pennad - Gwalarn

pajenn degemer/home/accueil

Gwalarn 144-145 (Genver-C'hwevrer 1942) 

Brudet mat eo bevenn Sebillot. Met o fiñval en deus un tammig e-pad ar c'hanved dremenet, hag a-wechoù ez eo aet ar brezhoneg en-araok ! The limit  known as Sebillot, between breton language and french language, is quite famous in history hon yezh. During the first part of  20th century, sometimes  breton  could have been taken advantage, locally.

Pelec'h emañ e gwirionez bevenn ar brezoneg ?


EUN DEVEZ-ENKLASK TRO-DRO PLOUAGAD (l) 

Gwellan enklask bet kaset da ben betek-hen diwar-benn bevenn ar  brezoneg  hag ar galleg, hini Paol Sebillot  an hini  eo. Savet ar wech kenta e 1878 (2) ez  eo bet peurglokaet hag adembannet e 1886 (3).

En eil-enklask-se eo e kaver evit ar wech kenta en istor ar brezoneg bevenn hor yez merket resis (4) eus eur gêriadenn d'eun all (ha neket hepken a vourc'h da vourc'h), diwar liziri-diskleria kaset d'an oberour gant kenskriverien d'ezan, mezeged, ha beleien peurliesan, da lavarout eo gant tud hag a anaveze dre vicher peseurt yez a veze implijet er gêriadenn-man-kêriadenn. Kartennou a glot gant diskleriaduriou talvoudus-meurbet.

34 —
N'eo ket bet pleustret war gudenn ar vevenn abaoe ha, pa gomzer anezi, e fizier c'hoaz war labour Sebillot. Abeg ebet da gavout e-kement-se. Savet e oa bet gant aked hag e c'hellomp lakaat e oa gwirion d'an ampoent.

Hogen ouspenn hanter-kant vloaz a zo tremenet abaoe. Kemmou a zo c'hoarvezet e lec'h pe lec'h ha ne ouzer netra resis diwar o fenn.

An enklaskou diwezan diwar-benn stad ar brezoneg, hini A. Dauzat (5) e 1926 ha dreist-holl Gwalarn (6) e 1928, a ziskouez splann pelec'h eman hor yez en arvar. Kudenn ar vevenn, evel ma oa bet dirouestlet gant Sebillot, n'o deus ket adstaget ganti. Da gredi eo koulskoude e vefe dizoloet traou dudius ha kentelius e-kenver lusk-dilusk ar vrezonegerien hag ar c'hallegerien.

     ***

Pemzek vloaz ' zo edon o chom e Gwengamp, hag e tiwanas e spered eur mignon d'in hag em hini mont d'ober eun taol-arnod.

Eur sul beure eta, e derou miz Kerzu 1926, e kemerjomp tren bihan Plouha, lakaet en hor sonj baie a-hed bevenn ar brezoneg adal Goudelin betek Plouagad. Eur gwir zevez Kerzu e oa, izel ha teñval an oabl, leiz ha latarek an amzer, an dour o tivera diouz ar gwez dizeliet. Ne oa ket dibabet mat koulz eur seurt bale. N'eus forz, bountet gant hor froudenn, e rejomp an hent eun devez-pad eus eur gêriadenn d'eben en eur c'houlennata tud ar vro.

— 35 —
D'an noz e oamp en eur vrao a stad, m'hel lavar d'eoc'h : kantren a-hed an hentou-karr fantek ha gleb-dour-teil alies, dre wirimeier ar parkou, mont krec'h-traoñ d'ar c'hleuziou hag an diribinou en doa lakaet hor botou hag hor bragou en eur stad truezek. Hogen dizoloet hor boa eur guchennad vat a draou nevez.

Sellit piz ouz ar gartennig aman dirak. Gant ano ar c'hêriadennou isvarennet e c'hellit heulia hon tro.

Daou dra a weler fraez dioustu :

1. Eus kêriadenn an Dreinded en hanternoz, war riblenn dehou ar stêr Lev, nepell diouti, betek ar Pebel eo chomet diflach ar brezoneg abaoe 1886.

2. Eus ar Pebel betek Kergouarin, tost da Lanrodeg en deus ar brezoneg gounezet tachenn.


Setu aman bremañ diskleriaduriou hiroc'h, diwar an notennou savet ganeomp e-pad hor bale :
An Dreinded (7), er vro vrezonek ;
La Ville Gare, er vro c'hallek. Hervez Sebillot e oa ar gêriadenn-se hanter boblet gant brezonegerien. Ne chom mui nemet mestrez an ti hag he merc'h en eur vereuri distro hag a oar brezoneg.

Keja a ra ar vevenn ouz ar stêr Lev e-tal Kerimerc'h. E Kerimerc'h, Kersteun, Melar, Kerouezern, ar Pebel (8) brezonegerien, nemet e mereuri Kistili, meret. gant eun tiegez a Vreiz-Uhel abaoe eur pemzek vloaz bennak.

— 36 —
Mereuri Les Hauts, daoust d'hec'h ano, a zo enni brezonegerien. Kêriadenn Lagadeug (distaget Lagadin), a zo poblet gant Breiz-Uheliz. En eur vereuri, an tad koz, genidik eus ar Merzer, a oar brezoneg ; e vab, mestr an ti, eun tammig ivez.

Hiviziken e kavomp eun diforc'h bras gant bevenn 1886.

Heulia a rae ar vevenn-se harz parrez Plouagad, a-hed eun adstêr eus al Lev, dre g-Kerdaniel-Taillar (Kerdanie war gartenn an Arme), Kerivoa (n'emañ ket war gartenn an Arme), Mezouadou, Keranroue, Kerfulup, Kergrec'h (N'emañ ket war g. an A.), Kergouriou, Koatandoc'h, Kersteun ha Kergouarin.

Hervez kartenn Sebillot eta ez eo Plouagad eur barrez c'hallek. Koulskoude e skrive en e studiadenn : «Plouagad, parrez ma n'eus enni kêriadenn ebet brezonek penn-da-benn, e vez koulskoude komzet brezoneg enni bremañ muioc'h eget daou-ugent vloaz 'zo, e kêriadennou Kerharscouet (n'emañ ket war g. an A.), Krist ha Leshouran » (paj. 9).

Kavet hon eus-ni e oa anavezet ha komzet ar brezoneg e parrez Plouagad kalz muioc'h eget en amzer Sebillot.

Heulia a ra ar vevenn nevez-se eur wazig hag a laka e bro ar brezoneg:

Krist, Founebello, Kennorvan, brezonekaet penn da benn.

E Kerlan-Krist ez eus daou diegez : unan a oar brezoneg, egile ne oar ket. War riblenn dehou ar wazig, e Kerbizien, mestrez an ti, e Lanrodeg, e Kervaux, mestr an ti, eus ar Merzer, a oar brezoneg.

Kerjagu, fabourz Plouagad, ne oa nemet brezonek gwechall, gouez d'an dud. Breman e vez implijet
an diou yez, darn eus ar boblans a oar ar yez a-vihanik, ar re all a zo deuet a Vreiz-Uhel tost.

— 38 —
Tostoc'h ouz Kastelaodren, e Kergouan, Kerfidi, Beaupré e komzer brezoneg. E Mississipi ez eus eun tiegez brezonek pè zaou. Kernaba, Karpont, Roskouarnar (?) a zo poblet gant brezonegerien deuet eus ar C'hornog. Kêriadenn ti hent-houarn Kastelaodren a zo, gant unan pe zaou diegez, begenn bellan ar yez.

Kerkent ha treuzet al linenn hent-houarn e kil ar brezoneg en-dro etrezek ar C'hornog:

Kerleg, Keraoter, « Les Gerbes » a zo gallek. Kerbouilhen, tost da vourk Plouagad, a zo brezonek. Ar « 5 Croix », gant daou diegez, a zo hanter vrezonek, hanter c'hallek. E Kerlan galleg nemetken. Adkavout a reer divrall bevenn Sebillot e Kergouarin e-kichen Lanrodeg.

Dao eo lavarout eur ger bennak diwar-benn bourc'h Plouagad hec'h-unan. Araok an Dispac'h bras, ne veze mui graet gant ar brezoneg en iliz, gouez d'ar person. Koulskoude ne c'heller ket lakaat ar vourc'h-se e-maez tachenn ar brezoneg. Daoust ma vez ar galleg ar yez graet ganti ar muiañ, tiegeziou eus ar vourc'h a zo ar brezoneg o yez. Ouspenn, abaoe pell pe belloc'h ez eo deuet gallegerien a Vreiz-Uhel d'ober o annez er vourc'h. Ret e vefe furchal spisoc'h amañ.

     ***

Peseurt  kentel tenna ?
Da gentañ, parrez Plouagad, lakaet e-maez ar vro vrezonek gant kartenn Sebillot, a oa deuet da veza brezonek en-dro tost d'an drederenn anezi e 1926.

— 39 —
D'an eil, ar pep niverusañ eus kêriadennou ar barrez a zo ganto anoiou brezonek a-vremañ. N'eus ket gwall bell eta ez eo bet gallekaet, lakaomp' war-dro kant hanter-kant vloaz, hag evit gwir n'eo ket bet morse mouget da vat ar yez e tachennadouigou'zo. Advrezonekaet eo bet abaoe eun darn anezi. E 1886, e lavare Sébillot e veze komzet muioc'h ar brezoneg enni eget daou-ugent vloaz araok. E 1926 en doa kendalc'het da adc'hounit tachenn.

N'eo ket dre e nerz e-unan, hogen dre ma teu kouerien eus harzou Breiz-Izel da brena pe da feurmi mereuriou eno.

     ***

E parrez Plelo, diouz ma lavare d'eomp ar person, e c'hoarvez kemend-all : war-dro eun drederenn eus e barrezianiz a oa brezonegerien, rak « Breiz-Izeliz ar vevenn hag a oar an diou yez ne reont forz evit mont da chom er vro c'hallek. Kouerien ar vro-se, ha na ouzont nemet galleg ne deont koulz lavaret morse da feurmi eur c'houmanant e Breiz Izel ». 
   
                                      ***

Ha ne gav ket d'eoc'h e vefe dudius sevel eun enklask diwar-benn bevenn ar yez en he hed ? Evidoun-me da nebeutan, e kav d'in e vefe.

Da gentañ, evit anavezout gwelloc'h gwir dachenn hor yez. D'an eil, hag eno emañ an dalc'h, e-kenver an amzer da zont, evit gouzout e pe seurt parreziou ez eus eun niver brezonegerien enno.

Er parreziou-se e ranko ar yez beza difennet hag evit-se beza desket er skoliou. Panevet-se ez afe buan hor yez da get e-touez ar vrezonegerien divroet-se. Hag e-lec'h eun dachenn gounezet, eur c'holl e teufe buan da veza.

Fanch DENOUAL.

(1) Skriva a reomp Plouagad o veza m'eo reisoc'h ar stumm-se eget Plagad, distaget gant tud ar vro.
(2) E Bulletin de la Société d'Anthropologie, bodadenn ar 6-6-1878.
(3) E Revue d'Ethnographie : La Langue bretonne. Limites et Statistiques. Paris 1886.
(4) Diskleriaduriou Sebillot diwar-benn bevenn ar brezoneg a zo resis etre Plouha ha Plouagad, amresis etre Plouagad hag harz ar Morbihan, distank evit ar Morbihan.
(5) A. Dauzat. Le breton et le français, e La Nature (1926) hag e Revue de Philologie XLIII (1929).
(6)  R. Hemon. Enklask diwar-benn stad ar brezoneg e 1928 (Gwalarn, 1930).
(7) Brezonekaet hon eus an anoiou-lec'h pe reizet o doare-skriva pa oa aes hen ober. Da skouer, an Dreinded a zo war ar c hartennou a-berz stad La Trinité.
(8)  Ar c'hêriadennou-se a zo e parrez Bringolo. Er barrez-se, brezonek penn-da-benn, n'eus keal  ebet eus ar  brezoneg  en iliz hag er c'hatekiz. Nevez'zo e oa bet anvet da berson unan ket unan ha na ouie ket brezoneg.