levr an amprevaned (1932)

pajenn degemer/home/accueil

Emañ "Levr an amprevaned" ul levrig evit ar skolidi, 31 pajenn ennañ, embannet anezhañ dre Skridoù Breizh (Brest, 1932). Skrivet gant G.B Kerverziou ha skeudennaouet gant Yann Berthou.

 

Trugarekaat a ran a greiz kalon an Aotrou KERLANN, skolaer, evit ar skoazell vras am eus bet digantañ evit peursevel al levr-mañ, dreist-holl evit lakaat ar yezh anezhañ diouzh doare bugale hor Bro.

 

RAKLAVAR

 

Savet em eus al levrig-mañ, bugale ger, evit diskleriañ deoc'h petra eo an amprevaned. Gouzout a rit ez int traoù bihan an darnvuiañ anezho; lod a zo blot o c'horfoù ha lod all kalet. Darn anezho a vev en dour, darn all war an douar, darn all c'hoazh en aer. M'hoc'h eus sellet piz outañ, hoc'h eus merzet ez a teir lodenn da ober korf un amprevan, anezho: ar penn, ar brusk, hag ar c'hof. Korf ur wespedenn a ziskouez anat ar rannidigezh-se.

 

Ouzh ar penn hoc'h eus gwelet daou seurt neu-dennig: kernieligoù-tastourn a reer anezho. Servij a reont dezhañ d'en em heñchan. Dougen a ra ivez penn an amprevaned daoulagad liestalbennek ha daou vell-chaokat a anvimp karvanouigoù.

 

Ouzh ar brusk eo emañ stag an tri re bavioù ha peurliesañ daou ziv-askell. Ar c'hof a zo anezhañ kelc'hiennoù na zougont netra.

 

Ret eo gouzout penaos eo bet en diagent an amprevan disheñvel-krenn diouzh e stumm-bremañ. Er penn-kentañ e oa ur viskoulenn, tarzhet diouzh ur vi. Neuze en em serras ar viskoulenn en diabarzh ur c'holoenn galet, ar glosenn. Graet e vez treuzneuziadennoù eus ar c'hemmadurioù-se.

 

Renket eo bet an amprevaned en eizh rummad. C'hwec'h kant mil amprevan a vefe oc'h ober an eizh rummad-se. N'oufed ket komz diwar-benn ke-ment hini anezho, avat, niverus evel m'emaint. Dre-se ne lakain dirazoc'h amañ nemet ar re a vez ana-vezet ar gwellan e Breizh.

 

KERVERZIOU (Gwipavaz, du 1932).

 

AR C'HWILED - I

 

D'an abardaez, e miz mae, e nij en ur fraoñval ar c'hwil-derv (1) disampart. Ur ploueziad eo e-metou an amprevaned. Heñvel a-walc'h ouzh ur grib eo e gernieligoù; kuzhet eo e ziv-askell-nijal tanav ha treuzwelus dindan div askell all gell, kalet ha tev, a reer feureskell anezho. E gof, a weler kelc'hiennoù gwenn warnañ, a zoug ur seurt broud anvet talarig.

 

Lavaret eo bet deoc'h meur a wech ez eo noazus. Perak? Debriñ a ra delioù an agroazenned ha re ar gwez kistin ma vev warno. Dinoazik eo koulskoude e-keñver e viskoulenn a reer preñv-gwenn anezhi war ar maez. Bevañ a ra ar viskoulenn-se dindan douar, e-lec'h ma toull trepasoù bihan, en ur drouc'hañ, avat, kement gwrizienn a harz outañ a dremien, gwasat droug el liorzhoù hag er parkeier! Bep taol ma kavot ur c'hwil-mae enta, lazit-eñ didruez. Na c'hoariit ket gantañ kennebeut : sot ha diboell eo lakaat loened da c'houzañv, n'eus forzh pe vras pe vihan int.

 

Ur rummad meurbet stank eo hini ar c'hwiled pe feuraskelleged, m'eo ar c'hwil-derv ezel anezhañ. Kenderv d'ar c'hwil-derv eo ar c'hwil-kaoc'h, ur penn-chatal glas-du a vev er beuzelioù. Ni dezhañ eo ar c'hos, dezhañ ur fri hir ma ra gantañ evit toullañ ar greunennoù ed a zebr. Gallout a c'hellit lazhañ ivez kosed ha kerent all d'ar c'hwil-derv, nemet ar c'hwil-kaoc'h a zo dinoaz krenn.

 

(l)  pe c'hwil-tann, pe c'hwil-mae

 

11

 

AR C'HWILED - II

 

Ar c'hrisañ amprevan eo ar c'hwil-liorzh. Hir eo e gorf ha du pe c'hlas e liv. N'hell ket nijal, o vezañ m'eo staget e feureskell kenetrezo. Redek prim-tre a ra a-hend-all : mont a rafe ar maout gantañ d'ar c'henti-kentañ.

 

Taga a ra an holl amprevaned all. Gwelet em eus unan oc'h emgannañ gant ur c'hwil-krug, ha m'hen asur deoc'h, ken dellezek a eñvor e oa ar c'hrogad hag emgann Lez-Breizh ! Kavet e vez el liorzhoù hag el lec'hioù glep.

 

Kriz pe grisoc'h int-i en e isrummad. Sed ar vuoc'hig-Doue ! Habaskat kerzhed! Arabat fiziout enni: pilpous eo ha klask a ra bep tro lonkañ ar c'hwenig-gwez.

 

Neskerent eo ar vuoc'hig-Doue hag ar c'hwil-tigr ( «cicindela ») a wisk ur sae c'hlas gant pikoù melen evit hoalañ ar re zievezh a dremeno. Pa wel unan anezho tost a-walc'h ouzh ar maen m'eo pignet warnañ, lammat a ra, hag ober ur begad gant ar paour kaezh.

 

N'eus en isrummad ar c'hwil-liorzh nemet unan hepkan hag a vije habask : c'hwil-bezier (« necro-phorus ») a reer anezhañ. C'hwesha a ra a-bell korfoù-marv al loenedigoù, razhed, minoc'hed hag all. Ha deredek diouzhtu, en e sae wenn ha ruz. Er c'hig marv eo e tozv ha neuze e touar ar gelan war-bouez ober un toull dre zindan. Pa zinodo ar viskouliged, boued a-walc'h o devo!

 

 

13

 

AR SKRILH-DOUAR

 

Ezhomm ebet taolennañ ar skrilh-douar deoc'h: he gwelet hoc'h eus holl emichañs. Anavezout a rit mat hec'h eskell parch-heñvel hag he fenn bras, kreñv-kenañ e garvanouigoù. Ha gouzout a rit ivez pe « gri » e laosk. Penaos avat e vez graet ar c'hri-se ganti, sed aze un dra n'ouzoc'h ket marteze : dre rimiañ he favioù bras a-ziadreñv eo, dezho kreierigoù niverus, war hec'h eskell kalet.

 

Ur peoc'hiek a loenig eo ar skrilh-douar (daoust dezhi ober a-wechoù mezvadennou diwar goust gwad ur c'henouennad lazhet ganti) hag en em vev diwar geot ha delioù. Ober a ra hec'h annez e toulloù-douar rouestlet, kalemarc'het gant aked al leurenn hag ar volz anezho.

 

Er bed-holl e kaver anezhi ha tennañ a ra da rummad an eeunaskelleged. Niverus eo ar rummad-se. Anavezout a rit en e vetou ar c'hilhog-raden pe garv-raden. Hemañ en deus ur c'henderv spontus e broioù an Traoñ, ar c'harv-raden beajer. Plaouiañ a ra hemañ an eostoù ha ne lez war e lerc'h nemet un douar gwastet hepmuiken.

 

Ar forfikula, a reer garlostenn anezhi e Breizh, a zo. a-rumm gant ar shrilh-douar. Ne glask ket mont en diskouarn an dud, daoust d'ar pezh a leverer. Ar c'hazh-prad, un eeunaskelleg ivez, a zo ur buzugetaer ferv, hogen en ur chaseal, e trouc'h kement gwrizienn a gav war e hent, en e riboulloù dindan douar, ha dre se eo noazus.

 

15

 

AN NADOZ-AER

 

Da rummad an nervaskelleged (da lavarout eo amprevaned nervennek o eskell) e tenn an nadoz-aer. He gwelet hoc'h eus, diarvar, o nijal-dinijal a-us d'ar gwazhioù-dour. Hogen marteze n'hoc'h eus ket bet amzer a-walc'h evit evezhiañ outi tostik-tost, rak nijal a ra a-benn-herr.

 

Neuz-vat he c'horf eo a dalv dezhi e broioù ' zo hec'h anv a « zimezell »; en hor Bro e vez anvet « nadoz-aer » en abeg da hirder he c'horf amliv. Berr ha du eo ar penn hag ar brusk. He favioù moan a servij dezhi da gregiñ er pennoù-raoskl. He biskoulenn, a vev en dour, a zo lontek-meurbet; neuñvial a ra he fenn d'an traoñ, pezh a zo iskis, ha koulskoude se n'he laka ket diaes, tamm ebet.

 

Ha gouzout a rit gant petra e vez bouetaet linenn ar pesketaer evit mont da zlusenna ? Gant ur preñv. hag en em wisk en ur feuriad briñsennoù koad : n'eo-eñ nemet biskoulenn un doare nadoz-aer, bihan ha berr, gant ul liv melen sklaer kaer, a reer fruganez anezhi.

 

Unan spontus er rummad-se eo ar verionenn-leon. Heñvel eo ouzh ar fruganez; he biskoulenn avat a zo dezhi ur pezh penn, armet gant karvanouigoù kreñv. War vevenn ar richerioù e kleuz-hi toulloù e stumm ur founilh, disac'hus o diskenn. Skoachet eo ar viskoulenn e penn izelañ an toull. N'he deus ur verionenn nemet tremen ebiou d'an toull : teurel a ra ar verionenn-leon traezh warni, oc'h ober gant e benn evel gant ur bal; ha kouezhet ar paour kaezh loenig e strad an toull, n'eo ket pell a-raok bezañ lakaet da ober pastez ha bezañ debret gant al lonker gwidreüs.

 

17

 

AR BALAFENNED

 

Ur valaf enn wenn a oa o vale da vare an dibenn-eost, a benn-kaol da benn-kaol. He zapout hoc'h eus graet. Gwelet hoc'h eus e chôme neuze ur boultrenn wenn war ho pizied. Ma seller ouzh ar boultrenn-se gant ur ferenneg-kreskiñ, e weler ez eo graet a dammou bihan, a skantennouigoù a bep stumm hag a bep ment : an dra-mañ a zo pezh a verk an holl valafenned, ha sed aze perak int bet anvet skantas-kelieged, da lavarout eo amprevaned skant war o eskell.

 

 

Dougen a ra penn ar valafenn-gaol ur pikol daoulagad liestalbennek, div gornig-tastourn e stumm ur vataraz, hag un drompilh, ya ! un drompilh evel un olifant. Perak an drompilh ? En em lakaat a ra al loenig war galir ur vleuñvenn, dirollañ e drompilh (a chom rollet dindan e benn e-pad m'emañ o nijal), ha sunañ nektar ar vleuñvenn, a zo evitañ ar boued n'eus nemetañ, N'eo ket noazus ar valafenn-gaol nemet he biskoulenn : ar preñv-kaol, a chaok hag a zebr an delioù kaol.

 

Bez' ez eus meur a vilion a valafenned. Renket e vezont e tri isrummad : (1) ar balafennou-deiz, stumm ur vataraz gant o c'herniel, hag o deus askelloù savet er vann (sellit ouzh ar skeudennoù); (2) balafenned-amheol, stumm ur werzid gant o c'herniel, a zalc'h plat o eskell; (3) balafenned-noz, pluennheñvel o c'herniel, o deus eskell stouet war-du an traoñ; gant ar re-mañ emañ an tartouzed hag ar bombiz (« Bombyx Muro »); hemañ a vev e broiou ar C'hreisteiz, hag e viskoulenn eo a anver preñv-seiz, o vezañ m'eo gant an neudenn a zo aet da ober e glosenn e vez graet seiz.

 

 

AN DIV-ASKELLEGED

 

Eus rummad an div-askelleged emañ ar c'helion.

 

War o fenn ez eus div gornig berr hag un drompilh e stumm ur votez. Mañdozioù a zo war o favioù, pezh o laka gouest da gerzhout o fenn d'an traoñ hep kouezhan, — ha skilfoù, a zalc'h ar restachoù a reont o boued ganto. Noazus-meurbet int dre ma valeont war gement tra lous a zo ha dre ma'z eont goude war ar bara, pe war ar c'hig, pe war gement boued a zo, hag o lousaat. Ret eo o lazhañ didruez. O biskoulennoù a vev er c'hig brein, ha kontron a reer anezho. Niverus eo o isrummadoù : anavezet-mat eo ganeoc'h ar c'helion-glas bras, hag ar bouli, pe moui, a flemm ar c'hezeg hag o laka da vreskenn gwall alies.

 

Div-askelleged berrgornek eo ar c'helion. Re all a zo hirgornek, evel ar c'hwibu-flemm. Gwall-griz eo he, flemmadenn da houmañ. Hag e teu da drouzal goap ouzh ho tiskouarn goude ! Chom a ra er geunioù pe dost dezho. Ne bad ket pell buhez ar par; bevañ a ra ar barez diwar gwad den, ha dozvi, en doureier sac'h, nepred e-lec'h ma red an dour, zoken an disterañ. En dour e vev ar viskoulenn, he fenn d'an traoñ, o tennan hec'h anal dre ur gorzennig a dreuz gorre an dour. Evit o distrujañ n'eus nemet stlepel ur bannac'h eoul-maen bennak war an dour, ha mouget int raktal.

 

Ar c'hwen a zo ivez div-askelleged hogen steuziet eo o eskell outo.

 

21

 

AR GWENAN

 

« Loened-ti » eo ar gwenan : anavezout a rit ar ruskennoù ma reont o annez enno. Evit en em vevañ e lipont chug ar bleuñv, an nektar. N'o deus ket karvanouigoù kreñv evel ar gwesped; ganto eo koulskoude e veront ar c'hoar.

 

A-gevret e vevont ha pep gwenanenn he deus ul labour divizet-mat, nemet ar sardoned, lonkerien lezirek anezho. Ar rouanez a zozv vioù bihan ha graet e vez war-dro ar vioù-se gant al labourerezed. O boued e ro ivez al labourerezed d'ar biskoulennouigoù goude dezho bezañ dinodet; netaat a reont ar ruskenn, mont da gerc'hat an nektar hag ober ar mel. Ma tinod gwech pe wech div rouanez, e vez lazhet unan anezho gant al labourerezed, pe, neuze mont a ra kuit, ouzh hec'h heul ar gwenan a zo diwar re er ruskenn : teurel-hed a reer eus an disparti-se.

 

Evit mirout ar mel, lojañ ar rouanez, neizañ ar biskoulennoù, e savont toulloù bihan war derennoù kempennet gant ar gwenaner a-ratozh-kaer evit talvezout da se. Pa venner dastum ar mel, e vez mogedet ar ruskenn : morzet e van ar gwenan gant ar moged hag e c'heller dizaon tennañ an terennoù koar er-maez.

 

Gwenan gouez a zo na vevont ket a-gevret.

 

Un amprevan arvestus a zo en isrummad ar wenanenn : ar sfez (« sphex »). En ur ober e dro-vale, ma tegouez-eñ gant ur c'henseurt peoc'hiek, ur skrilh-douar, da skouer, hen begañ a ra gant e flemm (bepred en hevelep lec'h, ma c'hell tizhout drezañ un nervenn-greiz — a zo marzhus evit al loenig, neketa?) ha kement-se a laka ar preiz morzet-mik. Sachet eo neuze dindan douar betek neiz ar chaseer, a gleuz eno un toull bihan, a vount en toull-se an amprevan difiñv-kaer hogen taev c'hoazh ha na vreino ket; dozvin a ra e-kichen ha serriñ mat an toull : kig fresk o devo evel-se ar biskoulennoù figus.

 

24

 

GWESPED HA MERION

 

War an avaloù e weler alies o vale un amprevan melen, kelc'hiou du war e gof blevek, tanav-tanav an eskell anezhañ : ar wespedenn eo. Flemmañ a ra buan; ur flemm lenkr he deus, hag e c'hell ober gantañ meur a wech, - endra ma chom hini ar wenanenn e toull ar sankadenn dre ma'z eo barvennek he flemm evel beg un higenn.

 

A-rumm gant ar wenanenn eo, hogen ne ra ket mel, o vezañ ma ne c'hell ket lipat an nektar. En em vevañ a ra diwar amprevaned all friket ganti etre he c'harvanouigoù kreñv. Ne c'hell ket dastum ar bleud-bleunv kennebeut, rak n'eo ket kempennet he favioù evit hen ober evel m'eo pavioù ar wenanenn. Daou div-askell he deus, ur re anezho berroc'h eget an div all. Pa fell dezhi diskuizhañ e pleg an div-askell hir dindan ar re verr. Dirannañ aes a c'heller unan hag unan teir rann-gorf ar wespedenn.

 

Gant he c'henouennidi e neiz ar gwesped e toulloù stumm ur berenn ganto. Savet eo an toull-gwesped gant ur seut kartoñs hag a-ispilh emañ ouzh kef ur wezenn. Morzet e chomont en o zoulloù e-pad ar goañvez.

 

A-rumm gant ar gwenan hag ar gwesped eo ivez ar merion.

 

Amprevaned breverion int evel ar c'hwil-derv ha liperion evel ar gwenan. Evel ar re-mañ, ez eo rannet o c'hevredigezh être teir c'hevrenn : ar pared, eskellet, berr-kenañ o buhez; ar parezed, eskellet ivez, a sav an trevadennoù; al labourerezed, dieskell, a vev hag a ziwall ar gevredigezh; lemm-dreist eo c'hwesha, kleved ha skiant-emvleniañ ar re-mañ.

 

Meur a rummad merion a zo : ar merien rouz, brezelgar, hag ar merion du, oberiant bras, a vez ar stankañ en hor Bro.

 

27

 

AR C'HROC'HEN-ASKELLEGED

 

War skourroù an derv hoc'h eus gwelet boulloù bihan gell; avaloù-tann a vez graet anezho. Merzet hoc'h eus ez int toullet. Un amprevan, ar gelionenn-derv, o laka da greskiñ : dozvin a ra en ur vroñsenn, a goeñv e stumm un avalig; dinodet ar viskoulenn, krignat a ra ar vroñsenn ha toullañ homañ da vont kuit, ha treiñ a viskoulenn da gelionenn. Noazus eo enta dre ma lazh ar skourroù nevez o dije kresket war gef an dervenn.

 

Ar gwenan, ar gwesped, ar merion, ar sfez hag ar c'helion-derv a renker e rummad ar c'hroc'henaskelleged. Liperion eo ar gwenan hag ar sfez, liperion-ha-breverion eo ar merion, ha talarerion eo ar c'helion-derv.

 

Daou rummadig a chom. C’hoazh da studiañ :

(1) Da gentañ, an hantereskelleged. Sed amañ pennañ izili ar rummad-se :

- ar c'hwen-gwez, chatal ar merion, a zo unan anezho; lipous eo ar merion war un dourenn sukret a ziver diouzh ar c’hwen;

- al louesae, pe lusedenn, pe bugnezenn, anavezet re vat argarzat dre-holl;

- ar skrilh-wez, un amprevan a vro-Brovens, a ra trouz dre daboulinañ watr e vrusk gant he favioù.;

- ar c'hwen-gwini, a lazhas gwechall gwiniegoù pinvidk Bro-C'hall.

(2) Da eil, an diaskelleged, eskell ebet dezho; anavevezetañ re eo al laou.

 

29

 

GERIADURIG

 

amprevan

insecte

penn

tête

brusk

thorax

kof

abdomen

kernieligoù-tastourn

antennes (Vallée)

daoulagad liestalbennek

yeux à facettes

karvanouigoù

mandibules

klosenn (klorenn)

nymphe ou chrysalide

biskoulenn

larve

treuzneuziadennoù

métamorphose

feur-eskelleged

coléoptères

eeun-eskelleged

orthoptères

hanter-eskelleged

hémiptères

nerv-eskelleged

névroptères

kroc'hen-eskelleged

hyménoptères

skant-eskelleged

lépidoptères

div-askelleged

diptères

an-eskelleged (diesk-)

aptères

c'hwiled (c'hwileged)

coléoptères

feureskell

élytres

c'hwil-kaoc'h

scarabée bousier (Ernault)

kos

charançon

c'hwil-liorzh

carabe

c'hwil-krug

staphylin (Ern.)

c'hwil-tigr

cicindèle

karv-raden-beajer

criquet voyageur

forfikula

forficule ou perce-oreilles

kazh-prad

courtilière (Ern.)

fruganez

phrygane

merionenn leon

fourmilion

bombiz

bombyx

mañdozioù

ventouses

c'hwibu-flemm

moustiques

loen-ti

animal domestique 

nektar

nectar des  fleurs

sfez

sphex

toull-gwesped

guêpier (Ern.)

kelion-derv

cynips du chêne

c'hwen-gwez

pucerons  du  rosier (Vallée)

c'hwen-gwini

phylloxéra

skrilh-wez

cigale (Vall.)

golo al levr

an amprevan

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

ar c'hwiled

 

 

 

 

 

 

 

 

 

ar c'hwiled (II)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

ar skrilh-douar

 

 

 

 

 

 

 

 

an nadoz-aer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

ar balafenned

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

an div-askelleged

 

 

 

 

 

 

 

ar gwenan

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

gwesped ha merion

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

ar c'hroc'hen-askelleged