pennad 11 - DAO

pajenn degemer/home/accueil   -   Spered ar Vro

Kavet e vo amañ an pennadoù embannet bep yaou er gazetenn "Le Télégramme de Brest" - rubrikenn Spered ar Vro - dindan sinadur ar c"hazetenner  Lionel Buannic

 Deskiñ e-pad an hañv

 

Amzer vak e-pad an hañv ? Deuit da zeskiñ brezhoneg !

 

Brav an amzer, sioul an traoù, tamm labour ebet evit gwaskañ ac'hanoc'h... N'eus ket gwelloc'h evit mont, disoursi, da zeskiñ pe da beurzeskiñ hor yezh e-pad ur sizhunvezh. « 22 staj a vo aozet e-pad an hañv-man, e Breizh Izel, peurliesañ » en deus kontet Frederig Ollivier, eus ar gevredigezh DAO (Deskiñ d'An Oadourien). « Muioc'h mui a stajoù a zo bep bloaz. Goulenn a zo. Lod eus an dud a gav dezho eo an doare gwellañ da zeskiñ brezhoneg. Klotañ a ra mat gant ar c'hentelioù noz. Lod eus ar stajidi o deus komañset da zeskiñ brezhoneg gant ar c'hentelioù noz e-pad ar bloaz. Mont a reont d'ur staj hañv evit kaozeal da vat. Ur seurt "soubidigezh" a zo. Efedusoc'h eo. 35 eurvezh a gentelioù a zo e-pad ur staj. Kement hag e-pad ar bloavezh skol a-wechoù! An dud a blij dezho an doare-mañ da bleustriñ ha da vont primoc'h. Met stajoù berr a vez goulennet. Eizhtez pe pemzektez. E Skaer en deus ranket KEAV nullañ an trede sizhunvezh staj ar bloaz-mañ »

 

Bevañ e brezhoneg.

 

Un doare da gelenn ha da zeskiñ disheñvel krenn eus ar pezh a vez graet e-pad ar bloaz. « An dud o deus c'hoant da gaout "ouzhpenn kentelioù". Abadennoù a bep seurt, pourmenadennoù, labour, c'hoariva, sport, keginañ... a vez kinniget dezho, bremañ, e-pad ar stajoù hañv. Graet e vez pep tra e brezhoneg, hep soñjal. Digarezioù a vez kavet da gomz brezhoneg, e-pad merenn, pe deus noz ivez. An dud a blij dezho bevañ e brezhoneg. » Abalamour da se e vo aozet ur staj nevez B & B e Bro Leon (Bevañ e Brezhoneg. Roet e vez bod d'ar stajidi gant familhoù a ra gant ar brezhoneg).

 

Abalamour da se e vez degemeret kement a vrezhonegerien a-vihanik gant Mona Bouzeg (Staj Koad Pin, e Rieg) : evit ma teufent da gejañ ha da gaozeal gant ar re o teskiñ ar yezh. « N'ouzer ket re piv a deu er stajoù-se. A bep seurt tud a zo, a bep seurt oad, a bep seurt labour gante. Estrañjourien a vez. Ha tud o chom pell eus Breizh. An doare nemetañ eo evite da zeskiñ brezhoneg a-wechoù. Talvoudus eo dezhe. »

 

Ken talvoudus e vefe marteze degemer er stajoù-se tud bel desket brezhoneg ganto war barlenn o mamm, ha n'int ket gouest da lenn pe skrivan o yezh. « Gwir eo. Met un doare all da gelenn e vefe. Hag alies-tre, ar vrezhonegerien a-vihanik ne gredont ket dont er stajoù se. »

 

Kelaouiñ an dud.

 

Muioc'h a stajoù a vez kinniget e-pad an hañv, neuze. Met muioc'h a stajidi n'eus ket. Ouzhpenn 600 a dud o doa lakaet o añv ar bloaz paseet (ouzhpenn 5.000 a dud o doa heuliet kentelioù noz e Breizh a-bezh). « Un digresk a oa bet gwelet abaoe ar bloavezh 2.000. Met d'am sonj emañ an traoù o stabilaat. E lec'hioù zo e vez ar sifroù o kreskiñ en-dro. N'eo ket anat gouzout perak zo mareajoù a dud e-giz-se. Ur c'hiz eo ! Ha start eo deomp tizhout an dud, kelaouiñ ar boblañs. Ur prantad bruderezh a vez graet bep bloaz e miz Gwengolo. Vat a ra. Met n'eo ket a-walc'h. Alies-tre e vez gwelet tud deuet da zeskiñ brezhoneg er stajoù, pe er c'hentelioù noz "dre zegouezh". Labour a zo d'ober c'hoazh ! Er mare-mañ emaomp o vicherelaat an doare da gelenn brezhoneg, o klask sevel ur c'hursus gwir, gant palioù resis d'ar stummadurioù. Poent eo lakaat e penn an dud zo moaien da c'houzout brezhoneg da vat gant ar c'hentelioù noz pe ar stajoùHag ez eus. Chañs vat dezho !

 

Lionel Buannic

 

DAO : tél. 02.98.99.94.24.

dao.breizh@wanadoo.fr

 

pennad embannet e-barzh An Delegram, d'an 29vet a viz Mezheven 2006

 

E galleg, en français

Vous avez un peu de temps libre cet été ? Alors, ne bronzez pas idiot et apprenez le breton. Vingt-deux stages intensifs sont proposés dans toute la Bretagne. Et l'enseignement a bien évolué. Finies, les journées sur les bancs de classe. Aujourd'hui, vous apprendrez notre langue en cuisinant, en faisant du sport, du théâtre ou, tout simplement, de belles balades, en breton. Les résultats sont assurés !