pennad16 - A-denn-askell

pajenn degemer/home/accueil   -   Spered ar Vro

Kavet e vo amañ an pennadoù embannet bep yaou er gazetenn "Le Télégramme de Brest" - rubrikenn Spered ar Vro - dindan sinadur ar c"hazetenner  Lionel Buannic

Meriadeg. A-denn-askell.

 

Deuet eo a-benn d'ober unan eus bravañ micherioù war an douar : nijal ha beajiñ.

 

« Warc'hoazh ez in da Londrez. Distreiñ a rin e Pariz, Mont a rin da gousket e Roma. Degouezhout a rin da nav eur noz du-hont. Amzer am bo da vont d'ober un dro e kreiz-kêr, pe da vont da welet ur mirdi, a-raok mont kuit da Bariz d'an deiz war-lerc'h da deir eur goude merenn. »

 

Na brav ar vicher, na brav ar vuhez. 23 bloaz eo Meriadeg ar Bras. Loman 'ba ti Air France. « Hag abalamour da Ziwan eo, un tammig. A-raok mont da skolaj Ar Releg e oan aet da dremen daou zevezh du-hont da welet penaos e oa en traoù. Aet e oamp betek Enez Eusa gant ar c'harr-nij. Ar c'hentañ gwech e oa din mont e-barzh ur c'harr-nij. Dispar em boa kavet ! E fin ar c'hwec'hvet klas em boa tro da vont d'ar Stadoù Unanet gant ma familh. En ur ziskenn eus ar c'harr-nij em boa graet ma soñj da vat ha lavaret da ma zud : c'hoant am eus bezañ blenier kirri-nij. » Hag eo deuet.

 

Deskiñ gant kirri-nij bihan.

 

«Math sup». «Math spé». Labour Arnodennoù. An E.N.A.C. (Skol Vroadel an Nijerezh Sivil). Gortozet en deus a-raok pegañ e-barzh ur stur. « Ur brevet diaz evit bleniañ kirri-nij bihan a zo tu da dapout pa vezer yaouank. Met ret eo dispignan 5.000 €. N'em boa ket an arc'hant-se. Morse n'em boa bleniet ur c'harr-nij a-raok mont d'ar skol. Studioù war ar jedoniezh a reer kalz evit prientiñ an arnodennoù. Met war-lerc'h n'ho peus ket kement a draoù skiantel. Ar meteo a vez studiet. An nijerezh dre radio, lezennoù ha gwir an aeronotik ivez. Ha bleuniet e vez kirri-nij bihan, henvel ouzh reoù un aero-klub. Ar pezh a santez en ur sachañ diwar ar stur a zo dispar ! Dibradañ a rez, div vunutenn da c'houde e treuzez ar c'houmoul, hag e welez an heol... dispar eo ! »

 

Fiziañs.

 

« Skuizhus ha plijus eo ar vicher-se. Ne cheñchfen ket morse evit ur vuhez all ! » Ha digoumoul eo oabl al loman yaouank.

 

Konkurañs ha gwask al low cost ? « Bez ez eus, evel just. Ha startoc'h startañ e vo, evel war forzh peseurt tachenn. Met fiziañs am eus. Ganeomp ne vez ket rentet ar memes servij d'an dud. » Ar brezel e broioù zo ? « A-raok kas ac'hanomp d'ur vro ez eus ur bern tud oc'h en em c'houlenn ma talv poan mont. Fiziañs em eus en dud-se. »

 

Ar surentez e-barzh ar c'hirri-nij ? « Kompren a ran e c'hell bezañ torr-penn evit ar veajourien. Met gwelloc'h eo ober re evit ar surentez. Ha fiziañs eus en dud oc'h ober war-dro ar surentez. Ma n'em eus ket me fiziañs enno, piv en do fiziañs ? »

 

Fiziañs, atav ar memes ger-stur. Fiziañs e-barzh ar re all. Evel ma vez goulennet digant ar re all kaout fiziañs ennañ. « Ar giriegezh a blij din. Gouest on da vleniañ kirri-nij A320. Betek 210 den a vez degemeret en o bourzh. Kiriek on eus an dud-se. Hag aon n'am eus ket. Amzer fall pe arnev a zo a-wechoù. Met hor micher eo. Stummet on evit ober war-dro traoù e-giz se. ».

 

Nijadennoù hir.

 

Evit poent ez a Meriadeg ar Bras da Europa (Londrez, Roma, Berlin...), d'ar Maghreb (Casablanca...), da vroioù ar Reter (Moskou, Armenia...) ha betek Siria bep a vare. Met emañ e soñjoù o nijal pelloc'h dija. « Goude pemp pe c'hwec'h vloavezh en Europa, ma dro mat an traoù, e vez kinniget d'al lomaned mont d'ober nijadennoù hir. D'ar poent-se e c'heller mont da Amerika, Afrika, hag Azia. » Avel vad dezhañ !

 

Lionel Buannic

 Embannet e-barzh An Delegram - rubrikenn Spered ar Vro – d’an 28vet a viz gwengolo 2006.

 

geriadur: al loman = an den a zo bleniet ar c’harr-nij gantañ.