SPERED AR VRO        thema  @ letelegramme .fr


 pajenn degemer/home/accueil

Kavet e vo amañ pennadoù embannet ur wech ar sizhun (d'ar yaou) er gazetenn "Le Télégramme de Brest" - pajenn Spered ar Vro - dre ar c'hazetenner  Lionel Buannic. Papers which appear every thursday, within regional news.

embannet e 2007:

Mamm Ameli penn koumoul

Keleier dre 4 radio

Pop / Rap e Brezhoneg e Pariz

O perc'herinañ dre Israel ha Palestina

Breizh Touch 2007 e Pariz 

Skolioù divyezhek

Harz-lammer  

Kreoleg enez Réunion

Un den e-kichen 

Ar C'helt deuet eus Utrecht

Mirdi Breizh e Roazhon 

Un tiig Hungaria da gafeta ennañ 

Plogoff - Nukleel, n'eus ket

Pa vez bugale klaskerien soñjoù

Dre heñchoù Amerika-Su

Kastell an Tarv (Montroulez)

E Kerneveureg 

Drouiz ar Gorsez 

dre Venez Are en ur ganañ

Louzoù ar yezh (studiadenn 2006)

Ar Vro Bagan - Fest ar Pimoc'h

Lors Jouin - Toud 'sames 

Skol-Veur ar Yaouankiz 2007

Coop Breizh: e kalon sevenadur

SaV: pemp bloaz dija!  

Brest e Breizh

Ar re o sikour ar re gozh

Bigouter ha bouedmirer

Skol Ober: deskiñ dre lizher

Kartenn gentañ ar vroioùigoù

Landerne-Burkina (Afrika)

Tourioù-avel an dazont

Ar yezh er vuhez-labour

Alaman ha brezhoneger

Daouzek lizher eus bro Sina

Gwennyn: En tu all

embannet e 2006 pe gent:

SPERED AR VRO 2006 

Ur wech ar sizhun  ( bep yaou) e vez kavet ur pennad e brezhoneg (gantañ ur berr-ha-berr e galleg) e-barzh ar gazetenn pemdeziek An Delegram. Skrivet int en un doare dereat, birvidik hag aes a-walc'h evit an dud etre (n'eo ket ret frifurchal e-barzh a-geriadur e bep frazenn!) pe varrek war ar yezh, anat eo. Mat e vo ivez evit an deraouidi hag a blijo dezhe komprenn frazenn pe frazenn. 

Gwerzet e vez ar gazetenn e tri departamant kornôg Breizh, da lâret eo: Penn-ar-bed, Aodoù an Arvor, Mor bihan. Kavet e vez ouzhpenn-se e meur a lec'h all evel tier-gar Roazhon pe Bariz-Moñtparnas. Siwazh ne vez ket kavet anezhi e Naoned. Perak? N'ouzon ket... Moaien ebet d'he urzhiañ kennebeut en abeg ne vez ket skignet dre rouedad an NMPP met dre giri-samm ar gazetenn war-eunn, hervez kont.

Kavet e vo amañ meur a bennad, ar re zo bet embannet n'eo ket pell, da gentañ tout. Deuit amañ ingal pe ur wech an amzer da zizoloiñ pennadoù nevez!

A benn a fin e ziskouez ar pennadoù-se sevenadur, levrioù, tudoù hag all, kement ha tachennoù sokial pe ekonomikel ivez...  Ur gwir skeudenn Breizh a-vremañ hag o tont...Un doare da sell ouzh Breizh a-bell, da anaoud petra zo nevez er vro pe benaos e ya ar vuhez enni!

Nevez zo: e diskar-amzer 2006 eo deuet da vezañ ar rubrikenn ur bajenn a-bezh, enni ar pennadoù diskouezet amañ, koulz hag pennadouigoù all, ul lodennig anezho e brezhoneg ivez. Un tamm keloù mat a ziskouez sklaer e c'hell dont  war wellaat an en-dro evit hon yezh? N'eo ket gounezet c'hoazh, re bell emañ Yann diouzh e gazeg re alies. Met traouigoù zo hag a cheñch, tamm-a-tamm. Gant ma vo an aergelc'h-se nompas o vezañ mouget rak hon politikourien, met digemeret mat ha sikouret gante kentoc'h! Poblañs ebet war an douar-patatez-mañ ne c'hell bevañ yac'h ha fizius hep dazont, hep hec'h hent dezhi, hep ma vo distaget, war un ton brav en he genoù, ar gerioù tremenet gante ar c'hanvejoù a rummad da rummad...Ha gwir eo e teu ar brezhoneg eus kalon don ha kozh-kozh Europa. Gwir eo emañ ar brezhoneg evel ur vleunienn gaer e-kreizig ar prad sevenadurel europaek.

Nevez (miz Gwengolo 2006): evit mont e darempred gant ar gazetenn  (rubrikenn Spered ar vro pe ar bajenn a-bezh gouestlet d'ar  yezh), skrivit da: 

thema  @  letelegramme  .fr

(diskouezet eo ar chomlec'h genrouedadel dre beder lodenn a-enep ar spammoù - kemennadennoù breiñ oc'h aloubiñ ar genrouedad -, met ret eo  stagañ anezhe evit gwir).