Qu'est ce que les dances de céilí?

 
 

   Les danses de Céilí (céilí dancing) sont un des trois grands types de danse irlandaise.


  Il faut faire la différence entre les céilís et les danses de céilí. Les céilís sont l'équivalent des festoù-noz bretons et on eu la même histoire. Il s'agissait autrefois de réunions de voisins où chacun pouvait  danser différentes danses, chanter, jouer de la musique, conter des histoires etc. Ils sont devenus des soirées de danse avec une scène et des musiciens et des chanteurs engagés pour l'occasion. Dans les céilís actuels on danse essentiellement des sets, des quadrilles et parfois d'autre danses comme les valses irlandaises et des danses de céilí.


           Le « céilí dancing » n'est donc que le nom d'une catégorie de danses de formes assez variées. On y retrouve les même éléments de base que dans le set dancing : musique, mouvements, pas. Elles se dansent en couples, en lignes, en cercle ou en groupes. Les danses en cercles auraient été introduites par les Normands au 12ème siècle.   On peut citer comme danses de céilí très connues : the Wall of Limerick, the Siege Of Ennis, The High Caul Cap, Haymaker's Jig, etc...


          Beaucoup de ces danses de céilí ne sont cependant pas traditionnelles. Elles ont étés composées assez récemment, souvent avec l'intention explicite de prendre la place des quadrilles dansés en Irlande. En effet, les quadrilles étaient considérées comme des danses étrangères par une bonne partie du mouvement culturel nationaliste irlandais, du fait qu'ils avaient été d'abord importées du continent où ils étaient alors à la mode à partir du début du XIXème siècle.


          La Gaelic League, fondée au débuts des années 1890, regroupait les associations culturelles irlandaises et, parmi elles, les associations de danse. Elle introduit l'obligation pour ses membres de ne pas pratiquer ou assister à des sports d'origine étrangère, c'est à dire, en fait, d'origine anglaise. La pratique des quadrilles fut donc bannie dans les céilís organisés par les associations rattachées à ce mouvement, appelés les « fíor céilíthe » ou « vrais céilís »*.

 

          Le problème pour la Ligue Gaélique fut de trouver assez de danses pour occuper les pieds des danseurs au lieu des quadrilles. La liste des danses du premier céilí, organisé à Londres par une branche de la Celtic League au Bloomsbury Hall, en 1897, avant l'interdiction, est entièrement composée de quadrilles et de valses.  La Ligue s'efforça de trouver suffisamment de danses purement irlandaises. Un recueil d'une trentaine de danses fut publié. La question est de savoir si il a été redonné vie à des danses traditionnelles ou si elles ont été créées de toutes pièces.


          Joe O'Donovan, un professeur de l'UCC (Coláiste na hOllscoile Corcaigh ou University college Corck), s'appuyant sur le livre de Francis Roche de 1957,  Irish Dances, Marches and Airs, déclare que la femme de
Seáin Ó Cuirrín, secrétaire de la Ligue gaélique pour Limerick, composa des danses comme The Walls of Limerick et The Siege Of Ennis.


           Personne ne dénie cependant que quelques vieilles danses irlandaises furent récoltées par les membres de la Ligue Gaélique. Joe O'Donovan affirme que Nan Quinn du South Armagh leur montra The Sweets of May, par exemple, et The High Cauled Cap, est considéré comme traditionnel par Breandan Breathnach dans son ouvrage, Dancing In Ireland.


      Le « céilí dancing » qui a vécu ses heures de gloire dans les années 30-40 a décliné depuis les années 1960 et se trouve un peu relégué dans les milieux les plus militants et dans le nord de l'Irlande, ce qui n'est pas étonnant étant donné le contexte politique. Une certaine tension subsistait encore il y a quelques années entre les deux courants de danseurs. Dans les années 1980, Terry Moylan et quelques uns de ses amis furent ainsi empêchés de danser un quadrille à une réunion de Comhaltas Ceoltóirí Éireann.       On lui demanda aussi à une autre occasion dans le nord de l'Irlande si il appartenait bien à la branche musicale de la lutte nationale !!


         Quoi qu'il en soit de leur histoire, ces danses sont devenues irlandaises de par la volonté de nombreux irlandais et nous procurent beaucoup de plaisir lors de nos soirées de danses. C'est l'essentiel...

* un « fior céilí » (un vrai céilí), « fior céilíthe » (de vrais céilí)

 

 
 

En Breton

 

      An dañsoù Céilí (céilí dancing e saozneg) zo unan eus an tri rummad dañsoù a vez danset en Iwerzhon.


           Dav eo lakaat kemm etre ar c'héilíoù hag an dañsoù céilí. Ar memes tra hag ar festoù-noz eo ar c'héilíoù en Iwerzhon hag ar memes istor o deus bet. Gwezhall e oa anezho bodadegoù amezeien ma c'halle pep hini dañsal korolloù disheñvel, kanañ, seniñ muzik, kontañ marvailhoù, ha kement zo .
Deuet int da vezañ nozvezhioù dañs ma vez sonerien ha kanerien gopret evit an degouezh war ul leurenn. Er c'héilíoù a vremañ e tañser « setoù », pevarigoù anezhe, hag a-wezhioù dañsoù all evel ar valsoù 'giz Iwerzhon hag an dañsoù céilí.


           Ar « c'héilí dancing » n'eo nemet anv ur rummad dañsoù eta, dezho stummoù disheñvel a-walc'h an eil diouzh ar re all. Kavout a reer enne ar memes elfennoù diazez hag er « set dancing » : sonerezh, fiñvoù, pazioù. Dañset e vezont a-goupladoù, a-linennoù pe e strolladoù. Dav eo lavaret memes tra ez eur sañset sevel kalz muioc'h an divhar hag an divrec'h evit ar « c'héilí dancing ». Gallout a reer menegiñ korolloù anavezet mat e-touez an dañsoù céilí evel : the Walls of Limerick, the Siege Of Ennis, The High Caul
Cap, Haymaker's Jig, ha kement zo ... Degaset e vije bet an dañsoù-tro gant an Normaned en XIIved kantved.


          Kalz eus an dañsoù céilí-se n'int ket dañsoù hengounel koulskoude. Savet int bet n'eus ket pell zo, gant ar youl fraezh alies da gemer lec'h ar pevarigoù dañset en Iwerzhon. Sellet e veze ouzh ar re-mañ diwezhañ evel dañsoù estren gant ul lodenn vras eus an emsav sevenadurel broadelour iwerzhonat, abalamour ma oant bet degaset eus an douar-bras e lec'h ma oant bet diouzh ar c'hiz e penn kentañ an XIXved kantved.

 

          Ar « Gaelic League », bet savet e deroù ar bloavezhioù 1890 a vode ar c'hevredigezhioù sevenadur iwerzhonat hag en o zouez ar c'hevredigezhioù koroll. Divizout a reas e vefe rediet hec'h izili da chom hep kemer perzh pe hep arvestiñ ouzh abadennoù sport a orin estren, da lâret eo a orin saoz. Ur
stumm boycott e oa. Adalek neuze ne oa ket bet a bevarigoù ken er c'hélioù aozet gant ar c'hevredigezhioù a oa er « Celtic League », hag a vez anvet abaoe « fior céilíthe* » da lâret eo « céilíoù gwirion ».


          Un tamm chati a voe gant ar C'hevre Gouezelek evit kavout dañsoù a-walc'h evit lakaat tro e treid an dañserien e-lec'h ar pevarigoù. Pevarigoù ha valsoù hepken a yae d'ober roll dañsoù ar c'héilí kentañ aozet
gant ur rann eus ar « Celtic League », e Londrez er Bloomsbury Hall e 1897, a raok an difenn. E seizh gwellañ a reas ar C'hevre evit kavout dañsoù a-walc'h hag a vefe iwerzhonat rik. Embannet e oa un dastumad, ennañ un tregont koroll bennak. Ar pezh e vezer o klask gouzout eo daoust ha roet ez
eus bet ur vuhez nevez da zañsoù hengounel pe daoust ha krouet int bet penn-da-benn diwar netra.


          Hervez Joe O'Donovan, ur c'helenner eus an UCC (Coláiste na hOllscoile Corcaigh  pe University college Corck), diazezet e soñj gantañ war al levr savet gant Francis Roche e 1957,  Irish Dances, Marches and Airs, e oa bet savet korolloù evel The Walls of Limerick ha The Siege Of Ennis gant gwreg Seáin Ó Cuirrín, sekredour ar c'hevre gouezeleg e Limerick.

           Ne nac'h den ebet koulskoude e oa bet dastumet un nebeud dañsoù kozh eus Iwerzhon gant izili ar C'hevre Gouezelek. Joe O'Donovan a zisklêr e oa bet diskouezhet dezhe The Sweets of May gant Nan Quinn eus ar South Armagh, da skouer, hag an High Caul Cap, a vez sellet outañ evel un dañs hengounel gant Breandan Breathnach en e levr, Dancing In Ireland.

      Ar « c'h/céilí dancing » a oa bet e barr e vrud er bloavezhioù 30-40 a zo aet war zisteraat niver an dañserien anezhañ abaoe ar bloavezhioù1960 hag en em gav un tamm bevennet bremañ er metoù ar muiañ emsaver hag e Norzh Iwerzhon, ar pezh n'eo ket souezh pa soñjer en darvoudoù politikel. Un tamm
bec'h a veze c'hoazh un nebeud bloavezhioù zo etre an dañserien eus an daou seurt koroll-se. Er bloavezhioù 80, e oa bet miret ouzh Terry Moylan hag ouzh un nebeud mignoned dezhañ a zañsal ur pevarigoù en un emvod eus Comhaltas Ceoltóirí Éireann.
      Goulennet e oa bet gantañ ivez ur wezh all e Norzh Iwerzhon hag eñ e oa da vat eus rann ar sonerien a-du gant ar stourm broadel !!


      Forzh peseurt orin o dije bet ez eo deut an dañsoù-se da vezañ dañsoù iwerzhonat dre youl kalz Iwerzhoniz hag e tegasont dimp kalz plijadur e-pad hon nozvezhioù koroll. Ar pep pouezusañ eo.

 

 * ur « fior céilí » (ur c'héilí gwirion), « fior céilíthe » (céilíoù gwirion)