a zo maro. Ar brofeted ive, ha te a lavar:
« An hini a viro va Homz ne welo biken ar maro».

53 « Ha brasoh e vefes eged on tad Abraham hag a zo maro? Maro ive ar brofeted. Evid piou eh en em gemerez-te?»

54 Jezuz a respontas dezo:

— «Ma rofen gloar din va-unan, ne dalvezfe netra va gloar,

Va Zad eo a ro gloar din,
Eñ hag a lavarit ez eo ho Toue.

55 « C'hwi n'ho-peus ket e anavezet,
e-leh me a anavez anezañ.
Ma lavarfen n'henn anavezan ket
e vefen eveldoh eur gaouiad;
med henn anaoud a ran,
ha mired a ran e Gomz.

56 « Tridal a ree Abraham ho tad
gand an esper da weled va deiz.
E welet e-neus, hag eo bet karget a levenez» (3l).

57 Neuze e lavaras dezañ ar Juzevien :

— «N'out ket hanter-kant vloaz c'hoaz
hag ez-peus gwelet Abraham?»

58 Jezuz a lavaras dezo :

— «E gwirionez, e gwirionez, m'hel lavar deoh,
a-raog ma oa Abraham anezañ,
«Ez On-me».

59 Neuze e kemerjont mein evid o stlepel outañ, med Jezuz en em dennas hag a yeas er-mêz euz an templ.


Pennad IX

PARE AN DEN DALL (32)

1 En eur dremen, Jezuz a welas eun dén ganet dall. 2 E ziskibien a houlennas outañ:

— «Rabbi, piou e-neus pehet, eñ pe e dud, evid ma ve ganet dall?»

3 Jezuz a respontas:

— «Nag eñ, nag e dud n'o-deus pehet. C'hoarvezet eo an dra-ze, evid ma vo diskouezet oberou Doue a-wél d'an oll.

4 « Red eo deom seveni oberou an hini e-neus va digaset
 keid ha m'eo deiz.
Ema an noz o tond
pa ne hell dén labourad.

5 « Keid ha m'emaon er béd
ez on sklêrijkenn ar béd».

6 Goude ar homzou-ze e tufas Jezuz d'an douar, e reas eun tamm pri gand e halo hag e ledas ar pri-ze war zaoulagad an dén. 7 Lavared a reas dezañ :

— « Kee bremañ da walhi da zaoulagad e lenn Siloe, — ar pez a zinifi: kannad —».

Mond a reas eta d'en em walhi, ha pa deuas en-dro e wele sklêr.

8 E amezeien hag ar re a oa boazet d'e weled a-raog — rag bez'e veze o houlenn an aluzenn — a lavare:

— «Ha n'eo ket hemañ eo a veze azezet o houlenn an aluzenn?»

9 Lod a lavare : « Eñ eo ! » ha re all : « N'eo ket, med unan all heñvel outañ». 10 Eñ a-vad a lavare: «Me eo! »

11 Hag e oe goulennet dioutañ : « Da zaoulagad, penaoz int bel digoret dit?»

Respont a reas:

— «An dén a anver Jezuz e-neus greet pri ha ledet anezañ war va daoulagad ha lavaret din: «Kee da lenn Siloe d'en em walhi ».Neuze ez on aet di, en em walhet em-eus, ha deuet on da weled sklêr».

12 Neuze e lavarjont dezañ:

— «E peleh ema?»

— «Né ouzon dare», emezañ.

13 Kaset e oa neuze d'ar Farizianed an hini a oa bet dall.

14 Eun deiz sabat e oa, p'e-noa Jezuz greet pri ha digoret dezañ e zaoulagad.

15 D'o zro, setu ma houlennas ar Farizianed dioutañ penaoz e oa deuet dezañ ar gweled. Respont a reas:

— « Lakeet e-neus pri din war va daoulagad, aet on d'er em walhi, ha bremañ e welan sklêr».

16 Lod euz ar Farizianed a lavaras:

— « Ne zent ket an dén-se ouz Lezenn ar zabat ; n'eo ket eta a-berz Doue».

Lod all a-vad a lavare:

— «Med penaoz e hellfe eur peher ober seurt burzudou?»

Dizemgleo a oa eta etrezo.

17 Neuze e rejont adarre goulennou ouz an hini dall.

— «Ha te, petra ' lavarez euz an dén-se e-neùs digoret dit da zaoulagad?»

— «Eur profet eo», emezañ.

18 Med ar Juzevien ne 'fellas ket dezo kredi e oa bet an dén-se dall hag e-noa kavet ar gweled, kén n'o-defe galvet e gerent da zond dirazo.

19 Goulenn a rejont diouto:

— «Ha bez' ez eo hemañ ho mab a lavarit e oa ganet dall? Penaoz neuze e wél sklêr bremañ?»

20 Respont a rejont:

« Gouzoud a reom eo hemañ or mab, hag e oa ganet dall 21 Med penaoz eo deuet da weled sklêr bremañ? N'ouzom ket Ha piou e-neus digoret dezañ e zaoulagad? N'ouzom ke muioh. Goulennit dioutañ e-unan, oad a-walh e-neus ; dezañ da respont evitañ e-unan».

22 Evel-se e komze e dud, ablamour m'o-doa aon rag a Juzevien, o-doa divizet kenetrezo taoler er-mêz euz ar zinagog kement hini a anavezfe Jezuz evid ar Mesiaz. 23 Ablamour da-ze o-doa lavaret e dud: «Oad a-walh e-neus, goulennit dioutañ e-unan».

24 Evid an eilved gwech, ar Farizianed a halvas dirazo an dén bet dall, hag a lavaras dezañ:

— «Ro gloar da Zoue! Ni 'oar, ni, eo an dén-se eur peher».

25 Respont a reas dezo :

— «Hag eñ a zo eur peher? N'ouzon ket. Eun dra a ouzon: dall e oan, ha bremañ e welan sklêr».

26 Lavared a rejont dezañ c'hoaz:

— «Petra 'neus greet dit? Penaoz e-neus digoret dit da zaoulagad?»

27 Hag eñ a respontas:

— «Lavaret am-eus deoh dija, ha n'ho-peus ket selaouet. Perag e fell deoh kleved eur wech c'hoaz? Ha c'hoant ho-pefe, c'hwi ive, da veza diskibien dezañ?»

28 Taoler a rejont malloziou warnañ, ha lavared:

— « Te eo a zo diskibl dezañ. Ni a-vad a zo diskibien da Voizez. 29 Ni a oar e-neus Doue komzet da Voizez, mèd hemañ n'ouzom ket euz a beleh ez eo».

30 An dén a respontas :

— « Souezuz eo kement-se ne ouezfeh ket euz peleh ez eo, goude m'e-neus digoret din va daoulagad. 31 Doue, her gouzoud a reom, ne zelaou ket ar beherien, med selaou a ra kement hini a enor Doue hag a ra e volontez.32 Biskoaz n'eus bet klevet lavared e-nefe unan bennag digoret e zaoulagad d'eun dén ganet dall.

33 «Ma ne vije ket hemañ a-berz Doue ne hellfe ober netra».

34 Respont a rejont dezañ:

— «N'eus nemed pehed ahanout abaoe m'out ganet, hag e rez skol deom ! »

Hag e taoljont anezañ er-mêz...

35 Dond a reas Jezuz da gleved o-doa e daolet er-mêz, ha neuze e teuas d'e gavoud, hag e lavaras dezañ:

— «Ha kredi a rez-te e Mab an Dén?»

36 Hag eñ ha respont:

— «Ha piou eo, Aotrou, ma kredin ennañ?»

37 Jezuz a lavaras dezañ:

— «Mad! E weled az-peus, eñ eo a gomz ouzit».

38 An dén a respontas:

— «Kredi a ran, Aotrou» Hag e stouas dirazañ.

39 Neuze e lavaras Jezuz:

— «Me'zo deuet er béd-mañ evid dougenn ar varnedigez-mañ : ma teuio ar re ne welent ket da weled, hag ar re a wéle da veza dall».

40 Klevet e oe e gomzou gand lod euz ar Farizianed a oa gantañ, hag e lavarjont dezañ:

— « Ha ni, daoust ha dall e vefem-ni ive? »

41 Jezuz a respontas dezo:

— « Ma vefeh tud dall n'ho-pefe ket a behed, med peogwir e lavarit: ni a well sklêr, ho pehed a jom» (33).

 

Pennad X

 

PARABOLENN AR MESAER

1 — «E gwirionez, m'hel lavar deoh,
an hini n'e d-a ket e kraou an deñved
dre an nor,
med a bign dre eul leh all,
hennez a zo laer ha ribler.

2 « An hini a ya dre an nor eo pastor an deñved.
3 « Ar porzier a zigor dezañ,
      hag an deñved a zelaou e vouez.
     An deñved a zo dezañ
    a vez galvet gantañ pep hini dre e ano,
    hag e kas anezo er-mêz.

4 « P'e-neus kaset oll e re er-mêz,
     e kerz en o-raog.
    An deñved a ya d'e heul,
    rag anaoud a reont e vouez.

5 «Ne d-aint ket da heul eun dén all,
    med tehed a raint dioutañ,
    rag ne anavezont ket mouez ar re all ».

6 Setu ar barabolenn lavaret gand Jezuz d'ar Farizianed, med ne gomprenjont ket ar pez a lavare dezo. 7 Ha Jezuz a lavaras dezo adarre:

— «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh,
      Me eo dor an deñved.
8 «Laeron ha tud fall eo
    ar re oll a zo deuet em-raog;
     med an deñved n'o-deus ket o zelaouet.

9 — «Me eo an nor:
       An neb a antreo drezon a vo salvet;
       mond ha dond a raio euz ar hraou d'ar mêz,
       ha kavoud a raio da beuri.

10 « Al laer a-vad ne zeu nemed evid laerez,
       laza ha distruja.
      Me 'zo deuet evid rei ar vuez d'an dud
      ma vezint beo-buezeg.

11 «Me eo ar Pastor Mad. 
      Ar Pastor Mad a ro e vuez evid e zenved.

12 «An hini n'eo nemed ar mevel,
       ha n'eo ket-en ar pastor
       pa n'eo ket an deñved e re dezañ,
       a jom dizober da zelled
      pa wél ar bleiz o tond,
      a zilez an deñved
     hag a deh kuit.
     Hag ar bleiz a skrap anezo
     hag a ra dezo mond amañ hag ahont.

13 « Ar mevel a deh kuit, 
pegwir n'eo nemed mevel
ha n'eo ket chalet gand an deñved. 
 
14 «Me eo ar Pastor Mad:
Anaoud a ran va re,
ha va re am anavez,
15 « evel ma 'h anavez an Tad ahanon,
ha ma 'h anavezan, me ive, an Tad.
Ha va buez a roan evid va deñved.

16 « Deñved all am-eus c'hoaz (34),
ha n'emaint ket er park-deñved-mañ.
Ar re-ze ive am-eus da ren.
Kleved a raint va mouez,
ha ne vo nemed eun tropell
hag eur pastor hepkén.

17 «Ma kar an Tad ahanon,
eo ablamour ma roan va buez
evid he hemer en-dro.

18 «Dén e-béd ne denn anezi diganin,
med me eo
a ro anezi ahanon va-unan;
Galloud am-eus d'he rei,
ha galloud am-eus d'he hemer en-dro.
Kement-se a zo bet gourhemennet din da ober
a-berz va Zad».

19 Ar homzou-ze a lakeas en-dro dizunaniez etre ar Juzevien. 20 Meur a hini anezo a lavare :

— «Dalhet eo gand an droug-spered ; kollet e-neus e benn; perag e selaouit enezañ?»

21 Med re all a lavare:

— «N'eo ket aze komzou eun dén dalhet gand an droug-spered. Daoust hag eun droug-spered a hell digeri daoulagad tud dall?»

VA ZAD HA ME NE REOM NEMED UNAN

22 Edod o lida e Jeruzalem gouel an Dedi (35). Ar goañv a oa.23 Jezuz a oa o vond hag o tond en templ, dindan porched Salomon. 24 Ar Juzevien en em zastumas en-dro dezañ hag a lavaras :

— « Beteg pe vare e lezi ahanom en arvar? Ma 'z out ar Hrist, hel lavar deom sklêr».

25 Jezuz a respontas dezo:

— «Hel lavaret am-eus deoh ha ne gredit ket.
     An oberou a ran en ano va Zad
     a ro testeni din,
26 « med ne gredit ket
       dre ma n'oh ket euz va deñved.

27 «Va deñved a zelaou va mouez;
      Me o anavez
      hag int-i a zeu d'am heul.
28 «Me 'ro dezo ar vuez peurbaduz;
       ne d-aint biken da goll,
       ha nikun n'o diframmo euz va dorn.

29 «Va Zad e-neus roet anezo din,
      hag Eñ a zo brasoh eged an oll.
      Kement am-eus bet digand va Zad
      a dalv muioh eged pep tra all,
      ha dén ne hell diframma netra euz dorn va Zad.

30 «Va Zad ha Me
n'om nemed unan».

31 Eur wech muioh e tastumas ar Juzevien mein evid e labeza.

32 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— «Greet em-eus dirazoh
kalz a oberou kaer
hag a zeu euz va Zad;
evid pehini anezo
e fell deoh va labeza?»

33 Ar Juzevien a respontas dezañ :

— «Neo ket evid eun oberenn gaer eo e fell deom da labeza, med evid eul le-doued, o veza m'en em lakez Doue, te hag a zo eun dén».

34 Jezuz a respontas dezo:

— «Daoust ha n'eo ket skrivet en ho Lezenn: «Lavaret am-eus, c'hwi 'zo doueed».

35 «Ma teu ar Skritur da rei an ano a Zoue
d'ar re a zo bet embannet dezo komzou Doue
— ha ne hell ket ar Skritur beza kaset da 'fall —-
36 «penaoz neuze e lavarit
d'an hini a zo bet santelleet gand an Tad
ha kaset gantañ d'ar béd:
blasfemi 'rez,
war zigarez m'am-eus lavaret:
«Mab Doue on?»

37 «Ma ne ran ket oberou va Zad,
chomit hep kredi ennon.
38 «Med ma ran anezo,
ha goude ma ne gredfeh ket ennon,
kredit en oberou-ze,
hag evel-se e ouezoh,
hag e ouezoh muioh-mui,
ema an Tad ennon
evel m'emaon en Tad».

39 Neuze e klaskont eur wech c'hoaz kregi ennañ med tehed a reas a dre o daouarn. 

40 Jezuz a zistroas en tu all d'ar Jordan, el leh m'edo Yann o vadezi er penn kenta, hag e chomas eno.

41 Kalz tud a zeue davetañ hag e lavarent:

— «Yann, gwir eo, n'e-neus greet burzud e-béd, med gwir e oa kement e-neus lavaret diwar-benn an dén-ze».

42 Ha niveruz e oant eno ar re a gredas ennañ.


 

Pennad XI

 

DASORH LAZAR

1 Bez' e oa eun dén klañv, Lazar, euz Betania, bourha-denn Mari hag he hoar Marta.

2 Mari eo ar vaouez-se he-doa skuillet louzou c'hwez-vad war an Aotrou ha sehet dezañ e dreid gand he bleo. He breur Lazar eo a oa klañv.

3 An diou hoar a gasas kelou da Jezuz:

— «Aotrou, an hini a garez a zo klañv».

4 P'e-noa klevet, e lavaras Jezuz:

— «Ar hlenved-se ne gaso ket d'ar maro. Talvezoud a raio evid gloar Doue, rag diwarnañ e vo rentet gloar da Vab Doue».

5 Karantez e-noa Jezuz evid Marta ha Mari he hoar ha Lazar.

6 Koulskoude, goude beza klevet e oa klañv Lazar, e chomas c'hoaz daou zevez er memez leh.

7 Goudeze hepkén e lavaras d'e ziskibien:

— «Deom en-dro da Vro-Judea».

8 Hag an diskibien a lavaras dezañ:

— « Mestr, nebeud 'zo e klaske ar Juzevien labeza ahanout, hag ez ez en-dro du-ze?»

9 Respont a reas Jezuz:

— « Daoust ha n'eus ket daouzeg eur en deiz? An neb a gerz ouz sklêrijenn an deiz ne bako ket lamm, ablamour ma wél sklêrijenn ar béd-mañ.

10 «Med, ma vale en noz, e pako lamm dre ziouer a sklêrijenn ennañ ».

11 Goude ar homzou-ze, e lavaras Jezuz dezo:

— « Or mignon Lazar a zo kousket. Mond a ran en hent d'e denna euz e gousk».

12 Hag e lavaras dezañ e ziskibien :

— «Aotrou, mar d-ema o kousked e paréo».

13 Hogen euz e varo eo e-noa komzet Jezuz, hag int a zoñje dezo e oa euz ar housk pemdezieg. 14 Jezuz neuze a zisklerias frêz dezo:

— « Maro eo Lazar. 15 Hag ablamour deoh ez on laouen o veza n'edon ket war al leh, evid ma teuoh da gredi. Bremañ a-vad deom beteg ennañ».

16 Neuze Tomaz — a reer ar Gevell anezañ — a lavaras d'an diskibien all:

— « Deom ive, ma varvim asemblez gantañ ».

17 Pa zigouezas, e kavas Jezuz Lazar er béz abaoe pevar devez.

18 Tost ema Betania da Jeruzalem: war-dro eun hanter eur vale (36). 19 Deuet e oa kalz Juzevien da weled Marta ha Mari, da ober dezo gourhemennou a gañv evid o breur.

20 Marta, pa glevas edo Jezuz o tond, a yeas a-benn hent dezañ, e-pad ma chome Mari azezet en ti.

21 Lavared a reas Marta da Jezuz:

— « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur.22 Med bremañ c'hoaz, her gouzoud a ran, kement tra a houlenni digand Doue, Doue henn roio dit».

23 Jezuz a lavaras dezi :

— «Sevel a raio da vreur a varo da veo».

24 « Gouzoud a ran, a respont Marta, e savo da veo d'an deiz diweza, pa zavo da veo an oll dud varo».

25 Jezuz a lavaras dezi:

— « Me eo an adsav da veo hag ar vuez (37); an neb a gréd ennon — ha pa ve marvet — a vevo ;26 ha kement hini a vév hag a gréd ennon, sur ne varvo ket da vikén. Ha kredi a rez kement-se?»

27 — «Ya, Aotrou, emezi, kredi a ran ez out ar Hrist, Mab da Zoue, an hini a zo o tond er béd».

28 Neuze ez eas da helver he hoar Mari, ha sioulig e lavaras dezi:

— «Ar Mestr a zo aze, hag a halv ahanout».

29 O kleved kement-se, Mari a zavas dioustu hag a yeas d'e gavoud. 30 Jezuz n'oa ket antreet c'hoaz er vourhadenn, chomet 'oa el leh m'he-doa Marta kavet anezañ. 31 Ar Juzevien a oa chomet gand Mari en ti, hag e klaskent he frealzi. O weled anezi o sevel trumm evid mond er-mêz, ez ejont d'he heul. Soñjal a reent edo o vond d'ar béz evid leñva.

32 Pa zigouezas Mari el leh m'edo Jezuz, ha pa welas anezañ, e kouezas e-harz e dreid, hag e lavaras dezañ:

— «Aotrou, ma vijes bel amañ, ne vije ket marvet va breur».

33 Jezuz neuze, o weled anezo o ouela, hi hag ar re a oa ouz he heul, a yeas drezañ skrij ha strafuill.

34 Goulenn a reas:

— «E peleh ho-peus lakeet anezañ?»

— «Aotrou, emezo, deus ha gwél».

35 Jezuz a zeuas an dour en e zaoulagad, 36 hag ar Juzevien a lavare:

— «Gwelit pebez karantez e-noa evitañ!».

37 Med lod all a lavare:

— «Digoret e-neus e zaoulagad d'an hini dall, ha ne helle ket mired ouz an dén-mañ da vervel?»

38 Jezuz a skrijas adarre hag a yeas d'ar béz, eur heo anezañ gand eur mên d'e stanka. 39 Lavared a reas Jezuz:

 —   «Tennit ar mên kuit! »

Ha Marta, c'hoar an hini maro, a lavaras dezañ:

—    «Aotrou, c'hwez a zo gantañ... Rag ar pevare devez eo…».

40 Respont a reas Jezuz dezi :

— «Ha n'am-eus ket lavaret dit: ma kredez e weli gloar Doue?»

41 Tennet e oe ar mên kuit: ha Jezuz, e zaoulagad savet war-zu an Neñv, a lavaras:

— « Tad, trugarez dit d'am beza selaouet ! 42 Me a ouie e selaouez ahanon atao, med ablamour d'ar bobl tud a zo amañ en-dro din, em-eus komzet, evid ma kredint eo Te az-peus va digaset».

43 O veza komzet evel-se, e krias a vouez kreñv:

— «Lazar, deus er-mêz!»

44 Hag e teuas er-mêz an hini a oa bel maro, lurennet e dreid hag e zaouarn, eul liñser en-dro d'e benn. Jezuz a lavaras dezo:

— «Distagit dezañ elurennou ha lezit anezañ da vond».

AR JUZEVIEN A LAK EN O FENN LAZA JEZUZ

45 Kalz euz ar Juzevien deuet da gavoud Mari hag o-doa gwelet ar pez e-noa greet Jezuz a gredas ennañ. 46Med re all a yeas da gavoud ar Farizianed ha da gonta dezo petra e-noa greet Jezuz.47 Ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed a vodas eur Huzul hag a lavaras:

— «Petra 'reom? An dén-se a ra kalz burzudou!48 Ma lezom anezañ da genderhel evel-se e kredo an oll ennañ hag e teuy ar Romaned da zistruja hag on leh santel hag or broad ».

49 Unan anezo, Kaifaz, hag a oa Beleg-Braz er bloavez-se a lavaras dezo:

— «Ne intentit netra! 50 Ne zoñjit ket zokén e ve gwelloh deoh e varvfe eun dén hebkén evid ar bobl ha n'ez afe ket da goll ar vroad a-béz ».

51 N'eo ket anezañ e-unan e lavaras ar homzou-ze, med o veza m'oa Beleg-Braz er bloavez-se e tiouganas e ranke Jezuz mervel evid ar vroad. 52 Ha n'eo ket hebkén evid ar vroad, med evid dastum en unaniez bugale Doue strewet amañ hag ahont.

53 E deiz-se end-eün e oe divizet ganto e lakaad d'ar maro.

54 Jezuz, diouz e du, a jomas heb mond a-wél d'an oll e-touez ar Juzevien; en em denna' reas en eur vro tost d'ar goueleh, en eur gêr anvet Efraïm, hag e chomas eno gand e ziskibien.

55 Koulskoude, e oa tost Pask ar Juzevien ; ha da zerhent ar Pask-se, e pignas kalz tud euz ar vro-ze da Jeruzalem, evid beza glaneet. 56 Klask a reent Jezuz; hag en Templ, el leh m'edont, e lavarent kenetrezo:

— «Petra 'zoñj deoh! Ha dond a raio d'ar gouel?

57 Priñsed ar veleien hag ar Farizianed o-doa roet urz : an neb a ouezfe e peleh edo, dond d'e ziskuilla evid ma vefe kroget ennañ.

 

Pennad XII

 

LEIN E TI MARTA HA MARI

1 C'hweh devez a-raog ar Pask e tigouezas Jezuz e Betania, el leh m'edo Lazar, an hini e-noa adsavet a-douez ar re varo.2 Eur préd a oe roet en e enor; Marta a oa o servicha, ha Lazar unan euz ar re a oa ouz taol gand Jezuz.

3 Mari a gemeras eul luriad louzou c'hwez-vad, eoul nard pur a briz bras ; her skuilla a reas waj dreid Jezuz hag o zeha gand he bleo. Karget e oa an ti a-béz gand ar frond.

4 Neuze e lavaras Judaz Iskariot, unan euz e ziskibien, hennez end-eûn hag a dlee e werza:

5 — « Perag n'eo ket bet gwerzet al louzou c'hwez-vad-se tri hant diner, ha roet ar priz d'ar beorien? »

6 Komz a reas evel-se, n'eo ket a-vad en abeg ma oa chalet gand ar beorien, med en abeg ma 'z oa laer ; karget e oa euz ar yalh, hag e oa troet da laerez ar pez a veze lakeet enni.

7 Hag e lavaras Jezuz:

— «Lez anezi, dezi d'her mired evid an deiz ma vin sebeliet. 8 Peorien ho-po bepréd en ho touez, me a-vad n'ho-peus ket ahanon ganeoh evid atao».

9 Koulskoude eun niver braz a Juzevien o-doa klevet edo Jezuz eno hag e teujont, n'eo ket hebkén ablamour da Jezuz e-unan, med ive evid gweled Lazar e-noa savet a-douez ar re varo. 10 Neuze e tivizas Priñsed ar veleien lakaad Lazar ive d'ar maro, 11 peogwir e oa en abeg dezañ e kuitee anezo kalz Juzevien, hag e kredent e Jezuz.

DEVEZ AR BLEUNIOU

12 Antronoz, ar bobl tud deuet evid ar gouel a glevas edo Jezuz o tond da Jeruzalem. 13 Ha ganto skourrou gwez palmez, ez ejont en arbenn dezañ en eur grial:

«Hozanna!
«Benniget an hini a zeu en ano an Aotrou,
« Roue Israël! »

14 O veza kavet eun azenig, Jezuz a azezas warnañ evel m'eo skrivet:

15 «N'ho-pet ket aon, mer h Sion;
setu da roue 'o tond
azezet war azen yaouank eun azenez».

16 Er penn kenta, ne gomprenas ket an diskibien petra 'hoarveze, med goude m'e-noa Jezuz resevet gloar, e teuas da zoñj dezo e oa bet skrivet kement-se diwar e benn, hag an dra-ze end-eün eo a oa bet greet dezañ. 17 Koulskoude e roe testeni dezañ an dud a oa gantañ p'e-noa galvet Lazar er-mêz euz ar béz hag e zavet a-douez ar re varo. 18 Hag en abeg ive m'o-doa klevet e-noa greet ar zin-se e oa deuet an dud en arbenn dezañ. 19 Ar Farizianed a lavaras kenetrezo:
— « Gweled a rit, ne hounezit netra, setu ma'z a an oll d'e heul».

AR HLOAR HAG AR GROAZ

— 20 Bez' e oa Gresianed e-touez an dud pignet da Jeruzalem da geñver ar gouel (38).21 Dond a rejont da gavoud Filip, hag a oa euz Betsaïda e Bro-Halilea, da houlenn outañ:

— «Aotrou, ni 'garfe gweled Jezuz».

22 Filip a yeas da lavared da Andre, hag o-daou e lavarjont da Jezuz.

23 Jezuz a respontas evel-henn:

— «Deuet eo an eur (39) ma tle Mab an Dén reseo e hloar.

24 «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh: Ar hreunenn winiz taolet en douar, ma ne varv ket, ne zoug netra.

Ma varv a-vad,
e tougo frouez e-leiz.

25 « An neb a gar e vuez
 a gollo anezi ;
an neb a zispriz anezi er béd-mañ
a viro anezi evid ar vuez peurbaduz.

26 « An neb a 'fell dezañ va zervicha
ra zeuio d'am heul,
hag el leh ma vin,
e vo ive va zervicher.
An hini a vo servicher din
a vo enoret gand va Zad.

27 « Bremañ ez on strafuillet.
Petra 'lavarin?
Tad savete ahanon euz an eur mañ.
Ha koulskoude evid an eur-mañ end-eün eo ez on deuet.
Tad, ro gloar d'az ano ! »

28 Dond a reas neuze eur vouez euz an Neñv:
« Gloar am-eus roet dezañ
ha c'hoaz e roin gloar dezañ ».

29 Ar bern tud a oa eno o-doa klevet ar vouez, hag e lavarent e oa bet eun tarz-kurun. Med lod all a lavare:

— «Eun El eo e-neus komzet outañ».

30 Jezuz a gomzas a-nevez:

— «N'eo ket evidon eo deuet ar vouez-se
med evidoh-c'hwi.
Bremañ ez a ar béd da veza barnet.

31 « Bremañ, Mestr ar béd (40)
a vo taolet er-mêz.

32 «Ha me pa vin savet uhel diouz an douar,
me a zacho an oll davedon ».

33 Kement-se a lavare evid rei da intent peseurt maro e-noa da houzañv.

34 Respont a reas an dud dezañ :

— «Desket on-eus dre al Lezenn e tle ar Hrist chom da viken. Perag 'ta e lavarez e tle Mab an Dén beza uhel-savet? Piou eo eta ar Mab an Dén-se?»

35 Jezuz a respontas dezo:

— «Ar sklêrijenn a zo c'hoaz en ho-touez
evid eun nebeud amzer.
Kerzit eta,
e-keid ha m'ho-peus ar sklêrijenn,
gand aon na vefeh paket gand an deñvalijenn.
An nep a gerz en deñvalijenn
ne oar ket da beleh ez a.

36 « E-keid ha m'ema ar sklêrijenn ganeoh,
kredit er sklêrijenn,
evid dond da veza tud a sklêrijenn».

Goude beza komzet evel-se ez eas Jezuz kuit da guzad outo.

DISKRED AR JUZEVIEN

37 Daoust dezañ beza greet kemend-all a zinou dirazo ne gredent ket ennañ. 38 Hag e teuas evel-se da wir komzou ar profet Izaiaz:

« Aotrou, piou e-neus kredet
« ar pez e-neus klevet euz or perz?
« ha da biou eo bet roet da anaoud
« galloud an Aotrou ? »

39 An hevelep Izaiaz e-neus diskleriet perag ne hellent ket kredi :

40
« Dallet e-neus o daoulagad 
« ha kaledet o halonou,
« evid na welint ket gand o daoulagad,
 « na intentint ket gand o halonou,
« na zistroint ket ouzin,
« rag pareet am-befe anezo ».

41 Izaiaz a lavare kement-se rag m'e-neus gwelet e hloar ha komzet diwar e benn.

42 Koulskoude, e-touez ar Pennou-Braz o-unan, kalz a gredas ennañ, med ablamour d'ar Farizianed, ne gredent ket henn diskleria, gand aon da veza taolet er-mêz euz ar zinagog. 43 Rag gwelloh e kavent ar hloar a zeu a-berz an dud eged ar hloar a zeu a-berz Doue.

44 Jezuz a zavas e vouez hag a lavaras :
 — «An hini a gréd ennon
 n'eo ket ennon eo e kréd,
med en hini e-neus kaset ahanon.

45 « Hag an hini am gwél
a wél an hini e-neus kaset ahanon.

46 «Me eo ar sklêrijenn
a zo deuet er béd
evid na jomo ket en deñvalijenn
an neb a gréd ennon.

47 «Ma 'z eus unan bennag
hag a glév va homzou
ha n'o mir ket,
n'eo ket me eo a varno anezañ,
rag n'on ket deuet evid barn ar béd
med evid salvi ar béd.

48 « An nep am distaol
ha na zigemer ket va homzou
e-neus e varner
ar Gomz am-eus lavaret
her barno d'an deiz diweza.

49 « Ha me n'eo ket ahanon va-unan am-eus komzet,
 med an Tad hag e-neus kaset ahanon
e-neus gourhemennet din
ar pez am-boa da lavared ha da gelenn.

50 « Ha gouzoud a ran
eo e hourhemenn buez peurbaduz
Ar pez a lavaran eta,
hel lavared a ran
evel m'e-neus an Tad bel lavaret din ».

 

Pennad XIII

 

JEZUZ A WALH O ZREID D'E ZISKIBIEN

1 A-raog Gouel Pask, Jezuz o houzoud e oa deuet evitañ an eur da dremen euz ar béd-mañ daved e Dad, Eñ hag e-noe karet e dud hag a oa er béd, o haras beteg penn.

2 E-pad eur préd, p'e-noa dija lakeet an diaoul e kalon Judaz, mab Simon Iskariot, ar zoñj d'e werza, 3 Jezuz, o houzoud e-noa e Dad laket pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet euz Doue hag e tistroe daved Doue,4 a zav diouz taol, a denn e vantell, a gemer eul lienenn hag a lak anezi en-dro d'e zargreiz.

5 Neuze e skuill dour en eur vasin hag en em ro da walhi treid e ziskibien, ha d'o zeha gand al lienen a oa en-dro dezañ.

6 Dond a reas evel-se beteg Simon-Pèr hag hemañ a lavaras dezañ:

—  «Te Aotrou, gwalhi din va zreid?»

7 Respont a reas Jezuz dezañ :

—  « Ar pez a ran ne intentez ket bremañ, med diwezatoh e ri».

8 Pèr a lavaras dezañ:

—  «Gwalhi va zreid din-me?, nann, ne walhi biken din va zreid ! »

Ha Jezuz dezañ:

—  «Ma ne walhan ket ahanout, n'az-po perz e-béd ganin».

9 Lavared a reas neuze Simon-Pèr dezañ :

—  « Neuze, Aotrou, n'eo ket hepkén va zreid med ive va daouarn ha va 'fenn».

10 Lavared a reas Jezuz dezañ:

— « An dén e-neus en em walhet n'e-neus ezomm e-béd mui da veza gwalhet, glan eo penn-da-benn.

«Ha c'hwi a zo glan; n'eo ket an oll ahanoh a-vad».

11 Rag gouzoud a ree piou a dlee e werza. Setu perag e-noa lavaret: «N'eo ket an oll ahanoh a zo glan».

12 Goude beza gwalhet dezo o zreid, e wiskas adarre e zillad, ez eas a-nevez ouz taol hag e lavaras dezo :

«Hag intent a rit-hu ar pez am-eus greet deoh?

13 «Va envel a rit Mestr hag Aotrou,
ha gwir a lavarit,
rag bez' ez on.

14 «M'am-eus-me, ho Mestr hag hoh Aotrou,
gwalhet deoh ho treid,
c'hwi ive a dle gwalhi ho treid an eil d'egile (41).

15 «Eur skwer am-eus roet deoh,
evid ma reoh, c'hwi ive,
evel m'am-eus greet deoh.

16 «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh,
n'eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr,
nag ar hannad brasoh eged an hini e-neus e gaset.

17 « Anaoudeg euz an traou-ze
e vezoh eùruz,
da vihana ma vevit hervezo.

18 «N'eo ket evidoh oll eo e komzan;

— anaoud a ran ar re am-eus dibabet —
med evid ma teuio da wir ar Skritur:
«An hini a zebre ar bara ganin
«e-neus savet e zeul a-eneb din».

19 «Hel lavared a ran deoh bremañ,
a-raog ma tigouezo,
evid ma kredoh «Ez On-me»
pa zigouezo.

20 «E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh:
An neb a zigemer an hini a gasan
am digemer me va-unan,
hag an neb am digemer
a zigemer an hini e-neus kaset ahanon».

JEZUZ A RO DA ANAOUD AN TRUBARD

21 Goude beza komzet evel-se, e oe Jezuz strafuillet er spered, hag e tisklerias frêz:

« E gwirionez, e gwirionez, unan ahanoh a zo o vond d'am gwerza».

22 Selled a ree an diskibien an eil ouz egile, o houlenn enno o-unan euz piou e komze.

23 Unan euz an diskibien, an hini end-eün a oa karet gand Jezuz, a oa astennet harp ouz Jezuz.24 Simon Pèr a dennas e evez :

«Goulenn 'ta euz piou ez eus ano gantañ».

25 An diskibl a zoublas war vruched Jezuz hag (42) a houlennas outañ:

«Piou eo Aotrou?»

26 Jezuz a respontas :

«An hini a ginnigin dezañ an tamm am-bo soubet».

Ha Jezuz kemered an tamm e-noa soubet hag e rei da Judaz Iskariot, mab Simon.27 D'ar mare-ze, p'e-noa kinniget an tamm-se dezañ, eh antreas Satan ennañ.

Jezuz a lavaras neuze:

«Ar pez az-peus da ober, her gra buan».

28 Med nikun euz ar re a oa war al leh ne intentas perag e-noa lavaret kement-se.29 O veza m'edo ar yalh gand Judaz, lod a zoñjas e-noa lavaret Jezuz dezañ prena ar pez a oa réd evid ar gouel, pe c'hoaz rei eun dra bennag d'ar paour.

30 Hag evid Judaz, kemeret gantañ an tamm, ez eas er-mêz raktal. Noz teñval e oa.

31 Pa oe eet Judaz er-mêz, e lavaras Jezuz:

« Bremañ e-neus Mab an Dén resevet gloar, ha drezañ e-neus Doue resevet gloar.

32 « Doue a roio gloar dezañ, ennañ e-unan, hag hep dale eo e roio gloar dezañ ».

EMZIVIZ KENAVO

33 «Va bugaligou,
n'emaon ganeoh nemed evid eun nebeud amzer;
Va hlask a reoh,
ha m'am-eus lavaret d'ar Juzevien:
«D'al leh ma 'z an
ne hellit ket dond»,
deoh-c'hwi ive e lavaran bremañ kement-se.

34 «Eur gourhemenn nevez a roan deoh:
En em garit an eil egile.
Evel m'am-eus-me ho karet
e tleit, c'hwi ive,
en em gared an eil egile.

35 «M'ho-peus karantez an eil evid egile
e ouezo an oll ez oh diskibien din ».

36 Lavaret a reas Simon Pèr dezañ :
— «Aotrou, da beleh ez ez?»
— «D'al leh ez an, eme Jezuz,
ne héllez ket dond d'am heul bremañ,
med dond a ri diwezatoh».

37 — «Aotrou, eme Bèr, perag ne hellan ket mond d'az heul bremañ dioustu? Va buez a roin evidout ».

38 Jezuz a respontas:

— « Rei da vuez evidon !
E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar dit:
nann ne gano ket ar hillog
a-raog m'az-po va dinahet teir gwech.

 

Pennad XIV

 

JEZUZ EN HENT WAR-ZU AN TAD

1 « Na lezit ket ho kalon da veza strafuillet.
Kredi a rit e Doue;
kredit ennon-me ive.

2 « E ti va Zad ez eus meur a zemeurañs. Ma ne vije ket bet evel-se, daoust ha lavaret am-bije deoh edon o vond da bourchas deoh eur plas?

3 « Ha pa vin eet d'e bourchas deoh,
me a zeuio en-dro d'ho kemer ganin,
evid ma vezoh, c'hwi ive,
el leh m'emaon-me.

4 « D'al leh ma 'z an,
c'hwi a oar an hent».

5 Tomaz a lavaras dezañ :
«Aotrou, n'ouzom ket da beleh ez ez;
penaoz e ouezfem an hent?»

6 Hag e lavaras Jezuz dezañ:

«Bez ez on-me an hent,
ar wirionez hag ar vuez (43).
N'ez a dén d'an Tad, nemed drezon.

7 « Pegwir eh anavezit ahanon eh anavezit ive va Zad.
A-vremañ eh anavezit anezañ, hag ho-peus e welet ».

8 Neuze e lavaras Filip dezañ:

«Aotrou, diskouez 'ta deom an Tad, hag an dra-ze a zo a-walh evidom».

9 Hag e lavaras Jezuz dezañ:

— «Keid-all a zo emaon ganeoh,
ha ne anavezez ket ahanon, Filip?
An hini a wél ahanon
a wél an Tad.
Penaoz e hellez-te lavared:
« Diskouez deom an Tad? »

10 « Ha ne gredez ket emaon en Tad hag an Tad ennon?
Ar homzou a lavaran deoh,
n'eo ket ahanon va-unan eo e lavaran anezo.
An Tad, Eñ hag a zo ennon,
a ra e oberou dezañ e-unan.

11 «Kredit ahanon:
Me a zo en Tad hag an Tad a zo ennon;
ha ma ne gredit ket ar pez a lavaran,
kredit ablamour d'an oberou-ze.

12 «Ya, e gwirionez m'hel lavar deoh:
an hini a gréd ennon
 raio, eñ ive, an oberou a ran,
ha re vrasoh zokén,
pegwir ez an daved va Zad.

13 «Kement tra a houlennoh em ano,
henn ober a rin,
hag evel-se e vo roet gloar d'an Tad dre ar Mab.

14 « Ma houlennit eun dra bennag em ano,
henn ober a rin.

15 « Ma karit ahanon,
c'hwi a viro va gourhemennou ».

PROMESA AR SPERED-SANTEL

«Me a bedo an Tad
hag e roio deoh eur Skoazeller (44) all
hag a jomo ganeoh beteg fin ar béd.

17 Eñ eo Spered ar wirionez.
N'eo ket ar béd evid e reseo,
o veza ma n'her gwél ket
ha ma ne anavez ket anezañ.
Med c'hwi a anavez anezañ,
rag ennoh e chomo
hag ennoh e vezo.

18 «N'ho lezin ket emzivad;
distrei a ran davedoh.

19 « C'hoaz eur pennadig amzer,
hag ar béd n'am gwelo mui,
med c'hwi am gwelo beo
ha c'hwi a vevo ive.

20 « En deiz-se e ouezoh emaon em Zad
ha c'hwi ennon,
ha me ennoh.

21 An hini a zalh d'am gourhemennou
hag a vir anezo,
hennez eo a gar ahanon,
hag an hini a gar ahanon
a vo karet gand va Zad;
ha diouz va zu, me a garo anezañ
hag en em ziskouezo dezañ».

22 Jud — n'eo ket Judaz Iskariot — a lavaras dezañ:

« Petra 'zo kaoz, Aotrou, ma 'z ez d'en em ziskouez deom ha n'eo ket d'ar béd? »

23 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « An hini a gar ahanon
a zalho d'am Homz
ha va Zad a garo anezañ ;
dond a raim beteg ennañ,
hag on demeurañs a raim ennañ.

24 « An neb ne gar ket ahanon,
ne vir ket va Homz.
Hogen, ar homzou a glevit
n'eo ket va re-me int,
med re an Tad e-neus kaset ahanon.

25 « Kement-mañ am-eus lavaret deoh
e-pad m'emaon o chom ganeoh.

26 « Ar Skoazeller, ar Spered-Santel,
a vo kaset deoh euz va ferz,
hennez a roio deoh kemennadurez war bep tra,
hag a zigaso deoh da zoñj
euz kement am-eus lavaret deoh.

27 « Ar peoh a lezan ganeoh,
va 'feoh a roan deoh.
N'eo ket evel ma ro ar béd eo her roan deoh.
Na strafuill, nag aon eta en ho kalon.

28 «Klevet ho-peus ganin:

«Mond a ran kuit hag e teuan davedoh».
Ma karfeh ahanon e vefeh laouen
ablamour ma 'z an da gavoud an Tad,
rag brasoh egedon eo an Tad.

29 « Hel lavaret am-eus deoh bremañ,
a-raog ma tigouezo,
evid ma krédfeh pa vo digouezet.

30 «Diwar vremañ ne gomzin nemeur ganeoh,
rag o tond ema Priñs ar béd-mañ;
e gwirionez, n'e-neus galloud e-béd warnon.

31 Med dond a ra, evid ma ouezo ar béd
e karan va Zad
hag e ran hervez ar pez e-neus gourhemennet din...
« Savit ! Deom a-hann ! » (45)

 

Pennad XV

 

JEZUZ AR WINIENN WIRlON (46)

1 Me eo ar winienn wirion
ha va Zad eo ar gwiniennour.

2 « Kement skourr ennon ha ne zougo ket a 'frouez
a vo lamet kuit ;
ha kement hini a zougo frouez
a vo nêteet gantañ ha krennet
evid ma tougo muioh a 'frouez.

3 « C'hwi adal bremañ a zo net,
ablamour d'ar homzou am-eus lavaret deoh.
Chomit ennon
ha me ennoh.

4 «Ne hell ket eur skourr
distag diouz ar winienn
dougenn frouez drezañ e-unan ;
na c'hwi kennebeud,
ma ne jomit ket ennon.

5 «Me eo ar winienn,
c'hwi ar skourrou.
An hini a jom ennon
ha me ennañ,
hennez a zoug kalz frouez,
rag distag diouzin
ne hellit ober netra.

6 « An neb ne jom ket ennon
a vo stlapet kuit
evel ma reer d'eur skourr,
hag e seho;
dastumet e vo
ha taolet en tan da zevi.

7 «Ma chomit ennon
ha ma chom va homzou ennoh,
c'hwi a houlenno ar pez ho-po c'hoant,
hag e vo roet deoh.

8 «Kement-mañ eo a roio gloar d'an Tad:
ma tougit frouez e-leiz
ha ma vezit diskibien din.

9 « Evel m'e-neus va Zad karet ahanon,
me ive am-eus ho karet;
Chomit em harantez.

10 « Ma virit va gourhemennou
e chomoh em harantez,
evel ma choman me e karantez va Zad en eur vired e hourhemennou.
11 «Kement-se am-eus lavaret deoh evid ma vo ennoh va levenez, ha ma vo leun-barr ho levenez.

GOURHEMENN JEZUZ

12 «Hemañ eo va gourhemenn din-me:
En em garit an eil egile,
evel m'am-eus ho karet.

13 «N'eus ket brasoh karantez
eged rei ar vuez
evid ar re a garer.

14 « C'hwi 'vo mignoned din
ma rit ar pez a hourhemennañ deoh.

15 «N'eo ket an ano a zervicher a roan deoh hiviziken,
rag ar zervicher ne oar ket petra 'ra e vestr.
Bremañ e roan deoh an ano a vignon, r
rag kement am-eus klevet gand va Zad
am-eus roet deoh da anaoud.

16 «N'eo ket c'hwi eo ho-peus choazet ahanon;
med me eo am-eus ho choazet c'hwi,
ha roet karg deoh da vond:
ha da zougenn frouez, ha frouez paduz.
Neuze, kement a houlennoh digand va Zad, em ano,
Eñ her roio deoh.

17 «Ar pez a hourhemennañ deoh
eo en em gared an eil egile ».

KASONI HA PEHED AR BED

18 « M'e-neus ar béd kasoni ouzoh,
c'hwi a ouezo e-neus bet kasoni ouzin da genta.

19 « Ma vijeh euz ar béd,
ar béd e-nije bet karantez
ouz ar pez a vije dezañ.
Med n'oh ket euz ar béd;
me eo am-eus ho tispartiet diouz ar béd,
ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.

20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh :
Ar zervicher n'eo ket brasoh eged e vestr.
M'o-deus gwall-gaset ahanon,
c'hwi ive a vo gwall-gaset ganto.

21 « An oll draou-ze a raint deoh
ablamour d'am ano,
rag n'anavezont ket
an hini e-neus kaset ahanon.

22 « Ma ne vijen ket deuet,
ha ma n'am-bije ket komzet outo,
n'o-dije pehed e-béd;
med bremañ n'o-deus digarez vad e-béd d'o 'fehed.

23 « An hini e-neus kas ouzin,
e-neus kas ouz va Zad.

24 « Ma n'am-bije ket greet en o-zouez an oberou-ze
ha n'e-neus dén all e-béd greet,
n'o-dije ket a behed.
Med bremañ, goude m'o-deus gwelet,
o-deus kasoni ouzin hag ouz va Zad.

25 Ha kement-se evid ma teuio da wir
ar gomz a zo bet skrivet en o Lezenn:
«Kasaet o-deus ahanon heb abeg».

26 «Pa zeuio ar Skoazeller
a gasin-me deoh a-berz va Zad,
Spered ar Wirionez a zeu euz an Tad,
Eñ a roio testeni diwar va 'fenn.

27 «ha c'hwi, d'ho tro, a roio testeni din, ablamour
m'emaoh ganin abaoe ar penn kenta».

 

Pennad XVI

 

1 An traou-ze am-eus lavaret deoh
evid ho mired da veza skoillet.

2 Taolet e vezoh er-mêz euz ar zinagogou;
dond a ra zokén an eur
d'an hini ho lakaio d'ar maro,
ma kredo dezañ kinnig da Zoue eur zakrifis.

3 Ober a raint kement-se
ablamour n'o-deus anavezet nag an Tad na me.

4 Med lavaret am-eus deoh an traou-ze,
evid m'ho-po soñj, pa zeuio an eur,
am-boa o lavaret deoh;
n'am-eus ket o lavaret abaoe ar penn kenta
o veza m'edon ganeoh».

OBEROU AR SPERED-SANTEL

5 « Med bremañ ez an daved an hini e-neus kaset ahanon
ha ne houlenn nikun ahanoh ouzin:
«Da beleh ez ez?»

6 « Hag ablamour m'am-eus lavaret an dra-ze deoh
eo bet leuniet ho kalon a dristidigez.

7 «Med me a lavar deoh ar wirionez:
Eun dra vad eo evidoh ez afen kuit,
rag ma ne 'z an ket kuit,
ne zeuio ket ar Skoazeller davedoh ;
er hontrol, ma 'z an kuit,
e kasin anezañ deoh.

8 « Hag eñ a ziskouezo sklêr d'ar béd
ar pehed,
ar justis
hag ar varnedigez. (47).

9 « Ar pehed,
e kement ha ne gredont ket ennon.

10 « Ar justis,
e kement ha ma 'z an daved va Zad,
ha n'am gweloh mui.

11 « Ar varnedigez
e kement ha m'eo bet barnet dija
priñs ar béd-mañ.

12 « Kalz traou all am-eus c'hoaz da lavared deoh,
med n'oh ket evid o dougenn bremañ.

13 «Pa vo deuet ar Spered a Wirionez,
Eñ a reno ahanoh er wirionez penn-da-benn,
rag n'eo ket anezañ e-unan eo e komzo,
med kement a glevo a lavaro ;
hag ar pez a zo da zond a zisklerio deoh.

14 « Gloar a roio din
rag kemer a raio euz ar pez a zo din
evid henn diskleria deoh.

15 «Kement a zo d'an Tad a zo din,
setu perag am-eus lavaret deoh:
« Kemer a raio euz ar pez a zo din
«evid henn diskleria deoh».

GOUELVAN HA LEVENEZ

16 « C'hoaz eun nebeud amzer
ha n'am gweloh mui,
ha c'hoaz eun nebeudig amzer
hag am gweloh».

17 Neuze e lavaras kenetrezo lod euz e ziskibien:

— «Petra 'lavar deom:
« C'hoaz eun nebeudig amzer
« ha n'am gweloh mui,
« ha c'hoaz eun nebeud amzer
«hag am gweloh?»
Pe c'hoaz:
«Daved va Zad emaon o vond.»

18 Lavared a reent eta:
« Petra eo « an nebeud amzer-ze » ; ne intentom ket petra 'fell dezañ lavared».

19 O houzoud o-doa c'hoant da ober goulennou outañ, e lavaras Jezuz dezo:
— «Klask a rit gouzoud kenetrezoh,
petra 'fell din lavared gand:
« C'hoaz eun nebeud amzer
« ha n'am gweloh mui,
« ha c'hoaz eun nebeud amzer
« hag am gweloh ».

20 « E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh:
C'hwi a ouelo hag a hirvoudo,
endra ma vo laouenedigez gand ar béd:
C'hwi a vo glaharet,
med trei a raio ho klahar e levenez.

21 « Eur vaouez, pa laka he hrouadur er béd,
a zo en dristidigez,
o veza m'eo deuet ar mare eviti.
Med p'he-deus ganet he hrouadur,
n'he-deus mui a zoñj euz he foan
gand ar joa he-deus
o veza ma 'z eus deuet eun dén er béd.

22 «  Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigez,
med ho kweled a rin en-dro,
ha laouennaad a raio ho kalon,
hag al levenez-se ne vo dén d'he lemel diganeoh.

23 « Hag en deiz-se,
ne reoh ouzin goulenn e-béd kén war netra.
E gwirionez, e gwirionez m'hel lavar deoh,
kement tra a houlennoh digand va Zad, em ano,
a vo roet deoh gantañ.

24 « Beteg-henn n'ho-peus goulennet netra em ano.
Goulennit hag e resevoh,
hag e vo leun-barr ho levenez».

AN TREH D'AR BED

25 «Lavaret am-eus an traou-ze deoh
e parabolennou.
Med dond a ra an eur ha ne gomzin ket ouzoh e parabolennou,
med komz a rin sklêr
diwar-benn va Zad.

26 «En deiz-se e houlennoh em ano,
ha koulskoude ne lavaran ket
e pedin an Tad evidoh,

27 rag an Tad e-unan ho kar
rag m'ho-peus va haret
ha m'ho-peus kredet ez on deuet euz a Zoue.

28 « Eet on er-mêz euz an Tad
ha deuet er béd.
Ha bremañ e kuitaan ar béd,
hag e tistroan da gavoud va Zad».

29 E ziskibien a lavaras dezañ:
« Setu ma komzez didroidell bremañ hag e lezez a-gostez pep doare damguz. 30 Bremañ e houzom eh anavezez pep tra, ha n'az-peus ket ezomm e rafe dén goulennou ouzit. Setu perag e kredom ez out deuet euz a Zoue».

31 Ha Jezuz a respontas dezo:
« Kredi a rit bremañ !

32 « Setu ma teu an eur,
ha deuet eo,
ma vezoh strewet pep hini diouz e du,
ha ma lezoh ahanon va-unan.
Med n'emaon ket va-unan;
an Tad a zo ganin.

32 «An traou-ze am-eus lavaret deoh
evid m'ho-po ar peoh ennon.
Er béd-mañ e kavoh trubuill,
med ho pet fiziañs;
treh on bet d'ar béd».

 

Pennad XVII

 

PEDENN JEZUZ (48)

1 Goude beza komzet evel-se, e savas Jezuz e zaoulagad
war-zu an Neñv hag e lavaras:
«Tad, deuet eo an eur:
Ro gloar d'az Mab,
evid ma roio da Vab gloar dit,

2 «hag, evel m'az-peus roet galloud dezañ war bep dén,
ma roio ar vuez peurbaduz,
da gement hini az-peus roet dezañ.

3 « Hogen, ar vuez peurbaduz eo kement-mañ :
ma'h anavezint ahanout
Te ha n'eus Doue gwirion ebed nemedout,
ha ma 'h anavezint an hini az-peus digaset,
Jezuz-Krist.

4 «Roet am-eus gloar dit war an douar,
kaset am-eus da benn
al labour az-poa fiziet ennon.

5 « Dit eo bremañ, Tad,
da rei din en da gichenn
ar hloar a oa din en da gichenn
a-raog ma oa ar béd anezañ.

6 « Roet am-eus da ano da anaoud
d'an dud az-peus tennet euz ar béd
evid o rei din.
Dit e oent,
hag az-peus roet anezo din.
Miret o-deus da Gomz.

7 « Gouzoud a reont bremañ
eo diganit e teu kement az-peus roet din;

8 « Hag ar homzou az-peus fiziet ennon,
am-eus roet dezo.
O digemeret o-deus
ha diskleriet ez eo gwir ez on deuet ahanout,
ha kredet eo gwir az-peus va digaset».

PEDENN JEZUZ EVID E EBESTEL

9 «Me a béd evito;
Ne bedan ket evid ar béd,
 med evid ar re az-peus roet din,
 rag dit ez int.

10 « Kement a zo din a zo dit
ha kement a zo dit a zo din,
 ha va gloar a gavan enno.

11 « N'emaon mui er béd,
med int-i a zo er béd,
endra ma 'z an davedout.
Tad Santel, mir en da ano
ar re az-peus roet din,
evid ma vezint unan
evel ma 'z om-ni unan. ;

12 « Keid ha m'on bet ganto,
me eo a vire dre da ano
ar re az-peus roet din;
o diwallet am-eus,
ha n'eus aet nikun da goll
nemed ar mab a zaonidigez,
evid ma teufe ar Skritur da wir.

13 « Med bremañ emaon o tond davedout
ha kement-mañ a lavaran
p'emaon c'hoaz er béd,
evid ma vezint leun-barr
euz va levenez en he fez.

14 « Da Gomz am-eus roet dezo,
hag ar béd e-neus kemeret kas outo,
ablamour n'int ket euz ar béd,
evel m'a n'on ket, me kennebeud, euz ar béd.

15 «N'eo ket o zenna euz ar béd
eo a houlennañ diganit,
med o diwall diouz an droug.

16 «N'int ket euz ar béd,
evel n'on ket, me, kennebeud, euz ar béd.

17 «Gra ma vint gouestlet dit dre ar wirionez:
gwirionez eo da Gomz.

18 « Evel m'az-peus kaset ahanon er béd,
me a gas anezo er béd.

19 « Hag evito en em ouestlan dit,
evid ma vint, d'o zro,
gouestlet dre ar wirionez.

PEDENN JEZUZ EVIDOM

20 « Ne bedan ket evito hepkén,
med ive evid ar re a grédo diwar o Homz.

21 «Gra dezo beza unan hepkén ennon
evel m'emaout-te, Tad, ennon
ha me ennout;
Gra dezo ive beza unan hepkén ennon,
ma kredo ar béd
ez eo ganit on bel kaset.

22 « Ar hloar az-peus roet din
am-eus roet dezo,
evid ma vint unan hepkén
evel ma 'z om-ni unan,

23 « me enno ha te ennon,
evid ma vint unan da vad,
hag evid ma ouezo ar béd
eo ganit on bet kaset,
hag az-peus o haret
evel m'az-peus karet ahanon.

24 «Tad, ar re az-peus roet din,
me a 'fell din e vefent ganin
el leh m'emaon, 
dezo da weled va gloar,
an hini am-eus bet diganit,
ablamour m'az-peus va haret
a-raog krouidigez ar béd.

25 «Tad just, gwir eo
n'e-neus ket ar béd anavezet ahanout,
med me am-eus da anavezet,
hag ar re-mañ o-deus anavezet
eo ganit on bet kaset.

26 «Roet am-eus dezo da anaoud, er-vad, da ano,
hag henn ober a rin c'hoaz,
evid ma vo enno
ar garantez az-peus evidon
ha ma vezin enno, me ive ».

 

Pennad XVIII

 

JEZUZ LAKET HARZ WARNAÑ

1 O veza komzet evél-se, ez eas Jezuz, e ziskibien ouz e heul, en tu all d'ar froud Sedron. Eno e oa eul liorz hag eh antreas enni, Eñ hag e ziskibien.

2 Judaz, an trubard, a anaveze ive al leh-se, rag meur wech e oa bet Jezuz eno gand e ziskibien.

3 Judaz, o veza kemeret gantañ ar gompagnunez soudarded ha gwarded, roet dezañ gand ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, a zeuas di gand leterniou, torchadou-goulou hag armou.

4 Jezuz o houzoud kement a oa da erruoud gantañ, a yea etrezeg enno.

— «Piou a glaskit?», emezañ dezo.

5 Hag int-i respont:

— «Jezuz a Nazared».

Jezuz a lavaras dezo:

— « Me eo ! »

Judaz, an trubard, a oa ganto. 6 P'e-noa lavaret dezo «Me eo! » ez ejont war a-dreñv hag e kouezjont d'an douar 7 Eur wech c'hoaz e houlennas outo :

— «Piou a glaskit?»

Hag int-i lavared:

— «Jezuz a Nazared».

8 Jezuz a respontas :

— « Hel lavaret am-eus deoh, Me eo. Mar d-eo Me eo a-glaskit, lezit ar re-mañ da vond kuit».

9 Evel-se e teuas da wir ar pez e-noa lavaret Jezuz:

— «N'am-eus kollet nikun euz ar re az-poa roet din».

10 Simon-Pèr a dennas ar hleze a oa gantañ, hag e skoas mevel ar Beleg-Braz, o troha dezañ e skouarn dehou ; Malkuz 'oa ano ar mevel-se.

11 Med Jezuz a lavaras dezañ:

— « Lak da gleze er feur. Penaoz ! Daoust ha ne evin ket ar halirad roet din gand va Zad?»

12 Neuze ar gompagnunez gand he ofiser ha gwarded ar Juzevien a grogas e Jezuz hag e liammas.

E PALEZ AR BELEG BRAZ ANNAZ

13 Kas a rejont anezañ da genta da di Annaz; hemañ a oa tad-kaer da Gaifaz, Beleg-Braz er bloavez-se. 14 Kaifaz eo an hini e-noa roet d'ar Juzevien an ali-mañ : « Gwelloh eo deom e varfe eun dén hepkén evid ar bobl ».

15 Hogen, da heul Jezuz e oa deuet Simon-Pèr hag eun diskibl all (49). An diskibl-mañ a oa anavezet gand ar Beleg-Braz. Antreal a reas gand Jezuz e porz ar Beleg-Braz.

16 Pèr a-vad a oa chomet e-tal an nor er-mêz; an diskibl all, an hini anavezet gand ar Beleg-Braz, a yeas er-mêz, a gomzas d'ar borziéréz, hag a reas da Bèr antreal. 17 Neuze, ar borziéréz yaouank a lavaras da Bèr:

— « Ha n'out ket, te ive, unan euz diskibien an dén-ze? »

Hag e respontas :

— «N'on ket!»

18 Ar zervicherien hag ar warded a oa o tomma ouz eun tan glaou o-doa greet, rag yen 'oa an amzer. Pèr a oa ive ganto o tomma.

19 Ar Beleg-Braz a reas goulennou ouz Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurez.

20 Respont a reas Jezuz dezañ:

— «Komzet am-eus sklêr d'ar béd, kelennet am-eus bepréd er zinagog hag en templ, el leh m'en em vod ar Juzevien, ha n'am-eus lavaret netra e kuz. 21 Perag eo ouzin me e rez goulennou? Goulenn ouz ar re o-deus klevet ar pez am-eus lavaret dezo. Ar re-ze a oar mad ar pez am-eu: lavaret».

22 O kleved kement-se, unan euz ar zoudarded a oa war a leh a roas eur garvanad da Jezuz, en eur lavared:

— « E-giz-se eo e respontez d'ar Beleg-Braz? »

23 Hag e respontas Jezuz dezañ:

— « M'am-eus komzet fall, diskouez perag ; med m'am eus komzet mad, perag skei ganin?»

24 Neuze e kasas Annaz anezañ, liammet, da Gaifaz ar Beleg-Braz.

PER A NAH E VESTR

25 Hogen, Pèr a oa war al leh, o tomma. Lavared a rejont dezañ:

— «Ha n'out ket, te ive, unan euz e ziskibien?»

Nah a reas hag e lavaras:

— «N'on ket!»

26 Unan euz servicherien ar Beleg-Braz, kar d'an hini e-noa Pèr trohet dezañ e skouarn, a lavaras:

— «Ha n'eo ket te eo am-eus gwelet el liorz asamblez gantañ?»

27 Hag adarre e nahas Pèr. Raktal e kanas ar hillog.

JEZUZ DIRAG PILAD

28 Neuze e oe kaset Jezuz euz ti Gaifaz da di ar gouarnour, a-bréd diouz ar mintin. Ar re o-doa e zigaset ne antrejont ket gand aon da veza saotret, hag evid gelloud debri ar Pask (50).

29 Pilad a zeuas eta er-mêz d'o havoud hag a lavaras:

— «Petra'damallit d'an dén-ze?»

30 Respont a rejont:

— « Ma ne vije ket eun torfetour n'or-bije ket e laket etre da zaouarn».

31 Ha Pilad dezo:

« Kemerit anezañ, c'hwi hoh unan, ha barnit anezañ hervez ho Lezenn».

Ar Juzevien a lavaras dezañ:

— «N'on-eus ket a zroad da lakad eun dén d'ar maro» (5l).

32 Evel-se e tlee dond da wir ar pez e-noa lavaret Jezuz da verka dre beseurt maro e tlee mervel.

33 Neuze e tistroas Pilad e diabarz an ti-lezvarn. Gelver a reas Jezuz, ha lavared dezañ:

— « Ha bez' ez out-te roue ar Juzevien? »

34 Respont a reas Jezuz:

— « Hag ahanout da unan e lavarez kement-se, pe re all o-deus hel lavaret dit diwar va 'fenn?»

35 Respont a reas Pilad:

— «Daoust hag eur Juzeo on-me? Da bobl ha Priñsed ar Veleien o-deus da laket etre va daouarn. Petra az-peus greet?»

Ha Jezuz d'e dro:

36 — « Va Rouantèlèz n'eo ket euz ar béd-mañ. Ma vije bet va Rouantèlèz euz ar béd-mañ, o-dije va zervicherien stourmet evid mired na vijen lakeet etre daouarn ar Juzevien. Med n'eo ket euz ar béd-mañ va Rouantèlèz».

37 Hag e lavaras Pilad dezañ:

— «Neuze 'ta ez out roue?» 

Respont a reas Jezuz:

— « Hel lavared a rez, roue on, ha ganet on, ha deuet er béd evid rei testeni d'ar wirionez, ha kement hini a zo dén a wirionez a zelaou va mouez».

38 Hag e lavaras Pilad dezañ:

— «Petra eo ar wirionez?»

39 Goude ar homzou-ze ez eas er-mêz adarre da gavoud ar Juzevien, hag e lavaras dezo :

— « Ne gavan ennañ abeg e-béd d'e gondaoni. Med ar hiz a zo ganeoh e rofen e 'frankiz d'eur prizoniad da geñver ar Pask. Daoust ha plijoud a rafe deoh e rofen deoh roue ar Juzevien?»

40 Neuze e stagjont adarre da grial en eur lavared:

— «N'eo ket hemañ, med Barabbaz».

Barabbaz a oa eun torfetour.

 

Pennad XIX

 

JEZUZ SKOURJEZET HA KURUNET A SPERN

1 Neuze Pilad a gasas Jezuz gantañ hag e lakeas e skourjeza.

2 Ar zoudarded a vlañsonas eur gurunenn greet gand spern hag he lakeas war e benn; gwiska 'rejont dezañ eur vantell ruz. 3 Tostaad a reent outañ hag e lavarent:

— «Salud, roue ar Juzevien! »

hag e stagjont da skei gantañ.

4 Pilad deuet er-mêz eur wech c'hoaz a lavaras d'ar Juzevien:

—«Sellit, e zigas a ran deoh er-mêz. Red eo deoh gouzoud ne gavan ennañ abeg e-béd d'e gondaoni».

5 Neuze e teuas Jezuz er-mêz gand ar gurunenn spern hag ar vantell ruz. Hag e lavaras Pilad:

— «Setu an dén! »

6 Ouz e weled, Priñsed ai Veleien hag o zud a youhas:

— « Ouz ar groaz ! ouz ar groaz ! »

Pilad a lavaras dezo:

— « Kemerit anezañ, c'hwi hoh-unan, hag e stagit ouz ar groaz. Evidon-me, ne gavan abeg e-béd ennañ d'e gondaoni».

7 Ar Juzevien a lavaras dezañ :

— « Ni on-eus eul Lezenn, hag hervez al Lezenn-se, e tle mervel rag m'e-neus en em lakeet Mab da Zoue».

8 O kleved kement-se, e krogas muioh a aon c'hoaz e Pilad. 9 Antreal a reas adarre en ti hag e lavaras da Jezuz:

— «Euz a beleh out?»

Med ne roas Jezuz respont e-béd dezañ.

10 Ha Pilad, neuze dezañ:

— «Din-me eo e chomez heb lavared netra? N'ouzout ket eta am-eus galloud da rei dit da 'frankiz, ha galloud da staga ahanout ouz ar groaz?»

11 Respont a reas Jezuz:

— « Galloud e-bed n'az-pefe warnon, ma ne vije ket bet roet dit euz an Neñv. Setu perag e-neus brasoh pehed an hini e-neus va lakeet etre da zaouarn».

12 Diwar neuze e klaske Pilad an tu da rei dezañ e 'frankiz :

Med ar Juzevien a youhe :

— «Ma lezez anezañ da vale, n'out ket mignon da Zezar; rag kement hini en em lak da roue a ya a-eneb da Zezar ».

13 O veza kleved kement-se e reas Pilad digas Jezuz er-mêz, hag eh azezas war e gador a varner, el leh anvet Lithostrotos, en hebreeg: Gabbatha.

14 Derhent ar Pask e oa, war-dro kreizteiz, hag e lavaras Pilad d'ar Juzevien :

— « Setu amañ ho roue ! »

15 Med ar re-mañ a youhas:

— «D'ar maro! d'ar maro! ouz ar groaz! »

Ha Pilad a-nevez:

—«Ha red eo din staga ho roue ouz ar groaz?»

Priñsed ar veleien a respontas:

— «N'on-eus kén roue nemed Sezar».

16 Neuze e roaz anezañ dezo evid beza staget ouz ar groaz.

JEZUZ LAKEET D'AR MARO

17 Kemered a rejont eta Jezuz. Sammet euz e groaz, ez eas Jezuz er-mêz euz kêr, evid mond d'eul leh anvet «ar glopenn», en hebreeg «golgotha». 18 Eno eo e oe staget ouz ar groaz, ha daou all gantañ, unan a beb tu dezañ, ha Jezuz e kreiz.

19 Pilad a reas ive eur skritell hag he lakeas ouz ar groaz, skrivet warni kement-mañ: Jezuz a Nazared, roue ar Juzevien.

20 Lennet e oe ar skritell-se gand kalz a Juzevien, rag al leh ma oa bet staget Jezuz ouz ar groaz a oa harp ouz kêr. Ha skrivet e oa ar skritell-se en hebreeg, e latin hag e gresianeg.

21 Beleien-Vraz ar Juzevien a lavaras da Bilad:

— «Na skrivit ket «Roue ar Juzevien», med kentoh: « Hemañ e-neus lavaret beza roue ar Juzevien ».

22 Pilad a respontas :

— «Ar pez am-eus skrivet, am-eus skrivet».

23 Ar zoudarded, staget ganto Jezuz ouz ar groaz, a gemeras e zillad hag a reas peder lodenn anezo, unan evid pep hini.

Hag e chome ar zae, gwri e-béd enni, gwiadet en eur pez penn-da-benn, azaleg an neh.

24 Kenetrezo e lavaras ar zoudarded:

— « Arabad deom freuza anezi, med tennom anezi d'ar zord, evid gouzoud da biou e vo».

Evel-se e teue da wir komzou ar Skritur:

— «Lodennet o-deus va dillad kenetrezo, ha va zae o-deus tennet d'ar zord».

Setu aze eta ar pez a reas ar zoudarded.

MARI E-TAL AR GROAZ

25 En he zav, e kichenn kroaz Jezuz, edo e vamm, ha c'hoar e vamm, Mari, gwreg Kleofaz, ha Mari-Madalen.

26 O weled evel-se e vamm hag en he hichenn an diskibl a gare, e lavaras Jezuz d'e vamm :

— «Maouez, setu aze da vab».

27 Goudeze e lavaras d'an diskibl:

— «Setu aze da vamm».

Hag azaleg neuze e kemeras an diskibl anezi en e di.

MARO JEZUZ

28 Goudeze, Jezuz, o houzoud e oa kaset peb tra gantañ da benn, a lavaras, evid ma teufe da wir ar Skritur:

— «Sehed am-eus».

29 Bez' e oa eno eur pod leun a winègr ; lakeet e oa e penn eur gorzenn hizop (52) eun tamm spoue, karget a winègr, ha tosteet ouz genou Jezuz. 30 Kerkent ha m'e-noa kemeret ar gwinègr e lavaras Jezuz:

— « Peurhreet eo peb tra ! »

Hag o veza soublet e benn, e rentas e spered.

AR GWAD HAG AN DOUR

31 Hogen ar Juzevien, o veza m'edod da zerhent ar zabat, evid na jomfe ket ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat — Ha braz e oa an devez sabat-se — a houlennas digand Pilad ma vefe torret dezo o diwesker ha ma vefent savet kuit.

32 Dond a reas ar zoudarded, terri a rejont e ziwesker d'ar henta ha goudeze d'an eil euz ar re a oa bet staget ouz ar groaz gand Jezuz.

33 Pa oent digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne dorjont ket dezañ e ziwesker.

34 Med unan euz ar zoudarded a skoas eun taol lañs en e gostez ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.

35 An hini e-neus gwelet a ro testeni a gement-se, ha gwirion eo e desteni ; hennez a oar e lavar ar wirionez evid ma kredoh, c'hwi ive.

36 C'hoarvezet eo kement-se evid ma teufe da wir ar Skritur:

«Askorn e-béd dezañ ne vo torret».

37 Ha c'hoaz en eul leh all e lavar ar Skritur:

« Selled a raint ouz an hini o-deus treuzet dezañ e gorv ».

OR ZALVER LAKEET ER BEZ

38 Goude an darvoudou-ze, Jozef a Arimatea, hag a oa diskibl da Jezuz, med e kuz, gand aon rag ar Juzevien, a houlennas digand Pilad e lezel da zevel kuit korv Jezuz. Aotre a roas Pilad.
Dond a reas eta Jozef ha kas gantañ korv Jezuz.39 Dond a reas ive Nikodem, eñ hag a oa bet dija, en noz, o weled Jezuz. Digas a reas gantañ eur hemmesk mir hag aloez, eur hant lur bouez bennag.

40 Kemer a rejont eta korv Jezuz, her gronna gand lurennou, ha skuilla warnañ louzeier c'hwez-vad, hervez an doare sebelia gand ar Juzevien.

41 El leh ma oa bel staget Jezuz ouz ar groaz e oa eul liorz, hag el liorz-se eur béz nevez ne oa bet lakeet dén e-béd ennañ c'hoaz.

42 Eno eta, o veza ma oa derhent pask ar Juzevien ha peogwir edo tost ar béz, e lakejont Jezuz.

 

Pennad XX

 

AR BEZ GOULLO

1 D'an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c'hoaz, ez eas Mari Madalen d'ar béz, hag e welas e oa lamet kuit ar mên diwarnañ.

2 D'ar réd e tistro da gavoud Simon-Pèr hag an diskibl all, an hini a oa karet gand Jezuz, hag e lavaras dezo :

— « Lamet o-deus an Aotrou euz ar béz, ha n'ouzon ket e peleh o-deus e lakeet».

3 Neuze ez eas Pèr hag an diskibl all er-mêz, hag ez ejont d'ar béz.

4 Redeg a reent o-daou asamblez med redeg a reas buannoh an diskibl all, hag eh erruas da genta er béz.

5 Soubla a reas da zelled hag e wél al lurennou lakeet eno. Med chom a ra hep mond tre.

6 D'e dro war e lerh, eh erruas ive Simon-Pèr, hag ez eas e-barz ar béz.

Gweled a reas al lurennou lakeet eno 7 hag al lienenn bet lakeet war ar penn, med houmañ e-leh beza gand al lurennou, a oa rollet brao en eul leh a gostez.

8 Neuze eo eh antreas d'e dro er béz an diskibl all, an hini a oa digouezet da genta. Gweled a reas hag e kredas.

9 Beteg neuze n'o-doa ket c'hoaz komprenet ar Skritur pa lavare e tlee Jezuz sevel a-douez ar re varo.

10 Goudeze e tistroas an diskibien d'ar gêr.

MARI-MADALEN A WEL AN AOTROU

11 Mari a-vad a oa chomet er-mêz, e-tal ar béz, hag a ouele. E ser gouela e soublas e diabarz ar béz, 12 hag e welas daou El, gwisket e gwenn, azezet el leh m'oa bet astennet korv Jezuz, 'unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.

13 — «Maouez, emezo dezi, perag e ouelez?»

Hi a respontas:

— «Kaset o-deus ganto va Aotrou, ha n'ouzon ket e peleh o-deus e lakeet».

14 E-ser komz evel-se, e tistro hag e wél Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.

15 Jezuz a lavaras dezi:

— «Maouez, perag e ouelez? Piou a glaskez?»

Hi hag a grede dezi e oa al liorzour, a lavaras dezañ;

— « Aotrou, m'az-peus kaset anezañ ganit, lavar din e peleh az-peus e lakeet, ma 'z in d'e gerhad»

16 Jezuz a lavaras dezi:

— « Mariam ! »

Distrei a reas-hi ha lavared en hebreeg:

— «Rabbouni!» da lavared eo: «Mestr».

17 Jezuz a lavaras dezi:

— «N'ez a ket da douch ouzin, rag n'on ket c'hoaz pignet daved va Zad ; med kerz da gavoud va breudeur, ha lavar dezo : « Pignad a ran daved va Zad hag ho Tad, daved va Doue hag ho Toue».

18 Mari-Madalen a zeuas da gemenn d'an diskibien:

— «Gwelet am-eus an Aotrou, ha setu amañ ar pez e-neus lavaret din».

AN DISKIBIEN A WEL AN AOTROU

19 D'an deiz-se ive, hag a oa deiz kenta ar zizun diouz an noz, ha goude ma oe bet, gand aon rag ar Juzevien, prennet doriou an ti el leh m'edo an diskibien, e teuas Jezuz.

Chom a reas en e-zav en o-zouez, hag e lavaras dezo:

— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! »

20 E-ser kaozeal, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e gostez. O weled an Aotrou e oe laouen-braz an diskibien.

21 A-nevez e lavaras Jezuz dezo:

— «Ar peoh ra vezo ganeoh! Evel m'e-neus va Zad kaset ahanon, me ho kas d'am zro».

22 Goude ar homzou-ze, e c'hwez warno en eur lavared:

— « Resevit ar Spered-Santel.

23 « Ar re ho-po pardonet dezo o 'fehejou, e vezint pardonet dezo, hag ar re ho-po o dalhet outo e vezint dalhet outo ».

FEIZ TOMAZ

24 Tomaz a-vad, unan euz an diskibien, an hini anvet Gevell, n'edo ket ganto pa oa deuet Jezuz.

25 An diskibien all a lavaras dezañ :

« Gwelet on-eus an Aotrou ! » Med eñ a lavaras dezo:

— «Ma ne welan ket en e zaouarn ar merk euz an tachou, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou ha va dorn en e gostez, nann me ne gredin ket».

26 Eiz devez goude, edo adarre an diskibien en ti ha Tomaz a oa ganto. Jezuz a zeuas; an oll doriou a oa serret; hag eñ, en o-zouez, a lavaras dezo:

— « Ar peoh ra vezo ganeoh ».

27 Goudeze e lavaras da Domaz:

— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn, tosta da zorn ha lak anezañ em hostez; paouez da veza diskredig, deus da veza dén a feiz».

28 — «Va Aotrou ha va Doue! » eme dezañ Tomaz.

29 Jezuz a lavaras dezañ :

— «Ablamour m'az-peus va gwelet az-peus kredet. Eüruz ar re o-deus kredet hep beza gwelet».

30 Stank eo ar burzudou all bet greet gand Jezuz dirag e ziskibien, ha n'int ket skrivet el levr-mañ.

31 Ar re-mañ a zo bet skrivet ablamour deoh da gredi eo Jezuz ar Hrist Mab Doue, ha ma helloh, o kredi, kaoud ar vuez en e ano (53).

 

Pennad XXI

 

JEZUZ EN EM ZISKOUEZ WAR RIBL LENN TIBERIAD

1 Goudeze en em ziskouezas adarre Jezuz d'e ziskibien war ribl mor Tiberiad; ha setu amañ penaoz e tremenas an traou.

2 Simon-Pèr, Tomaz lesanvet ar Gevell, Natanael euz Kana e Bro-Halilea, mibien Zebede, ha daou ziskibl all a oa asamblez.

3 Lavared a reas Simon-Pèr:

— «Da besketa emaon o vond».

Ar re all a lavaras dezañ:

— « Mond a reom, ni ive ».

Hag ez ejont er-mêz, ha pignad er vag; med e-pad an nozvez-se ne bakjont netra.

4 Deuet e oa dija ar mintin pa zeuas Jezuz war an aot ; an diskibien a-vad ne ouient ket e oa Eñ.

5 Lavared a reas dezo:

— «Paotred, n'ho-peus ket a besked?»

— «Nann» emezo dezañ.

6 Lavared a reas dezo:

— « Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavoh ».

E daoler a rejont, hag e oa kement a besked, ma ne oent ket evid o zacha ganto.

7 Neuze e lavaras da Bèr an diskibl karet gand Jezuz:

— « An Aotrou eo ! »

O kleved e oa an Aotrou, e wiskas Pèr eun tamm dillad — rag en noaz edo — hag e lammas er mor.8 An diskibien all a zeuas gand ar vag, o stleja ar roued leun a besked; n'edont ket gwall bell diouz an douar : eur hant metrad bennag.9 Pa oent diskennet en douar, e weljont eun tan glaou beo, ha warnañ pesked ha bara.

10 Jezuz a lavaras dezo :

— «Digasit euz ar pesked emaoh o paouez paka».

11 Simon-Pèr a bignas en-dro er vag hag a zachas d'an douar ar roued leun a besked braz, a oa anezo kant tri hag hanter kant ; ha daoust dezo da veza ken niveruz ne oa ket roget ar roued.

12 Jezuz a lavaras dezo:

— «Deuit d'ho tijuni».

Nikun euz an diskibien na grede goulenn outañ:

— «Piou out?»

Med gouzoud a reent mad ez oa en an Aotrou.

13 Neuze e teuas Jezuz, e kemeras bara hag her roas dezo, ha kement-all a reas gand ar pesked.

14 An trede gwech a oa da Jezuz d'en em ziskouez d'e ziskibien abaoe m'oa savet a-douez ar re varo.

AL LABOUR FIZIET E PÈR

15 Goude ar préd, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr:

— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ?»

Respont a reas:

— «Ya, Aotrou, te a oar e karan ahanout».

Ha Jezuz dezañ:

— «Bez pastor va deñvedigou».

16 Evid an eilved gwech, e houlennas Jezuz outañ:

— Simon, mab Yann, ha kared a rez ahanon?»

Respont a reas:

— «Ya, Aotrou, te 'oar e karan ahanout».

Hag e lavar Jezuz, dezañ :

— «Bez pastor va deñved».

17 Evid an trede gwech, e lavaras:

— «Simon, mab Yann, ha kared a rez ahanon?»

Pèr a oa glaharet, o veza m'e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech (54): «Ha karet a rez ahanon», hag a respontas dezañ:

— « Aotrou, te anavez peb tra ; goud a houzoud mad e karan ahanout».

Hag e lavaras Jezuz dezañ:

— « Bez pastor va deñved.

18 «E gwirionez, e gwirionez, m'he lavar dit: pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d'al leh ma karez ; med pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag unan all a lako dit da houriz, hag a gaso ahanout d'al leh ne fell ket dit».

19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e tlee Pèr renta gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c'hoaz:

— «Deus d'am heul».

TESTENI AN DISKIBL KARET GAND JEZUZ

20 O veza distroet, Pèr a welas o tond war e lerh an diskibl karet gand Jezuz, an hini e-noa, e-pad ar goan, soublet war e vruched ha goulennet outañ: « Piou eo an hini a zo o vond da werza ahanout?»

21 P'her gwelas e lavaras Pèr da Jezuz:

— «Hag evid hemañ, petra 'zigouezo gantañ?»

22 Jezuz a respontas :

— « Ma fell din e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra 'ra an dra-ze dit? Evidout-te, deus d'am heul».

23 Diwar ar gomz-ze e savas ar vrud e-touez ar vreudeur ne varvfe ket an diskibl-se. E gwirionez, n'e-noa ket lavaret dezañ ne varvfe ket, med : « Ma fell din e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra 'ra an dra-ze dit?»

24 An diskibl-se a ro testeni euz an traou-ze, hag e-neus o skrivet, ha gouzoud a reom eo gwirion e desteni.

25 Kalz traou all a zo bet greet c'hoaz gand Jezuz, ha ma vefent skrivet hini hag hini, ne hellfe ket ar béd a-béz, a gav din, rei plas d'al levriou a vefe réd skriva.

 

Notennou aviel Sant Yann:
(1) Al latin a lavar «Verbum» da lavared eo «Komz Doue». Doue n'e-neus nemed eur «Gomz» hag eo e Vab. Dre ar Gomz-se Doue e-neus krouet ar béd (kement tra a zo). Dre ar Gomz-se e ro sklêrijenn da galon an dén. Ar Gomz-se eo a zo deuet da veza dén e Jezuz-Krist. E nebleh e-béd ne gaver eur seurt taolenn euz Mister Doue hag an Dasprenedigez. Marteze eo bet an dra-mañ, da genta, eur veulgan evid ar gristenien genta.
(2) Re all a dro : Ar re a gréd en e ano, en ha n'eo ket ganet euz ar gwad..., med euz Doue.
(3) En n'eo ket Eliaz, emezañ; bez' ez eo koulskoude evel eun eil Eliaz. Jezuz eo bel lavar (Mark 9, 13).
(4) Ar Profet Izaiaz e-noa komzet euz eur « zervicher da Zoue » hag a en em leze da veza kaset d'ar maro evel eun oan, warnañ oll behejou ar béd? (Iz. 53,7).
(5) — «... An degved eur»: Peder eur diouz an noz.
(6) Sant Yann, en e Aviel, a gomz aliez euz « va eur ». An eur-ze eo eur e varo hag e adsao da veo, an eur ma tle kas da benn ar pez m'eo deuet da ober. En eur drei an dour e gwin, Jezuz a roio eur « sin », eur skeudenn, euz ar jeñchamamt a zeuio er halonou dre halloud ar Spered-Santel hag a vo frouez e Zakrifis.
(7) Daou-ugent litrad pe wardro en eur muzuliad.
(8) Pa ra Sant Yann ano euz ar Juzevien, eo, aliez, euz ar re a nah komzou Jezuz.
(9) « An avel » hag « ar Spered» : an daou hér-mañ a zo ar meniez hini er yéz a gomze Jezuz, evel ma oa ive e gresianed hag e latin.
(10) Gweled notenn 12 e Sant Vaze.
(11) An naer: skeudenn eun naer, bet savet gand Moizez er goueleh, pa zortias pobl Israël euz an Ejipt, a roe ar yehed d'ar re a zelle outi gand feiz. Evel-se ive Jezuz, staget ouz ar groaz.
(12) Muioh c'hoaz eged an avielerien all, e tiskouez Sant Yann ema erruet dija Rouantèlèz Doue. An neb a gréd a zo dija salvet. A hini ne gréd ket a zo kondaonet.
(13) Bro-Zamaria, etre Bro-Halilea ha Bro-Judea, a oa bel, seiz kant vloaz a-raog, hanter zalhet gand ar bayaned. Ablamour da ze, ar Zamarita-ned, evid ar Juzevien, a oa hanter bayaned. Adori a reent ar meniez Doue hag ar Juzevien, med war Menez Garizim, just a-zioh Puñs Jakob.
 (14) En eur gomz gand ar Zamaritanez, Jezuz a ra dezi pignad a nebeudou euz prederiou an douar da Vister ar Spered-Santel a zeu e kalon an dén, hag a laka da ziwan ennañ ar Vuez peurbaduz.
(15) «Ar zeizved eur»: eun eur goude kreisteiz.
(16) Moarvad, ar pennadou 5 ha 6 a zo bet  eilpennet evid eun abeg bennag. Red e vefe neuze lenn da genta ar pennad 6 a-raog ar pennad 5. Evel-ze e komprener gwelloh an hent heuliet gand Jezuz. Klota gwelloh a ra ive evel-se gand an avielerien all.
(17) «Ha bremañ eo dija»: Ar re a gréd e Jezuz a zo dija, koulz lavared, savet a varo da veo (Gweled not. 12).
( 18) Doue an Tad eo a ro testeni da Jezuz, er Skritur-Zakr, hag ive dre ar burzudou a ra dre e halloud, ha dreist-oll e kalonou an dud a fell dezo selaou e vouez.
(19) Gand burzud ar bara kresket, Jezuz a ro dija eur skeudenn euz ar pez e vo Pask Nevez ar gristenien : ar gwir vara a vuez, a gomzo anezañ goude d'ar Juzevien.
(20) «Lenn Jenezared»: Gweled not. 16 e St-Mark!
(21) «Eur stad»: Daou hant metr pe war-dro.
(22) Jezuz e-unan eo ar bara a ro ar Vuez peurbaduz. Kredi ennañ a zo debri euz ar bara-ze. Hag ar bara-ze eo a gaver e Sakramant an Aoter.
(23) « Va horv evid buez ar béd » : E gorv staget ouz ar groaz, hag e gorv prezant e Sakramant an Aoter en eun doare misteriuz.
(24) «Spered ha buez»: Kement-se ne hell c'hoarvezoud nemed dre halloud ar Spered-Santel, ha ne hell beza komprenet nemed ouz Sklêrijenn ar Spered-Santel.
(25) Tri houel braz ar Juzevien 'oa: Pask, ar Pantekost hanter kant devez diwezatoh, ha Gouel an Teltennou e Miz-Here... Evid arGouel-mañ, an dud a ree lochennou gand bodou hag a veve enno e-pad eiz devez, e koun euz o dieubidigez diouz daouarn an Ejipsianed hag an amzer tremenet dindan teltennou e-kreiz ar goueleh.
(26) «E vreudeur»: Da lavared eo e gendirvi.
(27) «... dén ne ouezo»: Hervez eur gredenn hag a gavede-touez tud a oa.
(28) Ar Spered-Santel ne dlie beza kaset d'an dud, nemed goude ma vefe peurechu e labour gand Jezuz, ha goude ma vefe pignet da azeza en tu dehou d'an Tad.
(29) « Ez On » : Ouspenn beza « Mab an dén » Jezuz a zo Doue. Bez' ez eo an hini a lavare da Voizez: «An hini a zo eo ez on».
(30) Beza Samaritan ha beza dalhet gand an diaoul a zo daou zismegañs grevuz war vuzellou ar Juzevien.
(31 ) En e feiz, Abraham a oa leun a joa, ablamour d'ar promesaou e-noa Doue greet dezañ da venniga e ziskennidi.
(32) « Pare an dén dall » : Sant Yann e-neus skrivet an danevell-mañ gand nerz ha fent. Eun dudi eo he lenn. Ar gentel a-vad a zo pouezuz : ar sklêrijenn wirion ne deu nemed euz Doue.
(33) Ar pehed eo kredi e weler sklêr, hag evel-se nah reseo ar wir sklêrijenn digaset gand ar Hrist.
(34) «Deñved all am-eus»: Ar poblou payan hag a vo, d'ezo ive, prezeget an Aviel.
(35) « Gouel an Dedi » : hag a veze lidet e Miz-Kerzu, e koun euz an deiz, daou hant vloaz a-raog, ma oa bet sakret an Templ a-nevez, goude beza bet dizakret gand ar bayaned.
(36) « 15 stad»: war-dro 3 km.
(37) « Me eo an adsav da veo » : Marta a grede e dasorh ar re varo da 'fin ar béd. Jezuz a respont dezi eo Eñ e-unan dija dasorh ar re a gréd ennañ.
(38) E-touez an diavêzidi, e oa meur a hini hag a oa gounezet da 'feiz ar Juzevien, hag o-doa zokén digemeret o giziou e-keñver ar Relijion.
(39) Jezuz a ouie mad e oa deuet e eur da zavetei ar béd, dre e varo war ar groaz, evid gloar Doue e Dad.
(40) An diaoul, an hini ma sent outañ ar béd dre ar pehed.
(41) «Gwalhi ho treid an eil d'egile»: Da lavared eo rei servich an eil d'egile gand izelègèz ha kalon vad.
(42) Hervez giz koz ar Juzevien an diskibien a oa astennet ouz taol war dorchennou, ha Yann moarvad a oa en tu dehou da Jezuz.
(43) An Hent da vond da Zoue ; ar Wirionez a-zivoud Doue ha Mister ar Zilvidigez; ar Vuez peurbaduz evid ar re a gréd ennañ.
(44) « Eur Skoazeller » : Ar gér gresianeg amañ eo « Paraclet ». Jezuz a oa dija eur «Skoazeller» evid e ziskibien.
(45) « Deom a-hann » : amañ e tle beza moarvad geriou diweza Jezuz da lavared kenavo. Ar pez a zeu war-lerh a dle beza bet lavaret a-raog.
(46) Heñvel a-walh eo houmañ ouz eur barabolenn. An dén a gav pep tra e Jezuz: ar bara, ar sklêrijenn, an hent, ar wirionez, ar vuez, an dasorh. Bez' ez eo ive ar winienn wirion a ranker reseo diganti ar vuez da helloud dougenn frouez.
(47) « Ar varnedigez » : Ar Spered-Santel a ziskouezo eo pehed chom hep kredi er Hrist, eo justis d'ar Hrist beza savet en tu dehou d'an Tad, hag eo Satan kondaonet hiviziken.
(48) « Pedenn Jezuz » : Jezuz a béd e Dad evitañ e-unan, evid e ziskibier neuze hag ar re da zond, hag evid ma vo unanet kenetrezo ha gand Doue ar re oll o-deus feiz. Ar bedenn-mañ eo kaerra tra a gaver en Testamant-Nevez
(49) « Eun diskibl all » : Yann moarvad. Pe marteze Mark, rag anaveze oa an dén-ze gand ar Beleg-Braz.
(50) Difenn o-doa da antreal e ti eur payan. Prederiet e oant da zenti o ar poent-se euz al Lezenn, hag e keid-se e kondaonent eun dén just!
(51) Ar pennadureziou roman hepkén a helle kondaoni d'ar maro. Ar gwir-ze 'oa o hini, ha war ar poent-se ne varhatent ket. Pilad a oar mad kement-se. N'eus ennañ a-vad nemed disprij evid ar Juzevien. Med souez ha skoet eo gand Jezuz. Re a laoskentez a zo ennañ koulskoude, ha dre-ze i e teuio ar Juzevien a-benn anezañ.
(52) « Eur gorzenn hizop » : Lod a lavar kentoh troad eur goaf, eul lañs ar pez a zo êsoh da gredi.
(53) « Kaoud ar vuez en e ano » : Evid an dra-ze eo ez eo deuet Jezuz ; ha setu aze Rouantèlèz Doue en he-féz... Amañ eo ema klozadur genta Aviel Sant Yann. Ar pez a zo war-lerh a zo bet laket ouspenn, nebeud diwezatoh
(54) « Evid an trede gwech » : Pèr e-noa nahet teir gwech e Vestr. Jezuz a ra dezañ anzav teir gwech ive e garantez evitañ.

 

<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<< < < > > >>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>

notenn: daoust ma'z 'eo bet diwallet pizh ouzh an destenn niverel ez eo posubl ma vez kavet distrujet ger pe ger tamm pe damm en ur ober gant ar luc'h-skuber (benveg-skan).

Aviel Jezuz-Krist (hervez S. Vaze, S. Mark, S. Lukaz, S. Yann)

troet e brezhoneg gand "Kenvreuriez ar brezoneg" (Eskopti Kemper ha Leon), Nihil Obstat hag Imprimatur gantañ

embannet gand "Ar Skol dre Lizer" (1982).

al levr-se a c'heller kavout evit prennañ e-stal-levrioù Abati Landevenneg (Penn-ar-Bed)

this pocket-book can be found for sale at the bookshop of Landevennec Abbey (Finistère, Brittany, France)